daskor - facebook  daskor - css

Daskor
al Labourer douar

    da’m mignon Laou ar Meur

Ned on nemet un tieg, o chom ’n ur gêriadenn,
E sioulded c’hwek ar maezioù va amzer a dremen ;
N’em eus tamm deskadurezh, kement-se na vir ket
Ez eo va deizioù leuniet eus ar gwir eürusted.

Pennoù bras ha pinvidik, er c’hêrioù lojet mat,
En noz ar…

Claude Le Prat (1875-1926)
al Labourer o vont d’e dachenn

war ton* a-vihanik em eus pec’het    [sic] 

An erc’h a zo deuet da deuziñ,
Ha kerkent, en holl pradoù,
Ar geot da sevel a-zevri,
Da ziwan ar bokedoù.

Al labourer, drant en e za,
A zigor dor e lojenn,
Rak al laboused, o kanañ,
Her galv da vont d’e dachenn…

Pierre Pronost (1861-1909)
an Diwaller loened

    Ton : Air du petit berger dans Mireille

         E Breizh-Izel,
Gwir douar ar barzhed hag ar feiz,
Me zo ganet, hag e gwir vugel,
’Vit Breizh em bezo, betek marvel,
         Kalon em c’hreiz
Hag ur gwir garantez a-leizh ;
O tiwall va loened er straedoù
         Hag er menezioù,
’On…

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Falc’herien

Dek eur ane’i : ar falc’herien,
Trenk o roched gant ar c’hwezenn
’Ro bronn d’o filc’hier er c’hlazenn.

En neñv digatar, an heol splann,
Trec’het ar c’houmoul da gentañ,
A flemm, a vroud ’vel elvoù tan.

Ar skrilhed paour, ’hed ar bradenn,
O ouelañ, ’nerzh o c’horzailhenn
D’o neizhioù gwallet, didoenn.

Ur plac’hig gant straed* an druzez…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
ar Mederien

   da varzh Sant Lorañs,
        an Ao. Kemar
 
— Gwaskomp, paotred, gwaskomp ! e penn an erv Fantig
’Gerc’ho ur piched chistr ! — Start, Erwan ha Gabig !
— Gwellañ da Vederien ! — Gleb-dour ’int gant ar c’hwez !
War o lerc’h an irvi ’n em c’holo a dañvouez !

’Vel-se ’komze un deiz Laou gozh ’e…

François-Marie Luzel (1821-1895)
ar Miliner, ar vab hag e azen

  I 

Ur miliner – e vab henañ – 
(Daou c’henaoueg ar re washañ) 
A lakaas un deiz en o fenn 
Mont da foar Vre gant o azen. 

’Vit her mirout diskuizh ha sart, 
E stagjont e bevar zroad start, 
’Vel ma welit er marc’hadoù, 
Ar c’higer ouzh eren leueioù. 

Prosper Proux (1811-1873)
Credo al labourer douar

    Tennet eus ar galleg : war an ton galleg

Al loar, an heol hag ar stered en Neṽoù,
Ar mor ken don, an draonienn, ar menez,
Ar geot er prad, er c’hrinenn ar bokedoù,
O Doue krouer ! holl a zo graet ganez ;
Labourer douar, dirak un ober ken bras,
War-dro kuzh-heol pa son an Añjeluz,
Va mouezh…

Pierre Pronost (1861-1909)
Danses après la moisson

Allons voir au clair de la lune,
En l’honneur des blondes moissons,
Danser sur l’aire unie et brune,
Belles filles et beaux garçons.

En Léon, danses druidiques,
Graves, sévères et pudiques.
Danses légères en Tréguier ;
A Vannes, danses sérieuses,

Qu’accompagne un…

Adrien de Carné (1854-1943)
la Chanson du blé noir

                    Ah ! que la sombre nue aux funestes lueurs, 
                              Planant sur la campagne, 
                    Epargne les blés noirs, les blés aux blanches fleurs. 
                              Ce pain de la Bretagne. 
                                                  Stéphane…

Adrien de Carné (1854-1943)
la Croix de fleurs

C’est la fleur de l’amour entée sur les épines de la douleur. 
               Un poète Breton

Au bord du ruisseau bleu qui coule entre les saules,
Nola, dont les cheveux tombent sur les épaules,
La gentille Nola, bergère de six ans,
Est à genoux, là-bas, dans les roseaux luisants.
Auprès…

Adrien de Carné (1854-1943)
Lan, embanner al ludu

Evit dezhañ kaout danvez ha leve, perc’henn ma’z oa e dad war an douaroù strujusañ er barrez, Lan Ofret, mab pennhêr Kerunkun, a zeuas, ar bloavezh-se, da dantad Sant Yann, disamm e ziskoaz ha goullo e zaou zorn, pa oa dleet dezhañ dont, evel e dad, gant daou pe dri bec’h war beg ur forc’h houarn. Ma’z oa dre bizhoni e oa un dra vezhus ; ma’z oa evit ober goap ouzh…

Jakez Riou (1899-1937)
Marv ar c’houer

    Un nozvezh a viz mae steredennus ha splann,
En e di plouz, e-kreiz ur chapelig gwenn-kann,
Job « kreñv » zo astennet, dinerzh da virviken,
E dud en-dro dezhañ, divuzul o anken,
Frealzet koulskoude o soñjal ez eo bet
Penn-da-benn e amzer den mat hag eeun-meurbet,
O soñjal eo aet kuit gant bennozh e Zoue
Hag eo bet e varv…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
O palarat

Sell mat, paotr an alar, rak an erv zo kamm,
Toull amañ, tort du-hont ; soc’h an alar a lamm.
Mousig, dalc’h tost Pichon, diwall da vont a-gleiz,
Rak Bouji da vleiner, a welan, zo direizh.

Jakez, paotr an alar, pe lec’h emañ da benn ?
Perak e tiskrogez pell diouzh al letonenn ?
Ha te Mousig penn-skañv, perak ’out aet a-dreuz,
E lec’h bezañ bleinet…

Pierre Pronost (1861-1909)
Paotred ar bezhin-tonn

Ar mor a lamm dreist ar reier
Ar c’hoabr zo leun a luc’hed,
Kezeg, er-maez eus ho kreier,
Kemeromp hor c’hrog, paotred.

An noz a zo yen ha teñval,
Kazarc’h zo gant ar barroù,
Met an avel a c’hall yudal
Pa vez bezhin a-vernioù.

Ar bezhin a zo da gentañ
Teil…

Pierre Pronost (1861-1909)
Pedenn ar mederien eus ar mintin

    I

Ken ruz hag ar glaou-tan er forn, ha lugernus,
E sav heol ma Doue, ar mestr hollgalloudus :
Hiriv ’vezo arre ha kaer ha tomm an deiz,
Ma vo ur blijadur mediñ e parkoù Breizh.

Hogen, a-raok an heol, p’en deus ar c’hog kanet,
Holl dud an tiegezh kerkent a zo savet,

François-Marie Luzel (1821-1895)