daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ar Mederien

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

   da varzh Sant Lorañs,
        an Ao. Kemar
 
— Gwaskomp, paotred, gwaskomp ! e penn an erv Fantig
’Gerc’ho ur piched chistr ! — Start, Erwan ha Gabig !
— Gwellañ da Vederien ! — Gleb-dour ’int gant ar c’hwez !
War o lerc’h an irvi ’n em c’holo a dañvouez !

’Vel-se ’komze un deiz Laou gozh ’e vevelien,
En ur parkad gwinizh, ’n e sav war ar wrimenn.
Neuze ’plije gwelet ar falz o vont en-dro,
Ha war an erv ken stank ’kouezhañ an ed darev !

Ar skrilhed a gane a bep tu o sonioù,
Hag an evned bihan, er gwez, ’mesk an delioù :
Hag an heol oa ken tomm ! ha gant ar c’hwezh treuzet,
O rochedoù kanab war o c’hein oa peget.

Nep ger na lavarent. Fañch vras ez oa er penn,
Ha distaolet gantañ ha botoù ha chupenn ;
Fañch vras, gwellañ mevel ez oa neblec’h er vro ;
Na vije ket kavet e bar dek lev tro-dro.

Goude Fañch vras ’teue kerkent Erwann ar Meur,
Ha war e lerc’h, Yannig an Taleg hag e vreur,
Paotred vat ’barzh ur park, pe gant trañch pe gant falz,
Labourerien kalet, ’vel ma’z eo ’n hon bro kalz.

Un tammig war o lerc’h Efflamm Kerborio
’Boanie start, ’n e gichen Fantig Kerlohio.
Allaz ar plac’hig paour n’hellje heuilh birviken
Mar na raje Efflamm an hanter e lodenn.

Ha ma luc’he an heol, ma kane an evned,
Hag ar falz, ’vel un naer, ’ruze e-mesk an ed,
Hag ar gwinizh troc’het, ken pounner, ken melen,
’C’holoe an irvi, war o lerc’h, penn-da-benn.

Emaint e penn ar park ! Setu ’tont ar vatezh,
Ha war he fenn ganti laezh kaoulet ha krampouezh.
A ! gwellañ ma kavfont bremaik o merenn,
’N o c’hoazez war ar geot, e skeud ur c’hozh dervenn !

Ur c’hornaded butun ’vezo graet goude-se,
Ul lommig gwin-ardant ’vo ivez, marteze.
Holl o gwellfet laouen, hag hep damant d’o foan ;
Ha d’al labour kerkent, betek ma vo koulz koan !

Labourerien ma bro, Mederien kalonek,
Pere a bed Doue bemdez e brezhoneg,
Warc’hoazh emañ ar sul : goude an oferenn
Er pardon e tañsfet, lammfet war ar c’hlazenn ;

Ha pa guzho an heol, e teufet holl d’ar gêr,
O c’hoarzhin, o kanañ, laouen ha dibreder.
Efflamm a breno kraou-amandez da Fantig,
Hag Erwann ha Yannig ’ambrougo o dousig.

Ha d’al lun ’labourfet arre, hep keuz na klemm,
Mar be mat ar c’hrampouezh, ha mar be o falz lemm ;
Ha ’vel-se, ’arrufet ken brav gant ar Marv,
Hep keuz ebet, na spont, ’degouezho pa garo !

    E Plouared, miz eost 1864