daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Ivona Kerizel

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

E Kerizel zo ur plac’hig,
Hec’h anv Mona, pe Monig :
Er vro na gavfet ket he far ;
A-greiz ma c’halon me he c’har.

N’en deus ket er bed a gomzoù,
’Brazh e nep yezh, nag a sonioù,
Evit lâret, hervez ma c’hoant,
Pegement ez eo fur ha koant.

Kaeroc’h eo ’vit an heol, pa bar,
Eus ar mintin war an douar,
Ha freskoc’h ivez ’vit ar roz,
Pa ve glebiet gant ar glizh-noz.

He c’horf zo ken mistr ha ken moan !
Ha ’vel al lili ez a glan ;
Ken bihan, ken skañv eo he zroad,
Ken lemm ha ken glas he lagad !

Heñvel ez eo eus un oanig,
A lamm e-kichen e vammig,
Da viz mae, e-touez ar bleunioù
Hag ar raden, ’barzh ar pradoù.

He blev a zo hir ha melen,
Hag he c’halonig ken laouen !
He zal a zo un hanter loar ;
D’an Aelez, me ’gred, ez eo c’hoar.

He sell zo tomm ha birvidik,
He mouezh ’vel hini an eostig,
Pa gan, en noz, ’kichen he neizh,
Er gwez uhel, e koadoù Breizh.

He divjod a zo ruz ha gwenn,
He muzelloù, div gerezenn,
Ken fresk, ken koantik ha ken flour,
Ma teu en hon genoù an dour !

He dent a zo ’vel ur bagad
Oanigoù gwnn e-barzh ar prad,
Ha gant hec’h alan zo c’hwezh-vat,
’Vel ar gwezvoud, pe ’r spern, er c’hoad.

O ! bravañ ma’z eo da welet,
D’ar sulioù, pa ve kempennet,
Ur c’hoef dantelezh war he fenn,
Ur groazig arc’hant ’n he c’herc’henn !

Brozh mezher, botoù rubanet,
Hag un davañjer marellet,
Hag hi ken sart, ken skañv a droad,
Ken sklêr ha ken lemm he lagad !

Nann, en holl barrozioù en-dro,
N’en deus ket un all ’barzh ar vro,
Ken koant ha ken fur ha Monig,
Monig Kerizel, ma dousig.

Setu me ugent vloaz hoalet* ;    [oadet ?]
Da vloaz e tenin d’ar bilhed ;
O ! ra blijo gant ma Doue
Na vin ket soudard d’ar Roue !

Ar Person kozh hon badezas
Neuze ’vat hon euredo c’hoazh,
Dirak Doue hag ar Werc’hez,
Ha Sent hon bro hag an Aelez !