Sakramant an Nouenn

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Revue Celtique
Contenu
Texte en breton seulement
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
XII, pp. 270-279 – François-Marie Luzel a souhaité restituer l’oralité du conte, non seulement en adoptant une orthographe phonétique, que nous avons normalisée, mais aussi en respectant la redondance du propos et... l’irrégularité de la grammaire. Vous voilà prévenus !
Transcription
Sébastien Marineau

Na lârit morse eus un den a deu da vervel, hep ma ve bet ur beleg o kofes hag o nouiñ anezhañ : « Allaz ! marv eo, hep Sakramant an Nouenn ! » Rak na ouzoc’h ket se.

 

Setu amañ pezh a zo bet c’hoarvezet e parrez Botsorc’hel, e miz du deus ar bloaz 1831.

Be’añ a oa ur vatezh, anvet Jobenn Kerandour, en ur maner kozh, war-dro un hanter lev eus ar bourk, hag a vije atav re diwezhad en ofer’n veure, pa vije he zro da vonet, hag holl dud an ti a vije o lâret dezhi : « C’hwi, Godig, a ve bep tro re diwezhad en ofern veure. Ur vezh eo ho kwelet oc’h antren en iliz, ken diwezhad ha ma vec’h. »

 

« Ma ! n’eus forzh ! – a lâre enni hec’h-unan – skuizh ’on o vezañ tamallet abalamour d’an ofer’n veure, ha na vin ken re diwezhad ; gwelet a vo ! »

Ur sul ar beure, a oa he zro da vont arre d’an ofer’n veure, e tihunas e-kreiz an noz, o soñjal a oa arre re diwezhad, hag e lammas e-maez he gwele, hag a em wiskas buan, hag e-maez, hep sellet pet eur a oa, ha da vont etrezek ar bourk. Sklêr a oa al loar, ha yen an amzer. Klevet a ra ur c’hloc’h o son. « Daoust, emezi, pe son eo ? An eil, pe ar c’hentañ, me ’voar vat, rak na welan den o vont, hag a dlean be’añ re abred. » Hag a paouezas da hastañ. Neuze a tremenas daou a-bioù dezhi, ur paotr hag ur plac’h, pere ne anave’e ket. « Daoust piv ’int ? emezi ; n’ho anave’an ket, ha na int ket eus ar c’hartier. » Hag evel ma haste an daou-mañ : « Ar re-mañ ec’h a buan ; me ’voar vat eo poent hastañ. » Hag a valeas buanoc’h.

Klevet a ra adarre ur c’hloc’h o son. « Ar son diwezhañ, me ’voar vat, emezi ; met na eus forzh, na vin ket re diwezhad, hirie, rak setu-me degouezhet er bourk. »

Gwelet a rae bremañ kalz a dud o vont etrezek an iliz, hag a-raok dezhi ha war he lerc’h, hag o tont er-maez an tier, er bourk, ha na anaveze den, ar pezh a souezhe anezhi. « Petra zo kiriek – a soñje enni hec’h-unan – na anavezan den amañ ? morgousket ’on c’hoazh, me ’voar vat, pe ma daoulagad a zo troublet. » Hag a frote he daoulagad.

 

Berr ez ae an deiz, d’ar c’houlz-se ar bloaz, ha na ve ket sklêr, pa gomañs an ofer’n veure. Treuziñ a ra ar vered ha mont ’barzh an iliz. Kalz a dud a oa e-barzh, ha derc’hel a rae da dont bepred. N’ec’h a ket don en iliz ; chom a ra e-kichen ar piñsin bras dour benniget. Ar re a deue eno, da gemer dour benniget, a rae holl ur sell diouti, evel pa vijent souezhet ouzh he gwelet eno ; ha bepred na anaveze den ebet, na paotr, na plac’h. « Ma ! – a soñje – biskoazh kement all n’em eus gwelet ! Ret eo na ven ket dihun mat, me eo troublet ma daoulagad. » Hag a frote arre he daoulagad. Hag evit be’añ kalz a dud en iliz, na gleve trouz ebet, nag ar botoù-koad tachet, war bave an iliz, nag an dud o waskenniñ, evel ma ve kustum da glevet, d’ar c’houlz-se ar bloaz, en ilizoù.

 

Dont a ra ur beleg eus ar sakritiri, evit lâret an oferenn, ha na anaveze ket anezhañ, nag ivez ar c’holist a oa gantañ evit respont an oferenn. Tri beleg a oa er barrez-se. « Daoust, emezi, piv eo ar beleg estren-mañ ? Na anavezan ket anezhañ. »

Ar beleg, kent komañs e oferenn, a lâr, en em distreiñ etrezek ar bobl – Lâromp, ma breudeur ha ma c’hoarezed, ur Bater hag un Ave evit Fant An Danteg, a zo klañv-fall, prest da vervel. P’em bo lâret ma oferenn, ec’h in da gas an Aotroù Doue dezhi, hag a pedan ar re a zo amañ eus ar vreuriezh-se da dont ganin betek he zi. – Jobenn Kerandour a soñjas neuze « Penaos, Fant An Danteg, ma amezegez, a zo ken klañv-se, ha n’em eus klevet netra, nag ar re all du-mañ ? Se a zo kiriek, me ’voar vat, na eo ket deut tud ar c’hartier d’an oferenn veure. »

 

P’en doe ar beleg lâret e oferenn, e teuas e-maez an iliz, gant an Aotroù Doue, hag an holl dud a oa e-barzh a deuas war e lerc’h ; met kalz anezhe a chomas er vered, darn all a chomas er bourk, pe ec’h eas en hentoù hag er wenodennoù, a-dehoù hag a-gleiz, ha pa arruas ar beleg e ti Fant An Danteg, na oa ken nemet Jobenn Kerandour ha daou all ouzh e heul, ar re a oa bet o tigemenn anezhañ hag o kerc’hat kroaz ar marv. Ha na anaveze ket anezhe ivez, hag a soñje arre « Ma ! na ouzon ket petra eo kement-mañ ; na anavezan ket arre an daou a zo bet er bourk, o tigemenn ar beleg hag o kerc’hat ar groaz ! Ha koulskoude e tleont bezañ eus ma c’hartier !... »

Prest a oa pep tra en ti, evit degemer an Aotroù Doue ha nouiñ ar glañvourez. Pa oe aet en ti, Jobenn a eure ur sell en-dro dezhi, ha na anaveze den bepred eus ar re a oa eno, nemet ar glañvourez. Daoulinañ a eure, evit pediñ gant an hini a oa o vont da dremen. E-keit ha ma oa ar beleg o kofes hag o nouiñ anezhi, e talc’he hiniennoù da dont bepred en ti. Ur plac’h a deuas da daoulinañ war gorn he davañjer. Ober a eure ur sell diouti, hag hec’h anave’as mat Janed Al Lagadeg, da behini he devoa dalc’het ur bugel eus ar foñs badeziant, ha pehini a oa marv, tri bloaz a oa – Pa ’deus gwelet kement-se, e soñjas « Jezuz ma Doue ! pelec’h ec’h on-me amañ ? E-touez an dud varv, a gredan ! Setu amañ Janed Al Lagadeg, hag a zo marv tri bloaz a zo ! »

Ar glañvourez a varvas diouzhtu evel ma oa bet kofesaet ha nouet. Ar beleg a lâras d’ar re a oa eno penaos a oa marvet e stad ar c’hras ; ha neuze ec’h eas kuit. Jobenn Kerandour, goude be’añ pedet gant an hini a oa a baouez mervel, o vont d’ar gêr, a soñje e kement he devoa gwelet, hag a oa souezhet-bras. Pa ’em gavas er gêr, na oa savet den c’hoazh, hag a lâras :

– Petra, amañ na savo ket an dud, hirie ? Setu me distro deus an oferenn veure, hag ec’h oc’h c’hoazh en ho kweleoù !

– Petra, a lâras an ozhac’h, huñvreañ a rez-te ? Re abred eo c’hoazh evit mont d’an oferenn veure.

– Ya, re diwezhad eta, pa ec’h eo gwir ec’h on bet, ha distro.

– Kement-se na c’hall ket be’añ gwir.

– Eo, gwir a-walc’h sur, hag evit preuvenn, a lârin deoc’h ec’h eo marvet, er beure-mañ, Fant An Danteg, hag ec’h on bet betek he zi, gant ar beleg en deus kofesaet ha nouet anezhi. N’hoc’h eus klevet netra eta, pa na oa hini ac’hanoc’h oc’h asistañ anezhi da vervel, hag hi unan eus hoc’h amezeien dostañ ?

– Penaos Fant An Danteg a zo marv ?

– Ya, ha bennozh Doue war hec’h ene !

– Ma Doue ! eme ar wreg, setu aze hag a zo marvet neuze hep be’añ bet kofesaet ha sakramantet !

– O ! n’eo ket, dre c’hras Doue ! a lâras Jobenn, rak me a zo bet betek he zi, gant ar beleg en deus kofesaet ha sakramantet anezhi, hag ez ont bet souezhet na oa den eno eus he breuriezh, oc’h asistañ anezhi da vervel.

– Piv a zo bet neuze o kerc’hat ar beleg hag ar groaz ?

– Daou ha na anavezan ket anezhe, nag ivez ar beleg, ur beleg diavaez.

– Ar pezh a lârit aze, Jobenn, na dle ket bezañ gwir, ha na gredan ket a ve tremenet Fant An Danteg, pa ne eus bet den o tigemenn ac’hanomp.

– Tremenet eo, pa lâran deoc’h, gwelet a refet, hepdale, ha Doue da bardono an anaon !

– Pet eur eo ivez ? sellit an horolaj.

– An horolaj-mañ a dle be’añ aretet, a lâras Jobenn, goude be’añ sellet, rak na verk nemet teir eur.

– An horolaj a zo mat, ha na eo ket aretet, a lâras an ozhac’h ; kae da’z kwele, ha pa vo deiz, a welfomp petra eo kement-se holl.

Mont a ra Jobenn d’he gwele, souezhet-bras ; met a-boan a oa dezhi be’añ aet e-barzh, ma ’em gav breur an hini a oa tremenet da skeiñ war an nor : dav ! dav !

Piv a zo aze ? a c’houlenn an ozhac’h, eus e wele.

– Fañch An Danteg ; digorit din.

Setu, a soñjas Jobenn, en he gwele, breur Fant a deu da lâret ez eo marv e c’hoar ; bremañ a kredfont, marteze.

 

Digoret a oe an nor, hag a teuas Fañch en ti, hag a lâras :

– Me a zo deut da lâret deoc’h penaos ma c’hoar Janed a zo tremenet, en noz-mañ.

– Bet a zo ur beleg o kofes hag o sakramantiñ anezhi ?

– Allaz ! Den n’en deus gwelet anezhi o vervel.

– Neuze eta na eo bet na kofesaet na sakramantet ?

– Nann, siwazh ! Doue d’he fardono !

– Eo ! eo !  a lâras Jobenn, o klevet kement-se, eus he gwele ; kofeset ha komuniet he deus, rak me a oa eno, hag em eus gwelet. Estregedon a oa en ti, met n’em eus anavezet hini anezhe, nemet Janed Al Lagadeg.

– Petra a lârez-te ? Janed Al Lagadeg, pehini a zo marv, tri bloaz zo !

– Na eus forzh, ez oa eno asambles ganin, pa lâran deoc’h ; kement-se a zo a-berzh Doue.

– Anoñset he deus deomp marv ho c’hoar, kent evidoc’h, a lâras neuze ar wreg, ha lâret na oa hini eus an amezeien ; ret eo krediñ anezhi, hag ar pezh a zo c’hoarvezet a zo a-berzh Doue, evel ma lavar.

Person ar barrez a iñterojas Jobenn Kerandour war ar pezh he devoa gwelet ; met na voar ket hiroc’h eget ar re all war an traoù-se.

Evel-se, pa deu unan bennak da vervel, pe a vo pe na vo bet ur beleg hen asistañ, en e eur diwezhañ, na lârit ket a vo marvet hep be’añ bet kofesaet ha sakramantet. Doue, hepken, her goar.

 

Dastumet gant Fañch Thépaut, baraer, eus a barrez Botsorc’hel, genver 1890

Dastumet ha troet e galleg gant F.-M. an Uc’hel