Vers 491 à 526

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

An Eff drez comps eff hael, so he rouantelez,
Heuel ouz Guercheset, galuet dan priaedez:
Hac ayez an re prest, dan fest hep muy tristez:
Ha da’n euret detry, hep fazy en dyuez.

Hac an re en ho champ, ayoa stamp ho lampou,
No deuoa en ho scol, quet ëol na golou,
Ne viont quet leset da monet entre dou,
Dan euret na’n banuez, gant an guir guerchesou.

Dre an guyr guercheset, apparaillet detry,
Pere á antreas, gant an goas hep casty:
Dan Euret, han banues, expres gant courtisy,
Gant Lampou golaouet, ornet hep artedy,

Heman eo an squient, pep hent ez ententy,
Hep quen esquem breman, dre’n reman damany:
Nep á vez á pechet, purifiet detry,
Pan deu Doe guir roe’n bet, do quemen net de ty.

Bezaff purifiet, ne galles quet cret henn,
Goude drouc diseruyg, nemet dre Pynigenn:
Ma ne vezez enhy, pan düy das dyuenn,
Nendy quet coupetant, prudant en é bandenn.

Dre an guercheset sot, ayoa diot noter,
Pere nac edoant quet, apparaillet seder:
Gante pan arriuat, ez caffat en atfer,
Hep bout nep cornn ornet, na purifiet scler.

Entent arer certen, an pechezryen en bet,
Pere pan deu maru yen, do ober sourprenet:
Da respont ho saluer, nen dynt deliberet,
Quent se en drouc buhez, pemdez ez ynt bezet.

An reman nedaint quet, me cret dan priaedez,
Ne antreo en eff, dre leff ho eneff caez:
Hoguen gant Lucifer, goude ho amseruez,
Ezaint da gouzaff poan, hep ehan en tan frez.

Vnan an poanyou bras, á quement á casti,
An anaffon daffnet, hep remet na ret sy:
Eu guelet berr amser, seder ha pridiry,
Ez gallent dellit gloar, hep glachar bet nary.