Vers 455 à 490

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Neheux da chom moment, heur pelgent na quentel
Bloaz, na syzun, na mys, da guys so peur ysel,
Ha rac se mar gruez drouc, ne vezy dyougel:
Hoguen mar gruez en mat, ezy dan gloat padel.

Nep á preder beuaff, muyhaff á guelaff sur,
Ouz squeiff en hent quentrat, hep gortos cours natur:
Ne queff cloarec na lyc, ayel oar é sygur,
Homan so comanant, dyhoant da auantur.

Euel en amser sclaç, maz dalcher en laçou,
Eznet ouz clasq ho boet, ha pesquet en roedou:
A meruel nep quement, ne soingent aguentou,
Hac ez edynt breman, da coan ouz an tan glaou.

Euel se da buhez, bet finuez á dezrou,
A deréez en bet, pepret en pechedou:
Ha ma no amantez, quent finuez da dezrou,
Goude da holl soulaç, ez miny en laçou.

Piu eu plen an heny, deffry maz studihe,
Bout ret dezaff meruell, ha chom pel ne guel se:
Ha na goar, oar nep feur, an heur nos pe beure,
Ac eff da pynigenn, en glen nen em tenhe?

Consideret pep lech, mar meru en vn pechet,
Hep ober Pynigenn, na he bout diuennet:
Ret eo sigoaz dezaff, gouzaff bezaff damnet,
Ha bout da byzhuicquen, en ancquen ha penet.

Bout gant an quyc nan bet, deceuet en bet man,
Hac ouz heul en pep stat, ho grat y ha Sathan,
Da quement ho sento, vn dro ez vezo poan:
Nedeux nemert penet, goude ho fet ledan.

Mar bezer negligant, á amant an scandal,
Lamet bech á pechet hac é holl fet detal:
Goude an negligeanç, ezaher da dançal,
Gant Lucifer certes, de pales ha de Sal.

Dan propos hon Saluer, á cont seder sclerhaff,
Vn parabol Iolis, ne fell é disprisaff:
A recit Sant Mazeu, nac out mar creff cleuaff,
Ha mazlyquy muy poan da beuaff dyanaff.