daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Marc’harid an nezerez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    I

War gwenodenn ar bourk, bemdez, pa dremenan,
E welan ur plac’hig war he c’harr o nezañ,
Ur plac’hig koant ha fur, lagad du, blev melon*,    [melen] 
Hag en he zi balan ken seder he c’halon !

Atav war dreuz he dor e kan ’vel un eostig,
Ur son nevez bennak, ur werz kozh, ur c’hantik,
Hag o kanañ sonioù ha gwerzioù kozh ar vro,
He dornig skañv ken brav a gas he c’harr en-dro !

En deiz all ’n em guzhis ’vit selaou ar plac’hig,
A-drek ur vodenn c’hlas, ’zo ’n kichen he c’hêrig,
Ha setu ar sonig a gane he mouezh sklêr,
’Vel ul laouenanig, pe ’vel un alc’hweder.

    II

« Ma c’harr, ma gwerzhid, ma c’hegel,
Ha ma neud lin war ma c’hanell,
Gantez* ’ouzon gounit bara,    [sic] 
’Vit-se o c’haran dreist pep tra.

Dreist pep tra, goude ma mammig,
Ma mammig paour ha ma zadig,
Ha goude hon Salver Jezuz
Hag ar Werc’hez madelezhus.

Ma c’harr, te a ro din dilhad,
Enep ar goañv kriz ha divat,
Hag er marc’had me ’werzh ma neud,
Ha, d’ober krampouezh, a bren bleud.

Me ’breno c’hoazh gant ma c’harrig
Ur c’hog ruz hag ur boulezig,
Ha marteze un oanig gwenn,
Kerkoulz ha Soazig Liboudenn.

Neuzomp ’ta, neuzomp kalonek,
Kerat ez an neud, daou wenneg
Al lur, er marc’had diwezhañ...
An heol n’eo ket prest da guzhañ.

Foenerien zo du-hont er prad,
Treuzet gant ar c’hwezh o dilhad...
Gwelloc’h, gwelloc’h kalz eo bezañ
War dreuzoù ma dor o neuzañ !

Dre-holl a zo bremañ bleunioù,
’Barzh ar parkoù, war ar c’hleuzioù ;
Bleuñv balan, spern-gwenn ha burlu,
’Welan en-dro din, a bep tu.

An evned a gan ’us da’m fenn,
Er wezenn fav hag en dervenn,
Ha pelloc’h du-hont ar goukou,
Hag an durzhunell, er c’hoadoù.

Eus o c’hlevet, ha tost ha pell,
Me ’gan ivez a vouezh uhel,
Hag al lin diwar ma c’hegel
Ez a en neud war ma c’hanell.

Met kuzhet ez an heol, me ’gred,
Ha war ma c’harr ez on bepred :
Bara segal, laezh ha krampouezh,
Ha setu koan an nezerez !

Re all zo a debr bara gwenn,
A debr kig berv, ev chistr melenn,
An dud pinvidik ar re-se,
N’int ket eürusoc’h, marteze.

Lies o gwelan o tremen,
Dibaot ez o gwelet laouen,
Atav zo un dra o nec’hañ,
N’o c’hlevan morse o kanañ.

Me c’houlenn eus Salver ar bed
’C’h heuilh e c’hourc’hemennoù  bepred,
’N c’houlennan ken pinvidigezh,
Bevañ ha mervel nezerez.

Ma c’harr, ma gwerzhid, ma c’hegel,
Ha ma neud lin war ma c’hanell,
Gantez* ’ouzon gounit bara,    [sic] 
’Vit-se o c’haran dreist pep tra ! »