Son

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Naoned, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Tri aval ruz, tri avalig
Am eus, hag a zo ken koantik !
Hag an neb am c’haro raktal,
’Roin dezhañ ma zri aval.

Ma avaloù a zo ken flour !
Eus o gwelet hepken an dour
’Deu e genoù ar baotred koant,
Hag holl e varvont gant ar c’hoant !

Gab Rozmad ha Laouig Gwilhoù,
A garfe kaout ma avaloù ;
Hogen unan zo kemener,
Hag egile ur mesaer.

An holl a lavar ez on koant,
Ha koantiri a dalv arc’hant :
Me a fell din kaout ur mabig
Eus a di mat, ha pinvidik.

Pa oan o kanañ war al lenn,
Un evnig ’lâras ’us da’m penn :
– Hoc’h avaloù ’weñvo, merc’hig,
O roit buan da Laouig !

Kenavo da’m zri avalig,
Ken flour, ken ruz ha ken koantik !
Da Laouig o c’hasan raktal,
Hennezh ’debro ma zri aval !

Tri aval ruz, tri avalig
Am eus, hag a zo ken koantik !
Hag an neb am c’haro raktal,
’Roin dezhañ ma zri aval.