daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ur Son kloareg

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Pa oan o studiañ er gêr a Landreger,
Ez oa degaset din lizher da vont d’ar gêr,
Da vont d’ar gêr buan, ma karjen gwelet c’hoazh
Ma dous, ma c’harantez, Jenovefa Kerloaz.

Ma karjen gwelet c’hoazh, ur wech a-raok mervel,
Jenovefa paour d’an Neñv prest da nijel.
Doue, pebezh keloù ! pa glevis kement-mañ,
Ma c’halonig ’semplas, setu me da ouelañ.

Me o pakañ neuze ma levrioù tri-ha-tri,
Re latin ha galleg, ma c’haieroù studiñ,
Ha kerkent ’vont en hent, etrezek Plouared,
’Lec’h ma oa ma dous koant gant ar c’hleñved dalc’het.

Trist ’oan ’vel ar Marv -- pebezh da galonad !
War an hent e ruilhe daeroù ma daoulagad.
« Ha penaos goude-se bevañ war ar bed-mañ,
Mard eo marv ma Jeno, an hini a garan ! »

War-dro an abardaez, pa oan war an hent bras,
’N Tal chapel Sant Erwan, me klevet son ar glaz !
Ma c’horf holl a grenas neuze, ’vel un delienn,
Pa c’hwezh an avel-norzh er fav pe en dervenn.

Ma Doue, ma Salver, na petra a glevan ?
Ar son-se a laka ma c’halon da rannañ.
Mard eo Jenovefa ma dous koant ’zo marvet,
Me na vin ket ivez pell goude war ar bed.

« – Na lavarit-c’hwi din, plac’h yaouak, me ho ped,
Da biv e soner glaz, ha piv zo tremenet ? »
« – Jenovefa Kerloaz, allaz ! koantañ plac’hig
’Oa er vro, zo marvet gant koun d’he c’hloaregig ! »

Ha ma semplis kerkent ar gomz-se d’an douar,
Beuzet ’barzh ma daeroù hag ivez ma glac’har :
Ar plac’hig ma savas, hag a lavaras din ;
« Kloareg, youl Doue eo, ar gwellañ ’ve pediñ !

’Vel ar steredenn gaer a luc’h en hanternoz,
Emañ-hi e liorzh Doue, er baradoz ;
Kloareg, na ouelit ket, pa varvfet en douar,
Goulennet mont ganti, dreist an heol hag al loar ! »

Ma kleven an evned ’barzh ar gwez, ’us da’m fenn,
Dre ma’z aen gant an hent, o lavaret ’vel-henn :
« Kaerañ rozenn ez oa tro-war-dro er vro-mañ
A zo bet kuntuilhet ; gant Doue ’mañ bremañ ! »

Pa arruis e toull ar porzh, e Keralsi,
A welis ar c’horf paour douget e-maez an ti :
War ur penn an arched ez oa ur garlantez
A vleunioù ar parkoù, spern-gwenn, brug ha bleuñv-laezh.

War an hent ’gas d’ar bourk ’kane ar veleien,
Ha me ’heuilhe ivez dre ’r parkoù penn-da-benn :
An daeroù a strinke stank eus ma daoulagad,
An drez a diroge ma zreid ha ma dilhad.

E-pad an oferen, pa oa ’r c’horf en iliz,
E penn an aoter vras, ’vit pediñ, ’taoulinis ;
E penn an aoter vras ez on bet daoulinet,
Ha war ma dousig koant gwalc’h kalon ’meus gouelet.

Ha pa oa en douar he c’horf paour diskennet,
Betek an hanternoz war ar bez ’on chomet,
’On chomet war he bez, da bediñ, da ouelañ,
Ma c’hoantaen he heuilh ha mont eus ar bed-mañ.

Hag am eus goulennet neuze digant Doue
M’he gweljen c’hoazh ur wech, ’vel pa oa e buhez,
M’he gweljen c’hoazh ur wech ha ma komzje ouzhin,
Heb-se, o ma Jezuz, gant glac’har e varvin !

Na pa oan o retorn d’ar gêr eus ar vered,
Ar marv ’n em c’halon, ur skeud am eus gwelet ;
A welis ur skeud kaer, ’vel ma saven ar roz,
Ha damdostik d’ar stêr, war-dro an hanternoz.

Hag e sklêrijenne ’vel an heol benniget,
’Barzh an nevez-amzer, o parañ war ar bed :
Evel Jenovefa oa gwisket holl e gwenn,
Hag e c’hoarzhe ouzhin, hag e lâras ’vel-henn :

« Tavit, ma dous Kloareg, tavit, na ouelit ket,
Me zo bet gant Doue lamet diwar ar bed
Evit hon mad hon daou, ma vefet beleget,
Ha ’barzh ar baradoz ma c’hellfomp ’n em welet. »

Neuze ’pignas d’an Neñv, ken kaer hag ar stered,
Ha ma c’halonig paour kerkent oe frealzet.
Youl Doue da* vo graet, dre-holl ’mañ he lagad,    [ra ?] 
Ar pezh ’deu da ober, ’vidomp ’dle bezañ mat !

Me zo bremañ Person e parroz Plouared ;
War vez Jenovefa ’lec’h ma’z eo douaret,
Am eus hadet roz ruz hag ivez lili gwenn,
Hag eno am gweler alies e pedenn.

C’hwezh-vat zo gant ar roz, kaer eo al lili gwenn,
’Us d’he bez an eostig a gan en ivinenn ;
Hag e gan zo ken kaer ma seblant din, bep noz,
Klevet mouezh an aelez a gan er baradoz !