daskor - facebook  daskor - css

Daskor
ar Barzh evurus

               Da Vreizh-Izel,
          ur breton a Vreizh-Uhel

Bro an dud dir hag al lannoù
Ma’z on pell eus da draoniennoù
          Ganet un deiz,
Da yezh aour, koant ’vel na zo ket
Me ma-unan, ’meus he desket
Gant levenez ha karantez.

’Meus he desket ’vit da…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
ar Brezhoneg

    priz kentañ e Kenskrivadeg Gwengamp 1900,
    da’m skolaerien

O brezhoneg va yezh, o yezh meurbet-karet,
Aet ken don em c’halon, ha ken start em spered,
E pelec’h e kavin komzoù a-walc’h c’hwek
    Evit ho meuliñ, brezhoneg !

Ur yezh a zo labour tenn ha padus ur ouenn,…

Claude Le Prat (1875-1926)
ar Brezhoneg atav !

   d’an Ao. Mouelig, mestr-skol

Breizhiz zo bet a-viskoazh gwazed pront ha nerzhus,
Ha pa redont d’an emgann ’int peulvaned spontus ;
Outo netra n’hell herzel, trec’h a rankont bezañ :
O feiz, ho hardizhiegezh a ra d’an holl krenañ.

Breizhiz a zalc’h d’o gizioù gant un doujañs…

Claude Le Prat (1875-1926)
ar C’hozh brezhoneg hag ar brezhoneg-galleg

diviz etre ur vamm-gozh, he douarenez, ur skolaer, ur soudard, Visant hag ur person.

    Prezeg ar vro a y-a da goll !
Tud skañv a benn, tud hanter foll,
A lous, gant o gerioù gallek,
Komz hon tadoù, ar brezhoneg.
Bretoned, lâromp mezh dezhe !
Breizh o dinac’h ’vit bugale.
– C’hwi a c’houlenno marteze
Piv eo ar fall Vretoned-se ?…

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
ar Pevar breur

    da lâret eo, ar pevar prezeg a Vreizh : hini Leon, hini Sant Brieg, hini Kernev, hini Gwened

  Ar mem’ tad en devoe ganet
Ar mem’ mamm en devoe maget
Job, Ivon, Guillou ha Yann,
Tud dispartiet a vihan.
Kuitaat a rejont ti o zad
’Vit monet da glask chañs* vat.    [W chanche] 
Int a…

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
ar Rozell

war ton* Son ar c’hafe    [sic] 

Pa zistroas Fañch d’e vro,
Ne gouie mui brezhoneg,
Ne gouie, war e veno,
Nemet chaokat galleg.

Edeur gant ar gwinizh,
El leur p’en em gavas,
Hag evel ur bourc’hiz
Fañch, lorc’hek, a stouas.

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Vretoned hag o gwaskerien

d’an Ao. Ar Berre, barzh abalor

AR WASKERIEN

Ar brezhoneg prim d’ar marv !
Hiviziken den n’he gomzo...

En ilizioù hag er skolioù,
D’ar galleg holl, va zudigoù.

Ho peleien pa brezegint
Galleg flour deoc’h a zistagint…

Claude Le Prat (1875-1926)
Aux prêtres de Bretagne

   I

Des hommes éloignés du sol de leurs ancêtres,
Par force, par devoir, ou par un vague ennui,
A vous, chefs du troupeau, nos évêques, nos prêtres,
Ces Bretons inquiets écrivent aujourd’hui.

    II

Est-il vrai ? Dans les bourgs et les plus humbles…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Aux prêtres de Bretagne

   I

Des hommes éloignés du sol de leurs ancêtres,
Par force, par devoir, ou par un vague ennui,
A vous, chefs du troupeau, nos évêques, nos prêtres,
Ces Bretons inquiets écrivent aujourd’hui.

    II

Est-il vrai ? Dans les bourgs et les plus humbles…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Aux prêtres de Bretagne

   I

Des hommes éloignés du sol de leurs ancêtres,
Par force, par devoir, ou par un vague ennui,
A vous, chefs du troupeau, nos évêques, nos prêtres,
Ces Bretons inquiets écrivent aujourd’hui.

    II

Est-il vrai ? Dans les bourgs et les plus humbles…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Enor d’ar brezhoneg !

Brezhoneg, yezh santel, dit e fell din kanañ
Eus a greiz va c’halon va meuleudi granañ :
Ra nijo da c’herioù sonus war va zelenn
’Vel richan an eostig diwar veg an dervenn !

Keit ha m’heller toullañ noz an amzerioù bell
E klever da gomzoù gant kounnar o sevel,
Komzoù pounner, krozus, garv ’vel ar Gelted…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Gwerz war stad ar brezhoneg

Ur vro dispar a lugern e-touez an holl vroioù,
Luskellet en he huñvre gant mouezh don ar morioù,
Paket he fenn intañvez en ur gouel mougenn c’hlas,
Hag o son war un delenn hirvoudus ’vel ur c’hlaz.

Koulskoude he deus mibien gant Doue dibabet,
Dre ma oant tud galloudus, da ziwall harz ar bed ;
Netra…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Kenvroiz ker eus Leon

Poent bras eo d’ar Vretoned a fell dezho e chomfe o yezh bev, enebiñ ouzh ar gerioù divrezhonek a deu, nebeut-ha-nebeut, d’en em ruzañ en hor yezh, en ur vougañ ar gwir vrezhoneg.

Daoust ha ne glevit ket bemdez, en-dro deoc’h, gerioù evel ar re-mañ : parlant — kaozeal — jamez — pousier — kontantamant — vizaj — sertenamant — koler —…

Pierre Pronost (1861-1909)
Kinnig

Al levr-mañ a ginnigan da’m zad, da’m breudeur ha da’m c’hoarezed ; re ziwezhad ’on, siwazh ! d’her c’hinnig da’m mamm ger pehini hor gortoz holl er Baradoz.

Her c’hinnig a ran, ouzhpenn, d’an Aotroù A. Le Stum en deus bet ar vadelezh da reiñ din an dorn evit skrivañ an tonioù a zo ennañ, ha d’an Aotrounez F. Vallée (ar barzh Abherve…

Pierre Pronost (1861-1909)
Komzioù disheñvel en ul lec’h bennak

ARVOR, — Bro e-harz ar mor, pe Breizh-Izel

BARZH, — Kaner, pe an hini a ra kanaouennoù.

BARZHONEG, — Kanaouenn vras.

BREIZHAD, — Den ginidik eus a Vreizh, pe Breton.

KARADEG, — Karus, kaezh.

KER, — Kaezh.

KOROLLIÑ, — Dañsal.

KREOÑER, — An hini a douz an deñved.

EL pe AEL, — Gaol an alar.

EVNED, — Laboused.

MESAER, MESAERIG…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Mojennig

          da Yann Kerper (Choleau)

« Va daoulagad skuilhit daeroù,
An teatr breton zo marv !
Ha douaret e vo warc’hoazh
A-raok an deiz, siwazh ! siwazh ! »

N’en deus ket pell setu penaos
E hirvoude da hanternoz
’Kreiz un huñvre foll ha direizh
Ur skrivagner brudet…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Préface

Cher compatriote, 

    Ainsi, grâce à vous, notre cher pays de Tréguier aura son poète ; et les chants que vous avez au cœur, c’est dans notre vieille langue bretonne que vous voulez les dire d’abord. Vous avez bien raison. La poésie est chose du passé ; il est des temps où mieux valent les morts que les vivants, et ceux qui ont un…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Tristidigezh ha ged vat

    d’an Ao. de l’Estourbeillon, kannad ar Morbihan, rener Kevredigezh Broadus Vreizh, kinniget gant doujañs

Eus a bep korn a Vreizh-Izel
E sav, douget gant an avel
Keleier doanius, forzh klemmoù,
A wask siwazh ! hor c’halonoù.

Ur brezel kalet ha diaoulek
Zo graet d’hor yezh,…

Claude Le Prat (1875-1926)
ur Ger a-raok

Holl Vreizhaded a c’houenn vat,
Klevit ur ger, tud Breizh-Izel :
« Da* chomo pep unan Breizhad,    [Ra ?]
Dre-holl, bepred, betek mervel !

Broiz, bezit ’vel ho tadoù,
Eeun ha gwirion e pep tachenn ;
Lakit enor ’raok ar madoù,
It e pep lec’h uhel ho penn.

Dalc’hit…

François-Marie Luzel (1821-1895)
War sav !

    d’an Ao. Abad Perrot

Na me ’garfe e ve va mouezh
Klevet e Breizh e pep parrez !

O va bro gaer a Vreizh-Izel,
Bro ar Varzhed, douar santel,
Ar Gall a c’hoanta touellañ
Da vugale ’vit o zrellañ.

’Vit lazhañ da spered kristen
Ennout aet…

Claude Le Prat (1875-1926)
Yezh ar C’helted

          da’m mignon ker Evnig Arvor

Yezh a gane gwechall e goueled al lannoù
Pe dirak ar mor don Osian ha Merzhin !
Yezh a gan hiriv c’hoazh, evurus ha lirzhin,
Gwynn Ioan ha Taldir en o c’hanaouennoù !

Setu ’neus c’hoant ar Gall da’z mougañ en hon Breizh !
Hogen, ar…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Yezh kozh hon zadoù

Piv ’lavar ez eo marv e Breizh
Spered ar re gozh hag o feiz,
Hag e kollomp hon yezh bep deiz ?

Piv ’lavar ’vezo ar Galleg
A drec’ho war ar brezhoneg,
War an derv kalet an haleg ?

Bev mat eo spered hon zadoù,
Ha keit hag ar bed e pado
Rak mui her karomp ’vit madoù…

François-Marie Luzel (1821-1895)