daskor - facebook  daskor - css

Daskor
an Ifern

    Kanaouenn distroet a vrezhoneg Kemper e brezhoneg Gwened ha chañchet un tammig

    Diskennomp holl, Kristeien, en ifern da welet
Poanioù ken kriz ha spontus an ene[añ]où daonet,
A zo, dre goler hon Doue, dalc’het e-kreiz an tan,
Rak n’o deus ket bet miret lezenn Doue er bed-mañ.

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
an Ifern

Diskennomp holl, Kristenien, en ifern da welet
Ar wanerezh estlammus eus an eneoù daonet
Pere zo dre wir Doue dalc’het e-barzh an tan,
O vezañ graet gwall zispign eus e c’hras er-bed-mañ.

An ifern zo un toull don leun a deñvalijenn
E-lec’h na weler morse bihanañ sklêrijenn,
An norioù zo bet serret ha…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
an Tri manac’h ruz

Krenañ ’ran em izili, krenañ gant ar c’hlac’har,
O welet ar gwalleurioù a sko gant an douar,

O soñjal d’an taol euzhus, ’zo nevez c’hoarvezet
War-dro ar gêr a Gemper, ur bloaz zo tremenet.

Katellig Moal, gant an hent, o lavar ur c’houblad,
Degou’et ganti tri manac’h hag i harnezet…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Huñvre aotroù person Plogoñv

An ael a yoa kreñv, me ’lavar, hag a c’hwezhe kalet o lakaat ar mor pennfollet da redek hag an tarzhioù da freuziñ war ar renkennadoù rec’hier a zo hadet etre enez Sun hag aber an Anaon. Klevet a raed a-benn ar sac’hadoù mor oc’h en em deuler, gant un trouz da vouzarañ, e Ifern spontus Plogoñv.

Unnek eur a yoa nevez skoet e tour…

Claude Le Prat (1875-1926)
II Diviz

KOATMENEZ, MARK ARDEVEN

ARDEVEN, harpet war e vranelloù
Me eo, Aotroù. N’eo ket gwall soupl va c’horf ken.

KOATMENEZ
                                                                                           Ha !
C’hwi eo, Mark Ardeven ! Gwall lakaet ’oc’h.

Joseph-Marie Le Bayon (1876-1935)
le Choléra

     Avril 1832 

Il est venu : — les flots, cette immense barrière, 
Les flots n’ont pu briser le vol de sa fureur, 
Et la foule insensée a plié tout entière 
     Sous l’aiguillon de la terreur. 
Il est enfin venu des rivages du Gange, 
Ce rapide vautour, ce voyageur étrange, 
     Fléau, roi de…

Édouard Turquety (1807-1867)
Malheur !

Malheur ! la terre est vide et n’a plus de prophète 
Malheur ! elle n’a plus de voix forte qui jette 
     L’anathème aux ailes de feu, 
Le sol ne reçoit plus la divine semence, 
Et cependant voyez ! la foule recommence 
     À crucifier l’Homme-Dieu ! 

Temple et vertu, tout meurt. Ah ! dans nos jours de…

Édouard Turquety (1807-1867)
Markiz Gwerann Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Marv Fañch

Atav Fañch, en e yaouankiz,
A yoa bet un den a skouer vat,
Karet-kenañ gant e genvroiz,
Evel m’oa bet karet e dad.

Setu perak e timezas
D’ur bennhêrez yaouank ha koant,
Rak gwelloc’h eo dibabañ gwaz
Gant furnezh, eget gant arc’hant.

Ken eürus e vije bet
’Hed…

Pierre Pronost (1861-1909)
un Dreuflezenn da Baol gornek

Ur wech ez oa, ur wech n’ez oa ket, hag ur wech ez oa bepred. Ur wech eta ez oa ur paotr, Yann e anv, ha n’en doa ket madoù er bed-mañ nemet Janed e wreg, un ti diouzh feurm, hag ur c’harrdi e lec’h ma tastume e loenedigoù. Daoust d’o nebeut a zanvez, an daou bried yaouank a yoa meurbet eürus, ha n’o doa ken aon nemet e tevje o zi, e kouezhje ar c’hleñved war o…

Claude Le Prat (1875-1926)
un Tech hudur

Mallozh, mallozh warnout, ya, mallozh da viken,
Eus a berzh kement den en deus ar feiz kristen,
Mezventi, mezventi, mezventi milliget,
Binim gwashoc’h eget binim ar chas taget,
Poezon deuet, a-sailhad, eus a buñs an ifern,
A zev ar boull-galon, a vrein mel an eskern !
Ar grevusañ vosenn, ar gwashañ brezelioù,
A zo pell-bras…

Pierre Pronost (1861-1909)
ur Bannac’h c’hoazh

’B’oe m’eo strinket an heol-mintin,
E c’henoù soublet ’n e chopin,
          Yann a Gerlaz,
Selloù un daonet en e benn,
Gant an ostiz ’ra ’met goulenn :
          « Ur bannac’h c’hoazh ! »

An noz du a zo o tonet ;
Her stlapañ ’maez a zo ranket
          War an hent bras ;
’Mesk ar fank…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)