daskor - facebook  daskor - css

Daskor
ar Baradoz

Jezuz ! pegen bras eo
Plijadur an eneoù,
Pa’z int dirak Doue,
Hag en e garantez !

Berr ’gavan an amzer,
Hag ar poanioù dister,
O soñjal deiz ha noz
E gloar ar baradoz.

Pa sellan en neñvoù
Hag etrezek va bro,
Nijal di a gar[f]en
Evel ur goulmig…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Re-C’hlas

Teñval an noz ’vel toull ur bez. 
Ar Chouanted zo ’n o c’hoazez 

En ur park don, en-dro d’an tan, 
’Vel er garreg sioul morvran. 

Un huanadenn zo klevet 
’Tu all d’ar c’hleuz, ’treuz ar moged, 

’Vel da greisteiz touseged mut 
Pa c’hwistellont munud-munud : 

N’eo ket ur c’hristen huanad, 
Nemet ar gaouenn ’kreiz ar c’hoad. 

Narcisse Quellien (1848-1902)
Breizh kristenez

    war don Sav Breizh-Izel

Da anv ’lintr dreist an holl anvioù,
Va Breizh, rouanez ar broioù !
Brud da vugale, da zouar santel
A red ar bed er broioù pell.
An holl a lâr : Gwellañ pobl ar bed
    Eo ar Vretoned ! (div wech)

Va Breizh garet, e-giz ar…

Yvon Crocq (1885-1930)
Breizh, brezhoneg ha feiz

    d’an doktor Piquenard, ar Barzh Melen

Bezañ zo tri ger kaer, c’hwek-meurbet d’ar spered,
Hag a ra d’ar galon tridal gant eürusted,
P’am eus o lavaret e santan evel mel,
Seblantout a ra din klevet kanañ un ael.

Breizh, Brezhoneg ha Feiz, Treinded ar gwir Vreizhad,
He Gredo…

Claude Le Prat (1875-1926)
Chœur des croisés

La foule des croisés se déroule ! Partons !
La croix du Christ sera l’étendard des Bretons !

La croix du Christ sera l’effroi des infidèles ;
Rasons les flots d’azur comme des hirondelles !

En avant ! nos vaisseaux filent sous un bon vent !
Voici la terre sainte ! En avant ! en…

Adrien de Carné (1854-1943)
Credo

Je crois. — Le siècle en vain, dans sa pénible route, 
Livre son vaisseau frêle à l’océan du doute, 
          Et sillonne d’obscurs détroits ; 
Je me lève, j’échappe au courant qui l’emporte, 
Et le regard aux cieux, d’une voix libre et forte, 
          Je le dis hautement : Je crois. 

Je crois à…

Édouard Turquety (1807-1867)
Dalc’h, kroaz vihan !

     d’an aotroù Vallée, rener « Kroaz ar Vretoned* »    [ur gelaouenn] 

     Dalc’h, kroaz vihan !
A-boan e oas deut en hon zouez,
Tud diskiant ’lâre ’n ur vouezh
     ’Rankfes pakañ.

     Dalc’h, kroaz vihan !
An avel ’dlee da ziskar
’Sankas da wrizioù en…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
Dernier appel

     À M. Collombet

Et je disais « Le vent se lève, voilà l’heure 
Où le vent d’hiver fait bondir chaque demeure : 
C’est un flot rugissant qui n’a point de reflux. 
Le vent gronde, il secoue, il abat d’une haleine 
Et les feuilles de l’arbre et les fleurs de la plaine, 
     Hélas ! et le pauvre encor…

Édouard Turquety (1807-1867)
Destruction des croix

                                    A M. Gerret

                                                      Février 1831

Eh quoi ! ma lèvre ardente est-elle donc scellée 
Comme un marbre immobile au seuil d’un mausolée ? 
N ai-je donc pas mon luth qui me sert de tocsin ?... 
Ne pourrai-je…

Édouard Turquety (1807-1867)
D’an dud hep kredenn

C’hwi pere n’ehanit, e pep lec’h, da grial 
Ne vezo ket un deiz, evidomp, ur vuhez all, 
Ma n’eus ket ’vit an den na Krouer nag Ene, 
Er gwalleur petra ’ve da grediñ ’ta neuze ? 
Eveldon m’ho pije, war hent kriz ar vered, 
Heuliet ho mignonez skoet e-kreiz he gened, 
Ha ma n’ho pije ket kavet hepken unan 
Evit kemeret perzh, un nebeud, en ho poan, …

Pierre Pronost (1861-1909)
Fiat

       « In tenebrosis collocavit me, quasi mortuos sempiternos. »
       (Threni, III, 6.)

Peogwir Ho peus vennet daskor din ma frankiz,
Pa c’hoantaen bout heudet e-harz Hoc’h aoterioù ;
P’en deo gwir emañ marv huñvre ma yaouankiz
Hag Ho peus ma luziet e roued ar gwalleurioù ;

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Gweledigezh (2)

Reter, Reter ! Du-hont bemdez e sav an heol.
Du-hont ivez, en amzer gent, en deus vennet
Ganiñ120 an Heol doueel, Gouloù ar broioù holl.

Met an Heol-mañ warnout n’en deus ket c’hoazh splannet :
E pe kornad da zouar n’azeuler ket an Diaoul…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
II

AR PRIZONIER, AR GWARD

AR GWARD e-tal an nor, goapaüs
N’out ket skuizh pa chomez aze war da zaoulin !
Ne glevez ket mouezhioù gant kroz an taboulin
O tregerniñ dre gêr, e pep penn a Gemper ?…
Deus buan alese, ha war sav, va c’homper.
Dalc’h soñj, paotr kozh, a-barzh ma paro ken an deiz
E…

Yvon Crocq (1885-1930)
le Vieux chouan

               Dent pour dent, œil pour œil.

Pendant le jour, je reste au fond de mon terrier.
Pour charmer mon ennui, je m’occupe à prier
               Jésus et Madame Marie.
Jusqu’au soir je me cache ainsi, comme un hibou ;
Les Bleus ne peuvent pas me traquer dans mon trou
               Perdu sous la lande fleurie.

Mais lorsque tout s’…

Adrien de Carné (1854-1943)
Les mauvais artisans

Ce sont, dans les vingt-huit maisons du Ciel ; 
        la Navette étoilée qui jamais n’a tissé de 
        soie ;

Le Taureau constellé, corde au cou, et qui ne 
        peut traîner sa voiture ;

Le Filet myriadaire si bien fait pour coiffer les 
        lièvres et qui n’en…

Victor Segalen (1878-1919)
l’Idéal

Dans ce siècle pervers où l’idéal est mort,
Où la pensée humaine est esclave de l’or,
          Quelle est la tâche du génie ?
Doit-il capituler ? abandonner la lutte ?
Sous prétexte qu’on raille et qu’on se trouve en butte
          Aux sarcasmes du fat qui nie ?

Un dogue s’émeut-il au milieu des…

Pierre Pronost (1861-1909)
Ma gouenn (2)

An drouiz a gelenne : « Un Doue zo, n’eus ket daou ;
Ur bed arall a zo ; pleget ’omp holl d’ar Red… »
Met un dra a vankec’h anezhañ, o tadoù :
D’ar Goanag hoc’h ene pagan a oa serret.

Rak-se, p’en d-eas ar Gwir Lezenn eus ar Reter,
Pa glevas ma Gouenn baour gourc’hemennoù ar C’hrist
Pa anavas an Aviel…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Membra Dei

    À Louis Le Car donne !

Jésus est parmi vous, chrétiens, je vous le dis.
Ne levez plus les yeux si haut : le paradis,
Où vous croyez qu’il trône à la droite du Père,
Lui plaît moins que notre humble et misérable sphère.
Nuit et jour, à la ville, aux champs, Jésus est là.
Tout à l’heure une voix…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Park ar burzhud

N’oa dre holl nemet gwad d’an ampoent.

Seblantout a rae en doa Doue troet kein da Vro-C’hall.

Ar gwazed a vrezele an eil ’enep d’egile koulz ha pa dleje ar vuhez padout atav, koulz ha ma vije bet gounidigezh un eur ken talvoudus hag ar vuhez peurbadus. Pell a yoa ne weled mui ar mousc’hoarzh war…

Claude Le Prat (1875-1926)
VI diviz

HERMANN kousket atav, PANKRAS, RUSTICUS, FULVIUS, TERTULLUS, AN TRI OFISER, DAOU SOUDARD, LUCIAN. An daou soudard a zegas Lucian da vezañ barnet. Tertullus a azez war e gador-varn.

TERTULLUS
Fulvius, ar re a dle bezañ barnet en dro-mañ, pet zo anezho ?

FULVIUS
Tri, aotroù…

Adrien de Carné (1854-1943)