daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Fañchig ha Janig

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    da’m mignon
        Emile Grimaud

Dec’h d’abardaez, goude ’n tommder,
Pa oan o vale dre ’r parkoù,
’Klevis ur vouezh uhel ha sklêr,
O kanañ war-duz* ar pradoù.    [war-zu ?] 

Me ez ya ur wech c’hoazh betek ti ma mestrez,
Ha pa gollfen ma foan, graet am eus alies :
« An dud a lavar din am eus amzer gollet,
Ha me, ’vit o c’hlevet, bepred n’o c’hredan ket. »

Ha me ’chom ’n em sav da selaou :
Ha ma klevis neuze souden
Ur vouezhig all, e-touez ar fav,
Pehini a gane, ’vel-henn :

« Korfet brav eo ma mestrez, bale e ra ervat,
Ruz eo evel ur rozenn, ha glas he daoulagad ! »

Eus o mouezhioù oa anat mat
Na oant c’hoazh nemet bugale,
O vesa ar saout ’barzh ar prad,
Unan oa plac’h, paotr egile.

« – Janig, ’skrije ar paotr Fañchig,
Pelec’h ’out ’ta, pa na’z gwelan ?
Sav da vazh d’an nec’h un tammig. »
« – Sell ! sell ! ma gwelet ’rez bremañ ? »

« – Na ran ket da! deus ’n kreiz ar prad,
Du-hont e-tal ar vuoc’h penn-gwenn. »
« – Sell ! » « – A ! bremañ az gwelan mat,
Gant da vrozh c’hlas, ha diarc’henn. »

« – Diaes eo da saout da diwall ? »
« – Ya ! ma c’hole ha ma buoc’h-du
War ar melchon, ’barzh ar park all,
’Vel ma pellaan, ’ve diouzhtu. »

« – Pegoulz ’kasi da saout d’ar gêr ? »
« – Pa sono ’n Añjeluz ; ha te ? »
« – Ha me ivez. » « – Te ’z pe amzer
D’ober ’vel ma karez goude ? »

« – Se n’eo ket gwir ; ret ’ve din c’hoazh
Gwalc’hiñ patatez, hag ober
Tan dindane, betek bout poaz,
Ha lies purañ ar gaoter. »

« – Ha me : lakaat boued d’ar c’hezeg,
Klask ar moc’h, o lakaat ’n o c’hraou,
Klask an deñved ’barzh al lanneg,
Un hanter lev, hep lâret gaou. »

« – Fañchig, deus amañ un tammig. »
« – Mont ’rae ma saout da laerezh. »
« – N’aint ket, ’vit ur pennadig ;
Me ’meus avaloù, ha kerez ! »

« – Avaloù ? te teus avaloù ? »
« – Ya, ma faotrig, re ruz, re vat ;
Me ’rey dit ’leizh da c’hodelloù,
Met ’rabat ’vo lâret da’m zad ! »

Ha Fañchig dreist ar c’hleuz er prad !
Setu eñ e-kichen Janig,
Skañv, birvidik e daoulagad,
Ha ’n e greiz ’lamm e galonig.

Ha c’hoarzh, ha kan, ha levenez !
M’o gwel bremañ du-hont, o daou,
War o fenn pep a garlantez,
En o c’hoazez dindan ar fav.

Gantez* a-leizh bep seurt bleunioù,
Burlu, bleuñv-balan ha spern-gwenn,
Ha bleunioù all, a bep seurt liv,
Hag i o kanañ a-bouez-penn !

Keit-se ar saout zo o laerezh,
War ar c’haol ha war ar melchon,
War an ed hag ar patatez :
Ma degouezh mamm Fañchig, Fañchon !

Allaz ! ha kerkent an taolioù
Da gouezhañ war ar paotrig kaezh,
Ha taolioù dorn, ha bazhadoù :
A-walc’h ! a-walc’h ! mamm didruez !

A ! Fañchig paour, a ! paotrig kaezh,
’Neb ’huñvre kerez, avaloù,
Eus ar merc’hed na dap ’lies
’Met kalonad hag ankenioù !