daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Soazig

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    da’m mignon
        Yann Dargent

E miz mae, pa vez an heol sklêr,
Pa gan ar voualc’h, an alc’hweder,
E savas Soazig mintin mat,
Ha buan ’wiskas he dilhad.

Koef lien war he blev melen,
Brozhig marellet, loeroù gwenn :
Ha da redek dre ar parkoù,
Da guntuilh a bep tu bleunioù.

Skañv ha laouen, glebiet he brozh,
E-mesk ar geot, gant ar glizh-noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
Doue, koantañ m’oa ar plac’hig !

Ar c’helien-aour, ar melvennoù*,    [balafennoù] 
Kenkoulz hag an evnedigoù,
A darnije a-us d’he fenn,
Pep hini gant he ganaouenn.

Ma lavarent dezhi : « Demat !
Demat, plac’hig ken skañv a droad !
’Vidout eo ken kaer ar bleunioù,
’Vidout e kanomp hon sonioù ! »

Hag an heol-sav, eus he gwelet
Ken koant, ken koant, oa souezhet,
Ha mezhus, me ’gred, un tammig,
O vout trec’het gant ur plac’hig !

Skañv ha laouen, glebiet he brozh,
E-mesk ar geot, gant ar glizh-noz,
O ! m’ho pije gwelet Soazig !
Doue, koantañ m’oa ar plac’hig !