daskor - facebook  daskor - css

Daskor
an Estrañjourien

Bep hañv, ar C’hallaoued, heñvel ouzh brini gouez,
War hon aodoù dinamm ha war hon lanneier
Ken peoc’hus, koulskoude, a-vandennoù a gouezh,
Dic’hlannañ ’ra o rumm betek en hon tier !

En hon touez e vevont lorc’hus, e trec’hourien,
Kalz plijadur o deus o c’hoarzhin goap ouzhomp,
Met ni, hep ober van ouzh…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
an Hent-houarn

  I 
  
An hent-houarn ! An hent-houarn ! 
Bouzaret eo ma divskouarn, 
O klevet an dud o rakat 
Evel glazarded en ur prad ! 

Hent an Ifern ! ’me Yann Gegin : 
Ijin ouzh ar Spered-Malin ! 
Deiz ar varn, siwazh ! a zo tost, 
Pa’z a Lusifer da vestr-post ! 

Prosper Proux (1811-1873)
Aotroù Flammig

    war don Ar vamm Mikaela

Setu Aotroù Flammig, gwisket flamm, gwisket kaer,
N’eo ket mui ur maeziad, n’eo ket c’hoazh ur paotr kêr.

Sellit e benn touzet, touzet gant ar c’hreoñer :
N’en deus ket blev hir, n’en deus ket blev berr.

Dont a ra eus…

Auguste Brizeux (1803-1858)
ar C’hiz

Ur gomaer ’n’en deo he farez
Eo ar C’hiz. D’an holl eo mestrez.
Pe hi ’vo koant, pe divalô,
Ar bed a lak da vont en-dro.

Kaer en deus bezañ iskis, skeiñ
Evel un dall e-biou, a-gleiz,
Mar gra van da c’hwezhañ he fri
Flip, sodig kaezh ’ra evelti.

E pep seurt ’renk …

Jean Cadiou (1834-1897/)
Janed

Pa yeas Janed e kêr, n’he doa nemet koefoù,
Met evit heul ar c’hiz e tougenas togoù.

Gant Janed, kennebeut, n’oa nemet ul lostenn,
Kemeret a reas div, ruz unan, eben gwenn.

He c’herc’hen oa ken aes a-zindan he sae c’hloan !
En em c’hweskel a reas evit kaout kerc’hen voan.

Pierre Pronost (1861-1909)
la Chanson des vieux lits

Lits bretons, frères des armoires,
Lits de Trégor, lits de Kerné,
Où, dans les encognures noires,
Pend un bouquet de buis fané,

C’est ici votre chanson vieille,
La berceuse qu’au long des nuits
M’a si souvent dite à l’oreille
L’âme des vieux bouquets de buis.

Elle…

Anatole Le Braz (1859-1926)
les Bigouden

    À Eugène Le Mouël

« On les croit d’origine asiatique. Leur coiffure tripartite tient à la fois de la mitre, du casque, du serre-tète, et se termine par une pointe de forme priapique. D’après certains auteurs, les spirales des disques brodés sur leurs plastrons auraient une signification religieuse et symboliseraient la…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Lits-clos

    À une Parisienne

Vous m’avez montré dans votre antichambre,
Luxueux fouillis d’objets d’entrepôt,
Un grand lit de Scaër aux tons de vieil ambre,
Mué par votre art en porte-chapeau.

Mais les lits sculptés de Basse-Bretagne,
Même les lits-clos du temps d’Henri deux,

Charles Le Goffic (1863-1932)
un Amzer a zo bet

da’m mignon
    Arzhur de la Borderie

I

Un amzer a zo bet, ha na vije klevet
[’N] Hon touez nemet yezh Breizh : war ar maez ’vel e kêr,
Holl ’komzemp ar yezh kozh gant hon tadoù komzet,
E Gwened, e Kernev, Leon ha Landreger.

Un amzer a zo bet…

François-Marie Luzel (1821-1895)