Vers 311 à 346

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Da Teaut, ha da dyou gueux, het ha treux nedeux gaou,
Daou lagat, ha goudornn, pep cornn hac arzornou:
A debro gourt sourdet, Touçeguet entre daou:
Ha stautet araint yen, á certen ez guenou.

Petra so fleriussoch, eguit quic ha crochenn,
Map den goude é maru, en beu nac eu mar guenn?
Charoignn en bet nendeux, é quichen coz cleusenn:
A ve quen yffamus, an ius é brulusquen.

Ne guellez reusedic, dre da pinuiziguez,
Bout frealset an maru so peur garu é aruez:
Traou delicius, pe á re ez usaez,
Diouz preuet douen acuyt, nerahint dit try dez.

Nac enorou an bet, chede net ho faetou,
Nez myrhont na flerihy abarz try a diziou:
Eguit hol mat an bet, ne caffes ez metou,
Bet hyziou negun, az holl compaigneunou.

Dre vez an tan en stoup, á coup eza bombanç,
Hac an fet an bet man, gant he hol contananç:
Rac se noz bezet muy, nep heny á fizyanç,
A caffout dioutaff, ouz é ansaff auanç.

En figur an traman, noman an Romanet,
Guez á voe ne voe goap, pan croéent an Papet:
Diraze tan en stoup, á veze adoubet:
Euit humilite, ez veze discuezet.

An profoet scler teirguez, á lauar hon bezaff,
Douar, douar, douar, me goar pe lauaraff:
Er douar eo an hent, han matery quentaff:
Dimp noman han danuez, peban honneux bezaff.

En eil guez aneze, euelse á leomp,
Hon guelu douar en guers, dre’n pez ma conversomp:
Voar nezaff en trauail, bet meruel ez mellomp,
Hac ez vihomp yuez, quezquent maz sinuezomp.

Chede an trede guez, ez lauar hon bezaff,
Douar bede’n nary, deffry hep fazyaff:
Er enhaff pep heny, á duy da reduyaff,
Goude vigour fournis, ha da conuertissaff.