daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Mona

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

 

War lez ar stêr, he zreid en dour,
Azezet war ar c’hlazenn flour,
Un abardaez, Mona Daoulaz
Oa er prad, dindan ar gwern glas.

Truezus, ha stouet he fenn,
Oa ar plac’hig, gant hec’h anken ;
An daeroù eus he daoulagad
’Steredenne war geot ar prad.

War ar skourr un evnig bihan
’Lavaras neuze, dre e gan :
« ’N strafuilhit ket an dour, plac’hig,
Er giz-se, gant ho taou droadig ;

Rak n’hellin mui gwelet ma skeud,
Na stered an oabl kennebeut :
Selaouit pedenn an evnig,
’N strafuilhit ket an dour, merc’hig ! »

Monig a lavaras neuze
D’an evn a gomze er stumm-se :
« N’az pez doan, an dour strafuilhet,
Hep dale pell, ’ve sklêr ha naet ;

Met, siwazh ! en deiz ma teuis
El lec’h-mañ gant Yannig Kariz,
An hini am eus re garet,
A ! neuze ez oa dit lâret :

O ! na strafuilhit ket, Yannig,
Kalon hag ene ar plac’hig,
Na vint ken glan, na skeudennint ket
Ar stered, an heol benniget ! »