Klemmgan Brizeug

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Kañvoù, kañvoù dit, Breizh-Izel !
Hirvoudit ha skuilhit daeroù,
E lez ar mor don, c’hwi, rec’hel,
E-kreiz ar c’hoadoù, c’hwi, derv !

An Ankoù kriz, evel ur bleiz,
Pa deu, er goañv, e-maez ar c’hoad,
A falc’h hep truez e bro Breizh ;
E falc’h a zo ruz gant ar gwad.

Met gant ar gwad-se zo c’hwezh-vat,
C’hwezh ar roz ha c’hwezh ar spern-gwenn ;
Gwad ur barzh eo, ur gwir Vreizhad,
’Gane e vro e pep tachenn !

Marv eo Brizeug, Barzh an Armor,
Evit bevañ en ur bed gwell !
— Kanit kañvoù, koadoù ha mor,
Eostig-noz, klemm a vouezh uhel.

Mari ar Vouster, war e vez
Pedit Doue hag ar Werc’hez ;
Ha lakit ur rozenn nevez
’Us da galon ar c’haner kaezh.

Hogen, pelec’h ’vo douaret
Korf ar Barzh a gane ken mat,
Ar vro ganeomp-ni holl karet,
Mor tro-war-dro, hag e-kreiz, koad ?

Lakait-eñ e Beg ar Raz,
Hag ur peulvan a-us d’e benn,
Dirak Sizun, ma welo c’hoazh
Al leanezed o tremen.

Pe c’hoazh ’barzh an draonienn Karnak,
Dindan ar maen-hir ar brasañ,
Ha damdostik, un tu bennak
Un dervenn ’vo ret da blantañ.

War ar maen-hir rust, digempenn,
Kizellit levrig alaouret,
Hag eus an dervenn un delenn
Gant ur chadenn aour ’vo staget.

Hag an avel-mor, o tremen,
A gano gwerzioù ha sonioù ;
Hag an eostig war an dervenn
E-pad an noz a hirvoudo.

Nann ! emezañ, lakit ma c’horf
E disheol koadoù Kermelo,
En un draonienn e-tal ar Skorv,
Eno dousoc’h me a gousko.

En ho Kademi*, Gallaoued,    [Académie e galleg] 
N’hoc’h eus ket goulennet Barzh Breizh,
En deus bepred ken brav kanet
E vro Breizh-Vihan hag ar feiz.

Mat hoc’h eus graet, rak er bed all
Emañ gant Gwenc’hlan, Aneurin
(Ur C’hademi ha n’eo ket fall),
Gant Taliesin ha Merzhin.

Hogen e Breizh zo Barzhed c’hoazh ;
Kanit holl e veuleudioù
Pere ’bado er vro mil bloaz ;
Kanit holl, ha savit gwerzioù.

Me ’garfe c’hoazh, dreist ar mor glas,
D’hon breudeur a chom e pell bro,
Douget war divaskell pluñv bras,
Gallout lâret « Skuilhit daeroù ! »

Allaz ! marv eo Barzh Breizh-Izel !
Koadoù ha mor don hirvoudit* !    [hirvoudet] 
— Marv eo met evit bevañ gwell,
En deus ur vouezh diouzh krec’h lâret.