daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Kerez Sant Per

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    da varzh Roc’h-Allaz,
        Rankou

D’ar c’houlz m’oa hon Salver c’hoazh nebeud an’vezet,
Ma’z ae dre an hentoù war droad, e pep amzer,
En un ober ar vad, gant e Abostoled,
Un deiz en em gave tost da ur gêr dister.

Bezañ oa tro kreisteiz : an heol oa lugernus,
Ha neblec’h un disheol, neblec’h ul lommig dour !
Ma welas an Aotroù, ar Mestr hollgalloudus,
Un houarn marc’h er poultr, kozh, ha torret, ha flour.

Ma lavaras da Ber : « Sav din an houarn-se ! »
Per na rez van ebet, mui evit ur bouzar :
E spered oa troet gant traoù all d’ar c’houlz-se,
Ha na deurvezjeket ’n em blegañ d’an douar.

Petra ’huñvree Per ? — Rouantelezh ar bed !
Ya, an Abostol bras a glaske en e benn
Ar gwellañ renadur : huñvreoù kaer-meurbet !
Komz eus un houarn marc’h, disterañ kavadenn !

Ur gurunenn avat !... Neuze c’hoazh marteze...
Met ’vit un houarn marc’h, n’dalveze ket ar boan.
Ma tremenas eta, pe glevas ar gomz-se,
Hep sellet eus un dra ken dister ha ken moan.

An Aotroù, war e lerc’h, a deurvezas plegañ,
’Vit dastum an houarn, hep lavaret netra...
Neuze, pa degouezhjont da vont er gêr vihan,
E werzhas anezhañ, ’barzh ar c’houel gentañ.

Tri diner her gwerzhas. — O tremen ar marc’had,
E welas kerez kaer ; ma oant ken flour eno,
Ken ruz, ma lakaent seder an daoulagad ;
Eus o gwelet, hepken, ’teue ’n dour er genoù !

An Aotroù a brenas kerez ’vit tri diner,
Hag, hep lâret netra, en e vañch o lakaas.
— ’Barzh un nebeud goude, setu int ’maez ar gêr,
Hag en hent adarre, pell dezhe d’ober c’hoazh.

An heol oa tomm bepred, neblec’h ur vodenn flour,
Kennebeut ur bod glas — ’met poultr, ha poultr bepred !
Ken en dije roet Per ’vit ul lommig dour :
Ma oant holl poaniet-bras gant tommder ha sec’hed.

An Aotroù ’yae a-raok. — Hep ober van, ’laoskas
Ur gerezenn d’an traoñ. Per ’lammas war ar frouezh
Kerkent, e-barzh ar poultr, ha buan e lonkas,
Ha ma lavare c’hoazh : « Gwellañ tra eo kerez ! »

’Barzh ur pennad goude, ’kouezh ur gerezenn all :
Setu Per da blegañ ’vit e dizhout arre.
— Un all ! un all ! un all ! ha re vat, ha re fall...
P’en doe pleget kant gwech, an Aotroù ’lavare :

N’out ket skuizh c’hoazh, Per baour ? Ma karjes bout pleget
ur wech, ’barzh ar c’houlz vat, ’vit an dra bout dister,
’Vit kalz disteroc’h c’hoazh n’az bije ket renket
’Vel-se plegañ kant gwech, ha ken bras poan kemer !

***

Setu ur gentel vat aze ’vit pep hini.
— War ar maez ’vel e kêr, tudoù a bep seurt stad,
Re binvidik, re baour, yaouankiz ha kozhni,
M’ho ped, e selaouit, ’vit an holl ez eo mat !