Vers 131 à 166

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Mazedy Galien, eff hac Auicenna,
Mestr an medecinet, pan edoant en bet man?
Ne guelsont caffout quet, remet ouz an fet man:
Maz ynt taulet oar huen, dre’n maru yen hep quen tra

Lauar dif special, rac lazaff Absalon,
Ac eff en deuoe blam, Abraham, na Sampson?
Gantaff ez aez tyzmat, Pylat eff ha Platon:
Ha quement so ho lignn, oar sqygnn bet’ Auygnon.

Comps yuez na vez muy, maz edy Tullius?
Na mazeo aet é ty, hep sy Porphirius?
Na’n astrologian, hanuet anianus?
Na’n maestr á poetry, hep sy Virgilius?

Mazedy Pezr, ha Paul? Dreizaff ez ynt taulet,
Ha ne guelsont dyffen, na viont condamnet:
Hac an oll abestel, an en deo crueldet?
Arencquas lem tremen, dre’n maru yen gant penet

Ha hoaz (chede so muy) an guerches MARIA,
A rancquas tremen lem, he drem dirac hema:
Ha hoaz muy, Hon Saluer, cret fier an guer ma,
A gouzaffas taul flem, peur lem dygant hama.

Pan edoa en Iardrin, ouz é imaginaff,
Ouz pridiry efreiz, á gouzaffas dreizaff:
Ez huesas glan an goat, haznat dre relataff:
Dre é hol ysily, hep muy ouz studiaff.

Ha pan edoa stoéet, da ober é peden,
Ez requete buan, é tat glan Roe an glen:
A tremen an maru las, na galse é asten:
Hac ez rencquas meruell, hep fellel en bell tenn.

Rac se aduis pechezr, da scuezr eu an bezret,
Ha’n esquernn en carnel, cruel eo ho guelet:
Ret eo, ret gouzaff maru, hac ez eo garu meurbet:
Quement á douc buhez, á vezo finuezet.

Dympny baut en psaulter, vn guer disesperanç,
A comps é saff Dauid, non bezet nep fizianç:
Hyziu ez edomp creff, da ober deceffanç,
Ha oarhoaz maru pe claff, ha scaff da dyauanç.