daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Gwreg ar cheminod

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

I

Gaodig Keralsi oa ur plac’h
Seder ha koant, n’heller hen nac’h,
Ha neblec’h na vije gwelet
Merc’h yaouank bravoc’h kempennet.

Ya, hounnezh oa ur farodez,
Ha ’viti da vezañ matezh,
Er barroz holl na weljec’h ket
Un all ’vije kaeroc’h gwisket.

An holl baotred yaouank ar vro
He c’hare, a glaske an dro
Evit ober dezhi al lez,
Er pardonioù, leurioù nevez.

Met ho na rae ’met o goapaat,
Distreiñ gant fae he daoulagad :
" A dreñv, ’mezi, Paotrig ar saout !
N’eo ket da seut a fell din kaout !

N’houlennan ket un debrer yod,
Ur michieg, un brizh-diod,
Nag ivez un turier-douar,
N’on ket ’vit ar rumm-se, c’hwi ’oar ?

Gaodig koant, me ’an’vez ho tad,
Ivez ho mamm, kristenien vat,
A vev e poan, e paourentez ;
Ho klevet a zo un druez.

II

Setu dimezet Gaodig koant,
D’un den ’c’hene* kalz a arc’hant,    [c’houneze] 
Ha bet dezhi ur Cheminod,
’Zo e anv Limouzinod.

Limouzinod zo a vro bell,
N’eo ket ganet e Breizh-Izel ;
’Vel un aotroù ez eo gwisket,
’Vel ur person ez eo desket.

Na gomz nemet ar galleg c’hwek,
Ha fae ’ra eus ar brezhoneg,
Hag eus holl baotred an Armor ;
Hennezh ’vat a zo ur pabor !

Karout ’ra kaer ar chistr, ar gwin,
Hag ar voutailh hag ar chopin
Ez eo ar benvioù, me ’gred,
Peurvuiañ gantañ ’ve gwelet.

Eizh deiz penn-da-benn eo padet
Dañsoù ha festoù an eured,
Ma lavare an holl dud fur :
« Kement-mañ ’dremen ar muzur ! »

Allaz ! bremañ zo un dañs all ;
Al Limouzinod, an den fall,
Na ra nemet fouetañ arc’hant,
Ha pilat ’wechoù Gaodig koant !

Gwashoc’h zo c’hoazh, an den diroll,
P’en eus debret ha lonket holl,
Ur mintin a zo diskampet,
Ha ne oar den pelec’h eo aet.

Ha setu n’eus chomet netra,
Arc’hant, na dilhad, na bara,
Gant Gaodig paour, ’met ur bugel,
Ur bugelig, prest da c’henel !

N’en deus chomet, ’vit holl vadoù,
’Met un tog plouz, ur c’hozh vragoù,
Boutailhoù ha daou gorn butun...
Gwreg paour, setu hoc’h holl fortun !

III

Merc’hed yaouank a Vreizh-Izel,
An dud deut eus ar broioù pell
A ve ’vel Aotrounez gwisket,
Cheminoed ha Gallaoued.

Diwallit mat oute merc’hed,
Ha n’o c’hredit ket re abred :
Met kemerit din ur Breizhad,
Ul labourer, ur c’hristen mat !