Vers 347 à 382

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

An reman pep amser, ouz ho consideraff,
Hac á calon parfet, pepret ho repetaff:
Lech mat hep debatiff, daz em humiliaff:
A quiffy special, ha daz em raualaff.

Ourgoillus mar dout quet, nepret dre da fetou,
Ouz guelet ez eux gloat, daz grat ha pompadou:
Bugale ha lignnez, ha pemdez tenchezou,
Ha guyn fyn é tynell, bet meruell tounellou.

Da stat so trelatet, gant ho fet en betman,
Quement aheux enhy, so vn deduy bihan:
Ha paz ve glan an bet, treux ha het ha ledan,
Ret eu dit feru meruell, ha lesel an bet man.

Quis pan ves prinç glan, oar an bet man hanuet,
Ha dalchet da bout Roue, en pep ploe auoeét.
Muyguet vn pauric fall, nez eux az holl gallout,
Er ret eo dit certen, dre’n maru yen doen penet.

Dre se nep á men quet, bezaff net dibreder,
A re quaret an bet, na prederet seder:
Mar touch re glout outy, ne vezo muy fier:
Na renc dezy bout map, ha chom en he paper.

Pan edout oar an bet, ez out pepret haetus, 
Ouz guelet da tensor, haz cosquor enorus:
Caffout arez daz graç, ez ynt aç soulaçus,
Hoguen fin an buhez, á vez peur trueçus.

Pan vezy disochet, diouz an faet an bet man, 
Nen day genet detry, pris vn vuy mar bihan:
Goude te do quaret, do miret hep puet, span,
Aour nac archant az ty, nen dahy mar bihan.

Pan ves en meas an bez, maz vezy anhezet,
Ha possibl dit crial, ouz da aneualet:
Hac ouz da madou oll, ha comps ez ves collet:
Nemete daz sicour, ayahe vn gourhet.

Ne prissent da respont, na rac da gront spontaff,
Na cleuet ouz da cry, na muy na deduyaff:
Pan ves dreyze daffnet, nec aynt daz remedaff,
Na genet é nep bot, ne carhent escodaff.