Vers 59 à 94

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Da comps an poent quentaff, ez lauaraff afet,
Peheny en maru yen, da pep den ordrenet:
Ha na el gant nep den, bout certen sourprenet,
An pobl nobl ha comun, ef ho groa cahunet.

Try tra ara’n maru yen, da den mar en ezneu,
Mar quar é pridiry, en spaz maz edy beu:
Ouz coufat en é stat, ez lauaro a dieu,
Dreizaff me guel en mat, nen deux pompat na teu.

An quentaff aneze, euelse a leaff,
Ez laqua pep heny, den em humiliaff,
Ouz soingaff an danuez, peba’n deues bezaff:
Ha plen pe en heny, ez duy da reduiaff.

An eil tra peheni a gra en special,
Da den perchen tensor, songaff maru corporal:
Eo dreizaff ne fiz quet parfet en é metal,
Hag ez dispris enor, ha madaou temporal.

An trede a gra maru, da quement en aruez,
Eo ho ober contant, dre hoant ha carantez:
A ober Pynigen en glen, quent goufen dez,
Hac a gouzaff ancquen, do ren dan leuenez.

Touchant hac an quentaff, ez lauaraff affet,
Compsou Sant Augustin, so dyn illuminet,
Doctor en sant ylis, pep guis hiny discret:
Hac a comps glan an maru, é bezaff garu meurbet.

Mar quar den pep heny, pridiry peur riel,
Penaux han cuff han garu, a deu da bout maruel;
Gouzuout ezeo certen an maru yen, ha nen guel,
Dreizaff ne compsaf cuff ez dlehe bout vuhel.

Oll ez dleomp gouzuout, ret eo quesout outaff,
Hac ez edomp certen, ez duy don sourprenaff:
Ha ne ousomp an dez, maz dleomp finuezaff:
Dre se lies effreiz, nos ha deiz so dreizaff.

An maru so quen comun, na refus nep vnan,
Buhez quement he douc, ne fel ho diougan:
Ret eo gouzaff taol flem, quen lem digant heman,
Maz renonçer dan bet, parfet het ha ledan.