daskor - facebook  daskor - css

Daskor
Aotroù Nann hag ar Gorrigan

An aotroù Nann hag e bried
Yaouankik-flamm ’oent dimezet,
Yaouankik-flamm dispartiet.

An itron he deus ganet dec’h
Daou vugel ken kaer hag an erc’h ;
Unan zo paotr, an all zo merc’h.

– Petra ’c’houl’ ho kalon avat,
P’hoc’h eus ganet ur mab d’e dad ?
Livirit, m’her…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Bugel lec’hiet

Mari goant a zo keuziet ;
He Loig ker he deus kollet ;
Gant ar Gorrigan emañ aet.

– Pa’z is da vid* dour d’ar stiv,    [puñsat] 
Va Loig ’lezis er c’havell ;
Pa zeuis d’ar gêr eñ oa pell ;

Al loen-mañ en e lec’h laket,
E veg ken du hag un touseg,
A graf*, a beg,…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Bugel-noz

          Dalc’h war ar stur, Morhoc’h,
          Dalc’h start enta, Mallozh !

An noz zo teñval-dall, an amzer kounnaret ;
Splannder ebet war zouar, en neñv sterenn ebet ;
Ne glever ’met gurun, ne weler ’met brogon,
Ar menezioù a gren, ar grec’her* a zasson.    [krec’hioù]

Ar…

Jean-Baptiste Oliero (1856-1930)
ar C’hornandoned diwezhañ

Un deiz Sant Per a yoa o vont da ober ur c’housk, goude merenn, e porched ar Baradoz pa glevas skeiñ daou pe dri daol war an nor e giz pa vijed bet o lopañ warni gant un horzh da bilat lann. Mont a reas, un tammig droug ennañ, da sellet a-dreuz ar barrinier houarn a stanke toull an draf graet en nor vras, hag e welas ur vaouez gozh daoubleget holl, ridet he dremm…

Claude Le Prat (1875-1926)
ar C’horred

Paskou-Hir, ar c’hemener,
Zo aet da ober al laer
Abardaez-noz dirgwener.

N’helle mui ober bragoù :
Aet an dud d’an armeoù
Ouzh re Vro-C’hall hag o rou’.

Aet eo tre ti ar C’horred
Gant e bal, ha da doullet
Da glask an teñzaour kuzhet.

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar C’horriganed

Klevet hoc’h eus d’an diskar-amzer,
E-kreiz an nozvezhioù teñval,
Pa lamm ar mor bras dreist ar reier,
Pa vez an avel o yudal,
Klevet hoc’h eus, en traoñ d’ar menez,
Ur jabadao ken kounnaret,
Ma ro d’ar spered spont hag enkrez ?
Tec’hit diouzh ar c’horriganed.

Dorn-ouzh-dorn a-dreuz ar…

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Viltañsoù

Gwelet hoc’h eus, ’hed an nozvezhioù,
Pa bar al loar hag ar stered,
Ar c’hornandoned er gwaremmoù,
Kendirvi d’ar c’horriganed ?
Ne lazhont ket an dremenidi,
Karet a reont avat farsal ;
Na zistroit ket diwezhad d’ho ti,
Ma n’hoc’h eus ket a c’hoant dañsal.

Klevit mat an dra burzhudus-mañ…

Pierre Pronost (1861-1909)
Falz kredennoù

En amzerioù gozh-gwechall
Pep korn a Vreizh oa ur marvailh :
’Oa ket ur poull nag un hent don
N’nije o duz, o c’hornandon ;
’Oa ket ur c’horn en ur barroz
Hep korred ha lutuned noz.

En amzer nevez a renomp
O c’hlask en aner a refomp :
Bonapart gant e ganolioù 
’Neus o skarzhet diwar ar…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
les Korrigans

Vous pensiez, comme nous, qu’on ne trouvait plus trace
Des anciens Korrigans. Leur malfaisante race
Vous semblait, en Arvor, détruite à tout jamais,
Et vous n’auriez pas cru les revoir désormais ;
Grave erreur ! L’an passé, près de l’âtre, en automne,
Un bon vieillard chantait d’une voix monotone,
Sur un mode mineur de majeur…

Adrien de Carné (1854-1943)
les Korrigans

musique de J. Cousin

Avez-vous dans les soirs d’automne,
Entendu des cris, des sanglots,
A l’heure où la foudre résonne,
Au moment où hurlent les flots ?
N’avez-vous pas, dans la rafale,
Oui de lugubres accents ?
Horreur ! c’est la ronde infernale.
Passant, ce sont les Korrigans.…

Pierre Pronost (1861-1909)
VII Diviz

Kanañ a reer a bell.

AR GANERION
Na dousaet eo an avel-noz — an avel-noz !
Kornandoned, digouskit holl — digouskit holl !
Na dousaet eo an avel-noz — an avel-noz !
En-dro d’ar maenhir deu’t da g’roll,
Kornandoned, setu kreiznoz !

Klevout a reer kreiznoz o…

Joseph-Marie Le Bayon (1876-1935)
XIV diviz

Ul lanneg vras, Mottenn-Dervenn he anv, da sklêrder al loar. Guilcher, e-unan, a ya hag a zeu, o sellout, tu-mañ, tu-hont, gant disfiziañs. Goude ur pennadig amzer, e komz d’an dud :
Mat ; setu me e-kreiz al lanneg vras-mañ. Petra a c’hoarvezo ? Penaos a yelo an traoù en-dro ? Peseurt tud eo ar gornandoned ? Diaoulouigoù n’int ken, ’meus aon. Met evit…

Adrien de Carné (1854-1943)