daskor - facebook  daskor - css

Daskor

an Abardaez en un tiegezh, en hañv

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, J. Haslé – Paris, L. Hachette – Nantes, V. Forest et E. Grimaud, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Setu an abardaez ! an heol zo ’vont da guzh,
Diskenn ’ra ’drek ar roz, hag eñ ken ruz, ken ruz !
Tomm ’vo arre warc’hoazh, krazañ a ray ar foenn,
Ha dareviñ an ed ; n’eus ket ur goumoulenn.

Ar yer ’bign war o c’hlud, ha setu ar vatezh
O walc’hiñ ar gaoter : n’vo ket a batatez
Da goan, met yod ed-du : ar mevel Youenn vras
’Deu du-hont, war e gein gantañ ur bec’h geot glas.

« Laouig, it-c’hwi d’ar park, da voued ar saout raktal ! »
Hag ar paotr-saout da vont kerkent en em strakal
E skourjez dre an hent, diskabell, diarc’hen,
Hag o tremen ar c’hoad, e kan ur ganaouenn.

Setu ur bagad saout o tont d’an traoñ d’ar red,
Ha Laouig war o lerc’h : selaouit, me ho ped,
’Vel ma strak e skourjez, ’vel ma c’halv pep unan
E saout dre e anv : « an du, ar vrizh, ar voan.

Pelec’h it-c’hwi du-se ? A-raok, a-raok, penn-gwenn,
M’ho tegaso du-mañ ! hastit ’ta, ar velen !
Ha te, tarv ar foeltr ! me az tesko, loen fall,
Da dont da enebiñ evel-se ar re all !

It holl d’an dour d’al lenn ! » Hag ar saout o vlejal.
Laouig, gant e skourjez hag e vouezh o skrijal,
Hag ar moc’h o c’houlenn o c’hoan eus ar vatezh,
Setu ’r muzik ’glever en-dro d’un tiegezh !

Setu o tont d’ar gêr bremañ ar mevelien :
Darn a zo falc’herien ha darn all mederien,
Hag holl ’int skuizh-meurbet : abaoe ’r beure mat
Emaint dindan an heol o vediñ, o falc’hat.

Nebeut kaer e lâront a gomzoù e-pad koan,
Nebeut komz an hini ’ve brevet gant ar boan :
Ha koulskoude nikun na yelo da gousket
A-raok ar pedennoù dirak an holl lâret.

Al loened zo ’n o c’hraou, an dud ’n o gweleoù,
Ha bremañ na glever nep trouz, ’met a-wechoù
D’un tremener bennak oc’h harzhal mouezh ar c’hi,
Pe son an eostig-noz, en dervenn, ’us d’an ti.