daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ar Prad falc’het

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Setu falc’het ar prad ! — Dec’h, pa’z on tremenet,
Oa plijadur ’gwelet, ’n touez ar geod, ar bleunioù,
Ken sart o daoulagad, ken pinvidik livet ;
Ha selaou ar skrilhed ’kanañ dezho sonioù !

A bep ment, oa eno, hag ivez a bep liv,
Re c’hlas ha re velen, ha re ruz ha re wenn,
Hag holl ez oant laouen, goude ar gwall deizioù,
Ha ken koantik ’savent, pa dremenen, o fenn !

Melvennoù kaer Doue, ha c’hwiled alaouret,
Ha kelien ruz ha glas a rae dezhe al lez ;
An heol ’c’hoarzhe oute, an heol kaer benniget,
Hag an evned ’gane tro-dro e-barzh ar gwez.

Allaz ! er mintin-mañ ur falc’her diremed
A deuas gant e falc’h, hag hep keuz ha truez,
An den fall digalon holl en deus o falc’het !
A ! ma c’halon zo leun eus a dristidigezh !

Me ’oar ur falc’her all, e anv ar Marv,
Hag a falc’h ’n touez an dud, a had dre-holl glac’har ;
Kozh ha yaouank, un deiz, holl, holl hon diskaro !
N’am eus nep aon outañ, gallout ’ra dont, ma kar !