Vers 167 à 202

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Compsou ha guyriou Iob, maz guallemp é ober,
A dlehe merch ha map, bezaff en hon paper:
Pep eur ho prydiry, maz carhemp ny fier,
Ez guelhemp plen en mat, hon stat so en atfer.

Lauaret ara glan, quentiz mazout ganet, 
A reuseudiguez larg, da barg á vez carguet:
Ha ne’n dout nemert sqeut, vn neubeut hep brut quet
Ha nepret en vn stat, da poellat ne pat quet.

Bezaff ara da neuz, en faeçon vn bleuzuen,
En haff ez vez plesant, ha galant en plantenn:
Ha pan deu ampser garu, an maru entent dre henn,
Ne gouffes he caffout, par tout en nep moudenn.

Te so heuel hogos, dez nos ouz vn rosenn,
Pan out ez Iaouancdet, meurbet eo da credenn:
Descuez á certen chom, da bizuicquen en glenn,
Hoguen an maru tizmat, á diber da latenn.

An scriptur a lauar, en trede á Baruth,
M’edy an Princet glan, á regne oar an tut?
Do eol an eznet, h’an aneualet mut, 
Lequet ynt yen en tas, da bezaff peur astut.

Mazeo aet an reman, á forge glan an aour?
En tensor ez fizient, ne caffent ez voant paour:
Pep vnan aneze, maz prederse é laoür,
Bout abaf á caffse, euite ez oa paour.

Ho goude re aral, á deuz en ho gallout, 
Hac Y so disquennet, credet na lequet dout,
En Yffernou dre guir, en martir ha hyruout:
Byzuicquen da douen poan, hep nep span en tan brout

Prosper dre esperanç, hep chanç en sentançou, 
A goulen glan an tut, á gueure an brudou:
An holl oratoret, ha perchen roncedou,
Ha quement á ioua prest, da monet dan festou.

Goulen ara iuez, mazedy finuezet,
Duchet na Rouanez, na quoment so bezet:
Tut fur na paciant, couloux hac an tyrantet,
En neubeut su ha nort, ez edint recordet: