Breizh-Izel
- ur Ger a-raok
- Breizh-Izel
- Klemmgan Brizeug
- Mona
- Gwreg ar cheminod
- Kanaouenn ar c’havell
- Pedenn ar mederien eus ar mintin
- Soazig
- Tina, merc’h ar miliner
- Distro an nevez-amzer
- an Itron Varia Sant Kare
- Mervel zo ret
- an Abardaez en un tiegezh, en hañv
- ur Son kloareg
- Eus holl vroioù ar bed
- War ar maez
- Ivona Kerizel
- ar Prad falc’het
- Kerez Sant Per
- un Amzer a zo bet
- Fañchig ha Janig
- ar Mederien
- Son
- Janedig koant
- Kenavo !
- Marc’harid an nezerez
- Yezh kozh hon zadoù
– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h, war ar garreg, ’sav derv ;
’Lec’h ’kan ar barzh war dreuz e zor,
Ha war an aod e trouz ar mor ?
– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel ;
War ar bed pa daolan ur sell,
E nep lec’h na welan hini
A c’houlenn ken bras meuleudi.
– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h ma kaver c’hoazh war un dro
Komz Doue hag ar feiz o ren,
Ha reizh hag eeun kalon an den ?
– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel.
Me a garfe ’vel ar sparfell
Kaout divaskell, evit monet
’Trezek ar vamm ’deus ma ganet.
– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h na gren den rak ar marv ;
Ma vever e doujañs Doue,
Ha doujañs lezenn ar roue ?
– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel ;
Evidon bezañ diouti pell,
D’al lec’h m’eo chomet ma c’halon
Ma spered ’nij ’vel ur gudon.
– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h, evel bleuñv ’barzh ar parkoù,
Ma weler ar merc’hed yaouank
Er pardonioù, seder ha koant ?
– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel.
Kudon a nij a denn-askell
War-zu ma bro, lavar, koulmig,
Demat da Vona, ma dousig.
– Lâr din, anaout a rez ar vro
A gar he gizioù kozh atô,
Ma peder c’hoazh en ilizoù,
Hag er vered, war ar bezioù ?
– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel.
Koabrenn, kaset gant an avel,
Un tamm d’an douar diskennet,
Ha betek ma bro ma dougit. [ma douget]
– Lâr din, anaout a rez ar vro
Ma kaner gwerzioù ha sonioù,
E-tal ar fornigell, bep noz,
E koun oberioù ar re gozh ?
– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel,
’Lec’h ma fell din mont da vervel,
Ha bezañ un deiz douaret,
Gant ma broiz en o bered.
****
– An hini a savas ar son
Zo ur soudard, trist e galon,
Hag a varvo gant koun d’e vro,
Met prest da Vreizh e ve distro.