daskor - facebook  daskor - css

Daskor

an Itron Varia Sant Kare

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    da varzh an Itron Varia Rumengol
        Yann-Per-Mari Ar Skourr

    war don Ar roue Gralon :
        Petra zo nevez e Kêr-Is

    I

Yannig Kerlann oa ur paotr mat,
Uhel e benn, glas e lagad,
Ruz e zivjod, e vlev melen,
A gane gae ur ganaouenn.

Er pardonioù, leurioù nevez,
Merc’hed Plouared, Plounevez,
Holl hen kavent ha kreñv ha koant,
Hag holl o devoa dezhañ c’hoant.

Allaz ! neb a welfe bremañ
Yannig paour, war e wele klañv,
Treut ha dinerzh ha drouk-livet,
Allaz ! n’hen anavefe ket !

    II

Ar vammig paour a lavare
D’he mab, ’n deiz pardon Sant Kare ;
« – Yannig, Yannig, ma mabig kaezh,
Sav un tamm ha deomp e-maez.

Sell, ma mab, sell kaerañ amzer !
’Vel m’eo an heol benniget sklêr !
N’glevez ket an evnedigoù ?
Dre-holl zo bleunioù er parkoù ! »

« – Ma foan a zo ken bras, ma mamm,
Ken na glevan, na welan tamm,
Sklêrijenn an heol benniget,
Na kennebeut kan an evned !

Ma soñj zo gant Marc’haridig :
Marv eo allaz ! -- Ma c’halonig
A zo rannet gant an anken,
Ha na vezo ken yac’h biken ! »

« – Sav, ma mabig, Doue zo bras,
’Degaso dit ar yec’hed c’hoazh :
Hiriv ’mañ pardon Sant Kare,
Ar Werc’hez az rento pare.

Deomp ’ta da bediñ ar Werc’hez,
Leun a c’halloud, a vadelezh,
Hounnezh ’yac’hao da galon,
’Vit an droug da vout bras ha don ! »

    III

E-barzh an tour ’vrall ar c’hleier :
Nag a groaz aour, nag a vannier*    [vanniel] 
A luc’h en heol, ’nij en avel,
Nag a bobl, deredet a bell !

Peseurt bleunioù, ha ruz, ha gwenn,
’Daoler dirak ar veleien ;
Ha kanoù, ha bugaligoù
Gwisket e gwenn, ’n o dorn gouloù.

Jezuz, kaerañ prosesion,
En-dro da Iliz hon Itron !
War-lerc’h ar vamm baour hag ha mab,
Gant an daeroù ’n o daoulagad.

Hag e pedont hag e kanont,
Hag a greiz-kalon e lâront :
« Mari, karget a vadelezh,
Bezit truez ouzhimp, Gwerc’hez ! »

    IV

Ar Werc’hez sakr a Sant Kare
Hiriv ’vat, deus ober arre !
Gwisket zo dezhi sae seiz-gwenn,
Ur garlantez zo war he fenn.

Hag a bep korn a Vreizh-Izel,
Ha deus a dost ha deus a bell,
Ar re glañv, ar re mac’hagnet,
’N deiz he fardon, ’deu d’he gwelet.

Holl ’ouestlont dezhi kalonoù
Rannet gant glac’har, pe dornoù
Pe dreid koar gwenn, holl gouliet,
Pep hini hervez e gleñved.

Neb a ouestl troad pe galon goar,
A wel prestik goude, hep mar,
Yac’h e galon ha yac’h e droad,
D’an holl e ro yec’hed timat.

Kalz ’deuas eno gant flac’hioù,
’Weler bremañ er gourenoù,
Pe o tañsal ’barzh ar pardon,
Kerkent ’teu ar vombard da son.

Ar vamm ’gemer ur gouloù koar,
Gwenn ’vel an erc’h war an douar,
Hag eñ gwask e stumm d’ur galon,
Dirak imaj sakr an itron.

Reiñ a ra ’nezhañ d’he mabig,
Hag e lavar : « Dalit, Yannig,
It, da Vamm Doue her gouestlit,
Prest goude yac’h en em gavfet. »

Yannig ’gemer ar galon goar,
Her gouestl d’ar Werc’hez, hag e lâr :
« Gwerc’hez Vari, c’hwi zo ken glan,
Me ’fell din lâret deoc’h ma foan :

’Deiz pardon Sant Per e welis,
Dirak ar Sant, en e iliz,
Marc’haridig... ’Vel ma oa kaer !
Ha me n’oan ’met ur mesaer !

Gwerc’hez Vari, Mamm druezus,
Mamm da Doue hollgalloudus,
Noz ha deiz, keit ’vezin er bed,
Me ’vo klevet o lavaret :

Gloar ha meuleudi d’ar Werc’hez,
Leun a druez, a vadelezh ;
Kanomp holl d’ar Werc’hez Vari :
Gloar, karantez ha meuleudi ! »

    V

Ar mab hag ar vamm zo kousket
’N un ti bihan ha paour-meurbet :
Setu ma teu tre ’barzh an ti
Mamm Doue, ar Werc’hez Vari.

Hep ober nep trouz ha sioulik,
’Lak he dorn war galon Yannig,
Mousc’hoarzhin ’ta ivez outañ :
Mont ’ra kuit, goude kement-mañ.

Diouzh ar mintin pa dihunas
Ar vamm, oa marv he mab, allaz !
An heol-sav a garge an ti,
Ma seblante c’hoarzhin outi.

En em strinkañ ’ra d’an douar
War he daoulin, hag e lavar :
« Meuleudi d’ar Werc’hez Vari,
A yac’ha pep poan ha gouli !

Gloar da Vari e pep amzer,
P’he deus yac’haet ma mab ker !
Ma mab Yannig a zo  bremañ
Gant aelez Doue o kanañ ! »