Vers 275 à 310

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Heman á guell hep mar, peban ez lauaraff,
Compsou Iob de propos, peur clos ho exposaff:
Hac ho entent ent rez, en dezuez diuezaff,
A guel sur pep heny, defry hep variaff.

Gant an maru dre aruez, pegant é fynuezas,
Depouillet ouff am gloar, hep mar á lauaras:
Han curun flam am pen, em clem eff he tennas,
Gant è claou dan douar, hep mar em disquaras.

Mar dout pinuizic meur, pep heur nos ha beure,
Creff, na Iaouanc, na cazr, nac Impalazr, pe Roe,
Na Cardinal, na Pap, no-deues nep apoe,
Ho gounit en diuez, lauar yuez pez voe?

Sell peguen diproffit, eo dit felicite,
An Bet man damany, deffry he vanite:
Cret feru an amseruez, mazvezez entreze,
Nen deo quet vn moment, da nep en entente.

An maru na laca sy, eo so conclusion,
Da enorou an bet, parfet ha quarredon:
Quen coulx ez goar é traç, na quaffes nep faeçon, 
De achap nac abry, na ty na region.

Mar bez Yoa en dezrou, caffou so en diuez,
Guelet ez rancquer squynn, ha lesel an lignnez:
Mat ez gualler hep mar, me-goar é lauarez:
Goeluan da pep heny, ha cry eu so diuez.

Allas sel diff an souyll peban out ourgouyllus,
Hac ez quyffy pepret, lech vueldet hetus:
Da corff á disqrisy, hac ez duy gratius,
Hac yuez ne vezy, nep ty glorifius.

En pechet ham cret breff, ez viot conceuet,
Ha goude se dre poan, cret an fet man ganet:
Han buhez so trauell, pan vezo peur sellet,
Hac an fin terminal, en maru leal calet.

Goude da vezout den, ez duy certen me’n goar
Da bout matery hec, da prezec dihegar:
Da muz entre’n buzuc, gant vn huc an trugar,
Sourdet ha Touçeguet, vezo cret da quet par.