ar Mevel bras

Sellit du-hont e-kreiz ar prad
O ge ! O ge !
Sellit du-hont e-kreiz ar prad
Sellit du-hont e-kreiz ar prad
Ti nina nina tra la la la la la !
Sellit du-hont e-kreiz ar prad
Ar mevel bras o labourat.
Deut eo ar c’houlz da droc’hañ foenn
Ar falc’h a red dre ar flourenn.
Tomm eo an heol, hag hep ehan,
Ar falc’h a red, a red buan.
Betek e c’hlin en drevad glas
C’hweziñ a ra ar mevel bras.
E falc’h dir a zo lemmet mat
A-stok e kouezh ar geot er prad.
Ar bokedoù melen ha glas
A c’hwarnis treid ar mevel bras.
Ar bokedoù melen ha ruz
A c’hwarnis e hent a bep tu.
An heol, en neñv, zo splann ha brav
Redit falc’h dir, redit atav.
Leun eo ar prad a foenn troc’het
Arc’hant d’ar mestr, boued d’al loened.
Boued d’al loened, d’ar mestr danvez,
D’ar mevel bras, enor ivez.
Enor ha joa d’ar mevel bras
Ti ha tachenn a-benn warc’hoazh.
Ar mevel bras ti a gavo
Hag ur vestrez ’dal’ ma karo.
Rak ar merc’hed a sell outañ
Pa dremenont e-bioù dezhañ.
Dre an hent kuzh pa dremenont
Ur sellig warnañ a daolont.
Mari-Jozef a zo chomet
Dre kein ar c’harzh evit sellet.
Dre kein ar c’harzh, un hanter er* [eur]
Hi a spias al labourer.
Hag en noz-se a-raok kousket
E lavaras ur chapeled.
Ur chapeled a lavaras
’Vit bezañ gwreg ar mevel bras.
Redit falc’h dir, ha redit taer,
Ho Mestr-c’hwi a vo gwerzhet ker.
Ho Mestr-c’hwi e peder farrez,
A c’hello dibab e vestrez.
Rak an holl er vro a lavar
« Job a vo un tieg hep par ! »
Va mevel eme ar Penn-ti
A zo gwellañ paotr hor bro-ni.
Kreñv a zivrec’h, a galon reizh,
Va mevel a zo enor Breizh !
ar mevel bihan