daskor - facebook  daskor - css

Daskor

War ar maez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Em c’hoazez war ar geot, dindan ur gistinenn,
Tost d’ur c’hleuz goloet a vleuñv balan melen,
E sellen a bep eil an oabl hag an douar...
Rak an heol ez oa sklêr, hag an avel klouar.

Ma lavaren ’vel-henn : « Bravañ ma’z eo bevañ
War ar maez, e miz Mae ! — Dre holl ’weler bremañ,
Er c’hoadoù, er pradoù, delioù glas ha bleunioù,
Ha dre-holl zo c’hwezh-vat, er parkoù, en hentoù.

Ar goukou, ar gudon hag ar voualc’h beg melen
A gan a bep tu din — betek a-us da’m fenn
Zo ur piñsin bihan, ken koantik, ken seder !...
’Vel ma sav bet’ an oabl mouezh skiltr an alc’hweder !

Du-hont, pell, e klevan, ’barzh ar prad, o vlejal
Un tarv, ha pelloc’h, ur marc’h o c’hourrizal...
Met a belec’h e teu kement-mañ a c’hwezh-vat ?
N’eo ket ar bod burlu ’zo aze eus ma zroad.

Nann, pa droan ma fenn, e welan du-hont, pell,
Er park, ur bod spern-gwenn : ac’hane an avel
’Degas ar c’hwezh amañ. — Setu e Plouared
Ur vadeziant o son ! — Kleier ma bro, sonit* ;    [sonet] 

Sonit, ha grit d’anaout da bep hini er vro
Ez eo un aelig gwenn war hon douar distro !
Ar c’hleier ’son laouen — met ar bugel a ouel.
Lavar, petra eo dit gouelañ ’vel-se, bugel ?

Da dad zo ken laouen, hag an deiz zo ken kaer !
Penn-da-benn war da hent eostig hag alc’hweder
A gane ken koantik ! — Er c’harzh hag er parkoù,
Ez oa kan, ha c’hwezh-vat dre-holl gant ar bleunioù.

Ha keuz az pe, mabig, da vout deut war ar bed ?
Ar bugal na lâr ger, nemet gouelañ bepred :
Hag ar c’hleier a son, hag ar beleg a gan :
Te Deum Laudamus !... d’en abed* na ra van !    [daeroù ?] 

Petra ’ta zo kiriek ma oueler o c’henel ?
Ma oueler er vuhez, ma oueler o vervel ?
Bugelig, lavar din, te her goar, marteze :
O ! lavar, bugelig, petra eo kement-se.

Marteze... » Met pelec’h ’ya ’r marc’h pennfollet-mañ,
E voueñ holl en avel, hag e lost reut gantañ ?
— Redek ’ra, gourrizal, savet gantañ e benn,
E zaoulagad ’lugern, ken ruz ha div c’hlaouenn !

Setu eñ dreist ar c’hleuz lamet ’barzh ar park bras !
Eno zo ur gazeg yaouank war ar geot glas...
— E traoñ ar prad, du-hont, e-touez ar gwern, klevit    [klevet] 
’Vel kan an durzhunell, damdostik d’an dour-red.

Met an heol a diskenn du-hont a-drek ar roz,
Kleier ar C’hozh-Varc’had ’glevan ’son ar glaz-noz,
Pierrig ar paotr-saout a dastum e loened,
’N em strakal e skourjez ; d’ar gêr eo koulz monet.

Setu ’vel ’tremenan ma devezhioù amañ
— Ul levr ganin ’n em dorn — met hep sellet ennañ ;
Ez an eus park e park, eus favenn da dervenn,
Pe ’n kreiz ar geot uhel, ar bleunioù ’us da’m fenn !