Vers 239 à 274

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Deze ne tal ansaff, euit caffout auanç,
Lauaret en nep ty, ho deffe alianç:
Leun ynt stanc an languis, goude concupiscanç,
An bet me cret nen deu, nemet vn deceuanç.

Pep vnan an reman, á guel buan canaff,
Reuseudiguez an maru, peheny so garuhaff:
En hiruout bras ha spont, so ouz ma circundaff,
Pirillou an Iffernn, ne men ma espernaff.

Cleu arre compsou Iob, ha gourre da clopenn,
Ho recitaff an stat, han pompat á laten:
An re so disleal, hep santaff taul goalen,
Digant doe ho croer, nep amser do querchen.

Ho querent á pep sort, so ouz ho confortaff,
Logamantaou ornet, Yoa an bet do hetaft:
Chatal ha bugale, deze ouz conceffuaff,
Madaou deze pep ty, so ouz multipliaff.

Son deze pep myntin, ara tabourinou,
Bede’n eff eza son, ha ton ho cleronou:
Yoa hac ebat dispar, eo cleuet ho harpou,
Deze ez groa diboan, leff ha can Organou.

Peguen creff deceffet, ynt bezet dre’n fet man?
En ho pligadurez, pemdez en buhez man:
Ha pan ezont ho ty, en vn moment byhan,
Dan cernn an yffernou, ez aezont en saouzan.

Lauaret ara Iob, ez meru nep so robust, 
Ha lesel an bet man, quen buhan hac an Iust:
Euit ho vanegloar, nac ynt dispar mar rust,
An ancaou so voar tro, tro distro hac ho fust.

Da vn faeçon donet, honneux cret en bet man,
Distum nobl ho comun, sacun guitibunan:
Hac vn faeçon yssu, hon bez chetu vnan,
Er ret eo feru meruell, ha lesell an bet man.

Sell dyff Alexander, seder hep comps guer gaou,
A conqueras parfet, treux ha bet an betaou:
Ha nemet daouzec bloaz, ne padas è dezyou:
Na rencquas hep dyanc, gouzaff stanc an ancquaou.