daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Janedig koant

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an Ao. Troude,
        reizher yezh Breizh

En hañv, da viz Even, pa ve koulz ar falc’her
Da falc’hat ar pradoù, pa gan an alc’hweder,
Ar goulm, an durzhunell, pa ve leun ar parkoù
A ed glas, a velchon, a c’hwezh-vat an hentoù ;

Pa luc’h an heol en oabl, pa ra pep evn e neizh,
Er c’harzh pe er wezenn, ul lun, da abardaez,
Janedig koant ’lâre da Ivona Rosmat,
Pa oant o c’horo ’r saout, o div, e korn ar prad :

« – Bezit drouk, bezit mat gant an neb a garo,
Na ran nemeur a forzh, me ’lâr hag a lâro,
Er bloaz-mañ ’timezin ! – » — Tortet gant ar gozhni,
Hag ar boan, Gaodig kozh neuze ’lâras dezhi :

« – C’hwi ’vat a zo klasket dreist an holl, Janedig,
Gant tud yaouank ar vro ! met diwallit, merc’hig,
Rak c’hoazh ’oc’h yaouankik ; dibabit din bepred
Ur penntiegezh mat, gant parkoù ha loened.

Yannig al Lagadeg zo ur paotr stummet mat,
Nerzhus ha kalonek, koulz ’vel ma’z eo e dad ;
Na ev ha na c’hoari ; hennezh zo den a benn,
Leun e solier a ed, hag e graou a oc’hen.

An holl er vro her goar, e dud zo pinvidik,
Ha ma karit selaou, ’lârin deoc’h poulezig :
Hep madoù, peurvuiañ, ’ve berr ar garantez !
Diwezhatoc’h ’welfet ha me ’lâr gwirionez. – »

« – Yannig al Lagadeg ! ur genaoueg ’vel-se !
Ha da betra ’dalvfe din-me bout koant neuze ?
Kement ’kar e gezeg, e saout, ar paotr Yannig,
Na gavfe ket amzer da’m c’harout un tammig !

Komzit din eus Jobig, a vilin ar stank vras,
Gant e vlev melen-aour, hag e daoulagad glas !
’Vit ur ger mat eus eñ*, pe ’vit ur serr-lagad,    [sic] 
Me a rofe kant gwech Yannig hag e holl vad ! – »

« – O ! plac’hig he fenn skañv ! diwallit, an amzer
Zo kriz ha didruez, hag a diskar emberr
Karantez yaouankiz ; ha goude, alies,
Na chom ’met paourentez, anken ha dienez ! – »

« – Lavarit din, mamm gozh, petra ’rin gant arc’hant
Keit ha ma vin karet, ha yaouank-flamm ha koant ?
Prenañ kezeg ha saout, dastum ur yalc’had aour ?
A ! gwell eo karantez, pa dlefen bezañ paour ! – »

Dimezet eo bremañ, Janedig d’he Jobig,
Ha pell amzer a zo eo tremenet Gaodig :
Bennozh Doue gantez*, ha kozoù ar wrac’h kozh    [sic] 
Ra ’deuint ket d’ankeniañ spered Janed en noz !