Yezh kozh hon zadoù

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Naoned, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Piv ’lavar ez eo marv e Breizh
Spered ar re gozh hag o feiz,
Hag e kollomp hon yezh bep deiz ?

Piv ’lavar ’vezo ar Galleg
A drec’ho war ar brezhoneg,
War an derv kalet an haleg ?

Bev mat eo spered hon zadoù,
Ha keit hag ar bed e pado
Rak mui her karomp ’vit madoù.

hon gwerzioù kozh, ni o c’han c’hoazh,
Er menez, war aod ar mor glas,
’Vel hiriv, o c’hano warc’hoazh.

Keit ma vo brug e Breizh-Izel,
Hag en aod ar mor glas rec’hel,
hon yezh kozh na c’hell ket mervel.

Kaset skolaerien war ar maez,
E pep bourk, e pep tiegezh,
Evit ober brezel d’hon yezh ;

Kaer ho pezo kas skolaerien,
Paotred Breizh ’zo kalet o fenn,
Ha n’o selaoufont ket a-grenn.

Mar na droc’hit teod ar bugel,
Kerkent ha ma teu da c’henel,
’Vezo poan gollet o brezel.

Ha ma be hon beg alc’hwezhet,
Eus o bezioù, e pep bered,
Ar re gozh o sevel ’welfet ;

’Vit deskiñ d’hon bugaligoù
Komz o yezh, kanañ o gwerzioù,
Ha darempred ar pardonioù[,]

Leuskit tud Breizh, paotred Bro-C’hall,
Leuskit-e, na reont tra fall,
Troit ho spered e lec’h all.

Leuskit ganeomp hon c’hozh kizioù,
Hon ilizoù hag hon c’hroazioù,
Ha yezh ar re ’gousk ’n o bezioù.

hon c’hontadelloù ’tan an tan,
Goude al labour hag a-boan,
E-pad ar goañv, a-c’houde koan.

Leuskit ganeomp hon beleien,
’Vit lâret deomp an oferenn,
A glev pep unan penn-da-benn :

Ar pardonioù pa deu an hañv,
’Lec’h ma’z aimp holl, ha yac’h ha klañv,
Da bediñ, dañsal hag evañ.

Ar re yaouank d’ober al lez,
D’ar plac’hig koant, ar bennhêrez
’C’hoantaont d’hanter tiegezh.

M’hen tou bugale Breizh biken
Na raint dizurzh e bep tachenn,
Ha na em glemmfont ket a-grenn.

Hogen lazhañ hon yezh karet,
’Vit-se, tud Gall, na refet ket,
N’ho pezo ’met amzer gollet.

’Vel ar bleuñv balan er parkoù,
En douar Breizh ’sav ilizoù,
Kroazoù-maen, sonioù ha gwerzioù.