daskor - facebook  daskor - css

Daskor
an Añjeluz

Din, din, din… an añjeluz : 
Mouezh ar c’hloc’hig zo klemmus 
            D’an añjeluz. 

Din, din, din… n’eo ket ar c’hloc’h 
’Meus klevet bemnoz e Roc’h 
            N’eo ken ma c’hloc’h. 

Din, din, din…. e Breizh-Izel 
’N añjelus hag eñ ’…

Narcisse Quellien (1848-1902)
ar Bedenn

’Vel evnig Doue
Pa darzh an deiz,
Nij, o m’ene*,    [W inean]
A-benn d’an neñv*,    [W néan]
Lâr da bedenn,
Kan da ganenn.

’Vel kloc’hig Doue,
Pa son kreisteiz,
Sav da vouezhig,
Kan flour, flourik,
An Añjeluz
Da vamm Jezuz.

’Vel an eostig,…

Jean-Baptiste Oliero (1856-1930)
Da Santez Anna Wened

    war don Lavar din-me, paotr an Arvor

    War-sav, paotred ! ar gouloù-deiz
    A darzh ruz-tan ’drek Menez-Bre ;
    Heol tomm, a dra sur, ’vo goude.

    War-sav ! an evned a richan,
    Ar mor zo sioul, an oabl zo splann,
    Al loar a bar a-zioc’h al lann.

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
D’ar vugale

Bugel, da zaoulagad a c’hall chom digor-bras
                    Evit sellet ouzh an Neñvoù ;
Da dal zo ken dinamm ! a-zindan ar c’hoabr glas,
                    Ken lugernus eo da selloù !

Ar pec’her, eveldout, ne gred ket digeriñ
                    Bras e zaoulagad, gant frankiz ;
En ober e Grouer e…

Pierre Pronost (1861-1909)
D’ar Werc’hez Vari

Na leun ’ve ma c’halon a zudi,
War ma daoulin pa’z an da bediñ
Dirak hoc’h aoter venniget,
          O Mari !
Rak ma fedenn a ve klevet
          Bepred.

Glan ’oc’h dreist ar Sent hag an Aelez ;
En neñv, en douar ’oc’h rouanez :
Aour, diamant, heol ha stered,
          O Gwerc’hez,…

François Le May (1852-1916)
Hirvoudoù ha pedenn

    da’r barzh Taldir

Va c’halonig ennon a zo holl ankeniet,
Pa welan Breizh-Izel, va bro muiañ-karet.
Gwall gaset gant tud fall enebourien pep mat...
    O Doue, pebezh kalonad !

Hag e klaskont tagañ gant kalz hardizhiegezh,
Pezh zo gwellañ e Breizh : He c’hizioù hag…

Claude Le Prat (1875-1926)
Ho pet truez diouzhin

Mar goulennan diskuizh ha p’en deo ret kerzhet,
                    Ho pet truez diouzhin ;
Mard a din da kouezhiñ e lec’hid ar pec’hed,
                    Ho pet truez diouzhin.

Mar gwana ma c’halon ha mar kollan ma nerzh,
                    Ho pet truez diouzhin ;
Mar kavan re galet mont bepred war Ho lerc’h,
                    Ho pet truez…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
IV Diviz

AR PERSON, e-unan

En em deurel a ra war e zaoulin, dirak ar skeudenn.

Santez Anna, o mamm truezus ha tener,
Goude m’ho peus skoet va c’horf dre ar c’hleñved
Rak ma’z oan diskredik, c’hwi hoc’h eus va gwellaet.
Dont a ran c’hoazh, ’vit an navet gwech, da c’houlenn…

Joseph-Marie Le Bayon (1876-1935)
Kroazig va gouestloù

    da’m mignon I. Quélenneg

E-harz an aoterioù, en deiz-se daoulinet,
Da Grouer ar bed holl me am eus lavaret :
« Deoc’h-hu, o va Aotroù, me a ro va c’halon,
A-vremañ da viken, renit, renit warnon.

Paourentez ha Gwerc’hded, ivez Sentidigezh,
C’hwi ’vo va friedoù penn-da-benn…

Claude Le Prat (1875-1926)
la Prière de l’enfant

Sur les genoux de sa mère,
Attentif, les mains en croix,
L’enfant dit une prière
De sa plus touchante voix.
Sur le crucifix d’ivoire,
Au milieu de l’oratoire,
Il fixe ses jolis yeux,
Et ses lèvres enfantines
Ont des paroles divines
Dont l’écho va jusqu’aux cieux.

Par la fenêtre mi-close
Rentrent les premiers rayons

Pierre Pronost (1861-1909)
l’Angélus aux champs

          fortunatos nimium…
                              Virgile

On n’entendait plus rien dans le tranquille Armor
Que les chants de bergers, et les cris lamentables
Des troupeaux qui rentraient lentement aux étables ;
La nuit tombait déjà sur la vieille Occismor.

Adrien de Carné (1854-1943)
Meuleudi ar Werc’hez

Bep mintin, da c’houloù-deiz,
Bann-heol, petra ’skrivez-te
War ar roz hag al lili
Dindan ar glizh o skediñ ?
– Me a verk ne gaver ket
E-touez an holl draoù krouet
Tra gouest d’ober spermetiñ*    [dilufrañ ?] 
Gened ar Werc’hez Vari.

Pa ve ’n oabl glas ha seder
Dre an deizioù nev’-amzer…

François Le May (1852-1916)
Miserere

          Voici mon front qui ne sait que rougir.
          Pour l’escabeau de vos pieds adorables,
          Voici mon front qui ne sait que rougir.
                              (P. Verlaine, Sagesse)

Mezh ha glac’har ! Pec’het em eus…
A ma c’halon, bountet em eus er-maez
An Doue a vadelezh a…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Pedenn

          d’an drouiz-veur « Kaledvoulc’h »

Ior azeulet ! Ior galloudus !
O kemer damant ouzhimp-ni !
Lak an esper da zihuniñ
En hon c’halonoù hirvoudus !

D’hon barzhed kadarn, ro skoazhell
Evit ma c’hellfont kas da vat
O labour santel, ha kreñvaat
Spered enorus…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Pedenn al labourerien

    war don Santez Mari
 
    I
O Sant Alan, sant bro Skaer, steredenn Breizh-Izel,
Levenez an Aelez kaer dindan o divaskell,
Diouzh ho kador alaouret ha savet dreist al loar,
Roit ur sell garantezus deomp war an douar.
 
    II
Allaz ! Ni a zo tud paour, tud paour diwar ar maez !
Koulskoude d’ho ti…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Pedenn da Santez Anna Wened

Ar bedenn-mañ a zo an trede lodenn eus Da Santez Anna Wened.

Mamm da Vari, mamm-gozh da Vab Doue,
Prizit war Vreizh taol ur sell a druez ;
Ho pet eñvor, Santez Anna Wened,
Emaoc’h ivez mamm an holl Vretoned.

Hon stad zo kriz, hon labourioù kalet,
Ha paourentez noz-deiz ’korn an oaled ;
C’hwi eo hon mamm, Santez…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Pedomp an Itron Varia

d’an Ao. Berthou, person Landivizio
war don Plac’hig enez Eusa

    diskan
Un arneñv spontus a dosta,
Pedomp an Itron Varia ! (div wech)

O na teñval eo an dremmwel !
Koumoul karget a zo a-bell...

A bep tu e klevomp hiriv…

Claude Le Prat (1875-1926)
Prière

Mon père, ayez pitié : la vague s’enfle et gronde, 
La vague est toute prête à déborder sur eux, 
Et leurs tremblantes mains n’osent jeter la sonde, 
Tant le flot se hérisse et tant le gouffre est creux. 

Et comme un vil feuillage à travers la tourmente 
Ils flottent sans espoir d’un meilleur horizon : 

Édouard Turquety (1807-1867)
Raklavar

En anv an Tad,
                      Hag ar Mab,
                                            Hag ar Spered-Santel.
                                  Ra vo evel-se !

                      •

war an ton kembraek : Ar hyd y nos

Pa zeraou an heol da sevel,
     – War an daoulin !
Brasat levenez ’n em deurel
     War an daoulin !…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)