daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Eus holl vroioù ar bed

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Eus holl vroioù ar bed, Breizh-Izel da gentañ !
N’he deus arc’hant nag aour, met se na ra netra :
Eno ’mañ ’r baotred vat, ar merc’hed a enor,
Ar feiz er c’halonoù, ha tro-a-dro ar mor.

Eus holl yezhoù ar bed, n’en deus ket a garan
’Vel hini Breizh-Izel, hennezh eo ar c’haerañ ;
N’en deus hini er bed a ve ivez ken kozh,
A-dalek ar sav-heol, betek an hanternoz.

Eus holl blac’hed ar bed, da gentañ hini Breizh !
Hounnezh zo un teñzor a furnezh hag a feiz ;
Bepred drant ha laouen, emañ en tiegezh
’Vel an heol benniget, ’skuilh dre-holl levenez.

Eus holl gizioù ar bed, ez eo re Breizh-Izel
A garan dreist an holl, ’r re-se ’vel an avel
Na droont ket bemdez : an nerzh hag ar yec’hed
A roont d’ar c’horfoù, hag ar peoc’h d’ar spered.

Eus holl gwerzioù ar bed, re Breizh zo da gentañ.
Ha ’vel-se pa ven trist, ’n em lakan da ganañ
Ur werz kozh eus ar vro, ur werz pe ur sonig,
Ha kerkent da dridal laouen ma c’halonig !

Eus holl vroioù ar bed, Breizh-Izel da gentañ !
N’he deus arc’hant nag aour, met se na ra netra :
Eno ’mañ ’r baotred vat, ar merc’hed a enor,
Ar feiz er c’halonoù, ha tro-a-dro ar mor.