daskor - facebook  daskor - css

Daskor
an Diwezhañ postkartenn

Sul Vask 1917

Ar sizhun gwashañ em eus paset er brezel, ar sizhun santel-mañ eo. Na ti, na toenn, dindan un amzer ken kriz. E korf 60 eur em eus kousket un eur, ha c’hoazh ez omp bet dihunet d’ar yender, holl an arme goloet a erc’h. Skuizh ’omp d’ar marv. Pegoulz e tiwezho ar vuhez-mañ ?

Skriv a ran…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
ar Brasañ

Bras eo ar penn-sturier a ren fur bag ar Vro,
Daoust d’ar glabouserien a skrign dent war e dro,
Difiñv, stennet holl nerzh e spered hag e vrec’h
Da heul war-eeun an hent hepken a gas d’an trec’h.

Bras eo ar jeneral ken karet, ken brudet,
A zalc’h dindan doujañs e zorn hon soudarded,
Daoust d’ar skuizhder…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
ar Fubuenn, lestrig a vrezel

war don : Gwennili tremeniad 

  I 

Displeg da astellig ! 
Ma Fubuenn koantik ! 
  Mistr ha kempenn, 
War gribell ar c’hommenn 
Nij, herrus ha skañv ; 
  ’Vel ar gouelan. 

Prim, prim, a denn-askell 
Ma doug eta, pell, pell, …

Prosper Proux (1811-1873)
ar Soudard fougeer

FANTIG AN DURKEZ, gwreg ar marichal 
Sellit ! Sellit ! Ar brizh aotroù ! 
Penaos e lugern e votoù ! 
Ur ribot blevek war e benn, 
Keit ha lost ur big e chupenn ! 

DISKAN 
  Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar brizh Breizhad ! 
  Bec’h da gof-gar ar renead* !    [renavi] 

Prosper Proux (1811-1873)
Bet e oant bet

    E koun eus va bugale
    War an hevelep ton gant
Ar soudard divroet

An heol tomm pa deu da c’hoarzhin
Hag an hañv da vleuniañ lirzhin
E pep tachenn, e pep kalon,
Me ’glev ur c’hlaz o skeiñ ennon ;

O skeiñ pa…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Breizh-Izel

– Lâr din, anaout a rez ar vro
’Lec’h, war ar garreg, ’sav derv ;
’Lec’h ’kan ar barzh war dreuz e zor,
Ha war an aod e trouz ar mor ?

– Ya, ar vro-se eo Breizh-Izel ;
War ar bed pa daolan ur sell,
E nep lec’h na welan hini
A c’houlenn ken bras meuleudi.

– Lâr din…

François-Marie Luzel (1821-1895)
Distro ar soudard e Breizh

    I 
Da welet a ran adarre, 
Va bro garet, Menez Are, – 
Pell diouzhin poan hag enkrez ! 
Tridal a ran gant levenez ! 
 
Gwelet a ran, – pell e draonienn, 
Tour an iliz, er goumoulenn ; 
Ar moged, n’un droidellat, 
O tibradañ ’us ti ma zad. 
 
Klevet a ran ar c’hloc’h sklentin, 
Ar vombard, ar…

Prosper Proux (1811-1873)
Du bout du sabre

Nous autres, sur nos chevaux, n’entendons
         rien aux semailles. Mais toute terre la-
         bourable au trot, qui se peut courir dans
         l’herbe,

                  Nous l’avons courue.

Nous ne daignons point bâtir murailles ni
         temples, mais toute ville…

Victor Segalen (1878-1919)
D’ur c’henvreur

  I 

Keloù, Breizhiz kaezh, eus a bell bro 
Eus ar brezel am eus bet keloù. 

Ar gwashañ brezel hoc’h eus klevet 
Ab’oe ar Saozon, ’ti an Turked ; 

Ha war-benn an emgann diwezhañ 
Kalz na ouelont a dlefont gouelañ. 

Narcisse Quellien (1848-1902)
Écrit avec du sang

Nous sommes à bout. Nous avons mangé nos
          chevaux, nos oiseaux, des rats et des fem-
          mes. Et nous avons faim encore.

Les assaillants bouchent les créneaux. Ils sont
          plus de quatre myriades ; nous, moins de
          quatre cents.

Nous ne pouvons…

Victor Segalen (1878-1919)
En enor da Daoleziz

    marvet evit ar vro

Savet he deus parrez Taole
Ur maen eñvor d’he bugale
Da zerc’hel koun da virviken
Ez int kouezhet ’vel merzherien,
’Vel gwir vibien da Vreizh-Izel
Chomet feal betek mervel.

Ar maen a strink, ’vel ur bennozh,
Diwar ludu sakr o zud kozh,
D’o meuliñ, d’o zrugarekaat ;
Hag a ginnig en oabl Breizhad
D’o eneoù…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Enor

Enor d’hon soudarded ha d’hon martoloded
A ya ken kalonek betek ar broioù pell
Da ziskouez d’ar bed holl e ouzont c’hoazh mervel
Evit ar Frañs. D’he c’hlemm ? « Va anv ken brudet

Zo bet saotret e Chin ; hen netaat a zo ret. »
He bugale raktal ’deus kroget ’n he banniel
Hag eñ hen dougen sonn ’lâront a …

Jean Cadiou (1834-1897/)
Goude an emgann

Hanter-varv kazi gant an naon, ar skuizhder,
En ul lec’h dibabet, d’an noz, p’en em gaver,
          Lous holl gant ar vouilhenn,
War ur c’holo fleurius astennet war ar pri,
A-raok en em daoler ur mare da voriñ,
          Me ’lavar ur bedenn.

An hini ’lavaren gwechall, noz ha mintin,
P’oan c’hoazh…

Pierre Pronost (1861-1909)
Goude koan

O vezañ tremenet dindan nij ar Marv
Dek devezh penn-da-benn en « trañcheoù » kentañ,
Dek devezh bet kavet ken padus ha dek vloaz,
Ha deut a-dreñv bremañ d’ober un tammig tro ;

O soñjal emañ Breizh pell, ken pell er vougenn
Gant ar garantez domm a sav eus he douar,
Gant he levenez kuñv hag he heolioù…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Gwerz ar soudard divroet

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

’N anv Doue, ne zilamit ket
Gwaz yaouank digant e bried,
Na mab karet digant e dad,
Na digant e Vreizh ur Breizhad.

Ur paotr kalonek ha seder
A oa Kaourig an Heveder ;…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Immortalité

AU PREMIER GRENADIER DE FRANCE

          Et moi aussi, je suis un homme de l’Armorique ! 
                              Devise de la Tour d’Auvergne.

Gloire au vaillant qui meurt ! Gloire au soldat qui tombe !
L’oubli ne l’attend pas sur le seuil de la tombe ;
On…

Adrien de Carné (1854-1943)
Karter-noz er c’hleuzioù

       « Custos, quid de nocte ? »
       Is. XXI, II

An teñvalded pounner a devaas war-dro din,
War ledanded al lann liv an noz ’n em lede,
Ha me ’glevas ur vouezh war ar c’hleuz o pediñ :
O pedenn ar c’hadour pa gouezh gouloù an deiz !

« Heol klañv an neñvoù goañv, setu eñ aet da guzh…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Kimiad ur soudard yaouank

war don : Al labourer 

Ma c’halon a zo freilhet dre nerzh ma enkrezoù ; 
Ma daoulagad entanet n’o deus mui a zaeroù, 
Deut eo siwazh ! an devezh ma rankan dilezel 
Lec’h kaer ma bugaleaj, ma bro gaer Breizh-Izel ! 

Ken’o dit, ma zi balan, kuzhet ’barzh an draonienn, 
Tachenn c…

Prosper Proux (1811-1873)
Kousk, soudard Breizh-Izel

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

    e kañv eus va mab

E-kreiz da yaouankiz falc’het gant ar Marv,
    Roet ganit da vuhez ’vit ar Vro,

    Kousk, kousk, paotr Breizh, soudard…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
les Mobiles d’Arvor

Le vieux prêtre disait aux mobiles d’Arvor :
« Après la guerre, enfants, nous verrons-nous encor ?
« Quand la paix reviendra je serai mort peut-être ;
« Beaucoup, loin du pays, pour toujours tomberont ;
« Dieu voudra-t-il permettre à ceux qui survivront
« De retrouver, vivant encore, leur vieux prêtre ? »

Adrien de Carné (1854-1943)
Libation mongole

C’est ici que nous l’avons pris vivant. Comme
        il se battait bien nous lui offrîmes du
        service : il préféra servir son Prince dans
        la mort.

Nous avons coupé ses jarrets : il agitait les
        bras pour témoigner son zèle. Nous avons
        coupé ses bras : il hurlait de…

Victor Segalen (1878-1919)
Marvet war dachenn an emgann

Mignon, te pehini zo bet test eus va foan,
Pa gouezhis mac’hagnet war dachenn an emgann,
Hag evel ur gwir vreur ec’h eus va dastumet,
Hep aon ebet, da’z tro, da vezañ diskaret,
A-raok mervel, mignon, ma da drugareka
Ha da bed da zaeroù va c’homzoù diwezhañ :
– Eürus te ’c’hallo, war douar Frañs diskennet,
Da vihanañ mervel el…

Pierre Pronost (1861-1909)
Nemet unan

        Penn-da-benn gant harzoù Bro-C’hall
    Soudarded ar Gwir zo ’n o za,
Unanet en o nerzh galloudus hag ingal,
    Tri bloaz hanter zo, hep skuizhañ ;
Dastumet a bep gouenn, a bep stad, a bep bro,
    Daoust d’ar gloaz ha daoust d’ar marv,
    ’Vit kas d’e doull al loen garv.

        Penn-da-…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Paotred Ploveur

    gwerz

    I
Tud yaouank, tud glac’haret da guitaat ar vro,
Kasit ganeoc’h, kasit an esperañs atav :
Skediñ a ray war hoc’h hent evel ur sterenn gaer,
Ha dirak ho taoulagad pa zistrofet d’ar gêr.

    II
– Bez’ ez oe un amzer, un amzer zu ha kriz,
An holl dud…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Souvenirs de régiment

          List d’ar paotr kalet eus an Armorig ! 
          Place aux durs garçons de l’Armorique !

          I
La diane a sonné. Le jour luit. Nous partons.
Bonnes gens, venez voir deux cent trente Bretons
Passer gaillardement sous l’habit militaire.
Ceux qui creusaient hier leurs…

Adrien de Carné (1854-1943)
’N ur gemer ar vicher (1)

       « Descende, sede in pulvere, virgo filia Babylon, sede in terra… Revelabitur ignominia tua et videbitur opprobrium tuum ; ultionem capiam, et non resisteret mihi homo.
       Sede tacens, et intra in tenebras, filia Chaldæorum, quia non vocaberis ultra domina regnorum… Venient tibi duo haec subito in die una : sterilitas et viduitas… Veniet super te…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
’N ur gemer ar vicher (2)

28 Eost.

Tro ’n noz em eus kousket, kousket c’hwek. Tennet en deus ar c’hanolioù boch war hor c’hleuz-difenn, un den o deus gouliet deomp, ha netra n’em eus klevet, seurt pounner e oa hun. Ur vicher iskis eo hounnezh.

Ma faotred a zo Kerneiz holl. Tud a galon, labourerion start. Ur joa eo din bout…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
’N ur gemer ar vicher (3)

29 Eost – 7 Gwengolo

II

HON DISKUIZH E TROSLY-BREUIL

Hent Koad Sant-Mard da Drosly-Breuil a zo kar da hent Tipperary : hir eo. Ha kavet hon eus hen hiroc’h c’hoazh ’vit n’en deo e gwirionez, rak a-dal un eur betek pemp, glav he deus taolet a-boullad. Gleb ’omp ’vel…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
’N ur gemer ar vicher (4)

       « Quia tu es, Deus, fortitudo mea. »
                     (Ps. XLII, 2)
       « O douster an oferennoù en ur chapel,
       Ur chapelig didrouz war maezioù Breizh-Izel ! »

III

AN OFERENN ER C’HOADEG

d’ar 7 a Wengolo
 

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)