Vers 383 à 418

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Chede reuseudic foll, euyt da holl stat,
Dyt preuet da quet par, en douar á parat:
Da quyc her drez pado, deze ez vezo gloat,
Ne rencquer quen yngynn, te haz lingnn da cringnat.

Breman auis en mat, pez á tal an stadou,
En pep rout caffout gloar, ha prenaff douarou:
Gueleou pluff, cuffnez, ha pemdez trichezrou,
Euffrou euzic sygur, ha structur á muryou.

Vessel aour hac archant, plesant guysquamantou,
Lies guyn affynet, Yoa an bet ez metou:
Diuers Guynieyer, en diuers quarteriou,
Chatal, aneualet, deuet ha ronçedou.

Bugale, ha querent, en pep hent ha rentou,
Aduocadet ha cloar, dispar ha tut armou:
Merchet cazr ha Iolis, ouz heul guyz an lesyou,
Enoret gant an bet, ha priset ho fetou.

An traou man hanuet, ha quement so’n betman, 
Deze ez renonçy, nez vezo muy diboan:
Rac se beu hac euez, pan out en buhez man,
Er nafe goude stat huanat gant Sathan.

Dan propos hep quet chom, ez presec Salomon,
En Ecclesiastes, certes heruez Rayson,
Fet an bet man na ret sy, so vn abusion:
Da nep á sout outy, hac vn confusion.

Sanct Bernard den hardyz, dre nen deuoe fyzianç
En madou an bet man, nac en he contananç:
A comps rez ho bezaff, haff gouaff diauanç,
Ha da nep ho car creff, ezynt breff deceuanç.

Goulen ara certen, ouzomp plen é guenou,
Pez oarnomp á tal gloat, na pompat na stadou
Dre’n pez hac Y, ha ny, en neubet á dezyou,
Ez finissomp seder, hon amser hep guer gaou.

Dre’n traou man pepret, ez gallaff repetaff,
Nac eo fet an bet man, nemet don saouzanaff:
Dre he speç é deçeff an re he car creffaff,
Ha oar an pez so muy, ho groay da faziaff.