daskor - facebook  daskor - css

Daskor
200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell

Nag a bet a glever bemdez oc’h hirvoudiñ
War bilig ar mizer ’zo kouezhet en o zi,
Hag a chom ’vel peulioù, pa n’o deus ’met plegañ
Evit rastellat aour ’leizh ar wazh o ruilhañ !

Un den mat eus Stirling, Bro-Skos, ’lavar deomp-ni
An Aotroù A. Cadot, ’zo pastor e Chauny,
O vezañ skuizh moarvat gant e sac’…

Jean Cadiou (1834-1897/)
al Laer a zo laer (1)

I

PENAOS KOLAIG DORNDU A ZEUAS DA VEZAÑ MARC’HADOUR KEZEG

N’ouzoc’h ket piv eo Kolaig Dorndu ? – Nann ?… Mat, peogwir n’ho peus ket klevet c’hoazh anv anezhañ, selaouit gant ho tivskouarn, hag e klevoc’h e zoareoù bremaik. Met peoc’h avat ! Peoc’h, pe ne lavarin ger !

Yvon Crocq (1885-1930)
al Louarn besk

war don : Seziz Gwengamp 

    I 

Ul louarn kozh, bremañ zo pell, 
A gollas e lost er brezel ; 
Setu Alanig ar bourdoù 
Da brezeg enep al lostoù. 

« – Troc’homp ! Troc’homp ! hon strobelloù 
Mat da skubañ fank an hentoù ! 
Traoù disklenk…

Prosper Proux (1811-1873)
ar Paourkaezh Lazar

graet gant un den nevez-zistro eus ar bed all 

war don : Maout ar Goff ha maout ar Gall 

War ma feiz ! ma mignoned, 
Divalav ’on bet gwasket. 
Soñjal a raen, e taol-mañ, 
E rankjen lipat ma loa. 

DISKAN :
 Tra, la, tra, la, tra, la, la ! (bis…

Prosper Proux (1811-1873)
ar Pare d’ar re vouzar

Tri bloaz a oa bet, d’an Nedeleg, abaoe ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, botaouer-koad e Sant Tei. Ya, tri bloavezh diouzhtu-diouzhtu, ha bouzar me ’lavar deoc’h, bouzar diouzh an daou du. Ha c’hoazh, hep dezhañ gouzout doare penaos : nijet e oa ar c’hlevoud diouzh e zivskouarn hep lavaret da belec’h ez ae na netra, e-giz ma nij al labous diouzh e gaoued pa gav an…

Yvon Crocq (1885-1930)
Dan aotroù Félix Faure

marv penn-sturier Bro-C’hall

En amzer ma oa kivijer,
E touge skañv an davañjer,
O poaniañ, laouen ha seder,
          En-dro d’al ler.

En amzer ma oa marc’hadour,
Gwerzher leal, prener gedour,
E stourmas ’vel ur brezelour
          Nerzhus ha flour.

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Dre amañ, dre aze

Ar pichon koulm o c’hrougousat
D’e barezig a lâr dalc’hmat :
     Ro din ur pok bremañ,
     Ro din ur pok bremañ.

Ar vammig koulm, peurliesañ,
’Gas evel-henn he far da vesa :
     Roet em boa dit dec’h,
     Roet em boa dit dec’h.

    ***

Jean Cadiou (1834-1897/)
Er Baradoz

     da’m breur Louis, mordead
     war don Les sabots de la duchesse Anne

En noz all edon en eorez,
    Kousket, ur sulvezh,
Gant kenvreudeur merdeidi,
    Gwaskedet hon tri ;
Hag e ris un huñvre souezhus,
    Dont a rae eus Aelez Jezuz
        A ! A ! A !
Selaouit an huñvre-…

Claude Le Prat (1875-1926)
I

Ur wech oa un den paour, gwreg dezhañ ha bugale ’leizh an ti : ar re-mañ n’o doa ket boued da zebriñ ’leizh o c’hof bemdez, hag o zad en doa poan o welet penaos edo e dorrad en dienez. Un deiz ez oa aet d’ar c’hoad da zastum keuneud sec’h : ur bec’h en doa dastumet tost, p’en em gav gantañ ur bourc’hiz. An den paour a c’hwezhe kement e laboure.

– Petra ’rit aze ? eme ar bourc’hiz dezhañ…

Gabriel Milin (1822-1895)
I Diviz

Pa sav an tenneris, gwelet a reer Alanig kousket diouzh troad ur c’hwezenn ha Sant Gwenole, gwenn-kann en e zilhad manac’h, o reiñ dezhañ ur vazh, en ul lâret :

SANT GWENOLE
Alanig, da glevet em eus diouzh ma fedenn,
Du-hont, e m[a] chapel, ha plijet ac’h eus din.
Setu perak, ’vit ’n em zifenn diouzh ar…

Joseph-Marie Le Bayon (1876-1935)
I Diviz

AN AO. GARGAM, e-unan
Ma chom hiriv brav an amzer
Me a redo dre ’l lanneier
War-lerc’h ar glujar hag ar c’had ;
Am bo anezho ur sac’had…
Na diskuizh ’vo o divesker
Ma tec’hont krenn va zennoù taer !…
Disadorn, o pebezh dudi !
Evidon-me distreiñ da’m zi
Gant un toulladig gedon brav
Da ober un tamm…

Claude Le Prat (1875-1926)
II Diviz

AN HEVELEP RE, AR PERSON, AN AOTROU GARO

AL LABOURERIEN
                          Doue r’ho pennigo !

AR PERSON
                                                               Petra
A zo c’hoazh a-nevez ganeoc’h e Keranna ?

AR PELIKARD
Kalz…

Joseph-Marie Le Bayon (1876-1935)
Kaerañ tra ur paeron

Dec’h c’hoazh, eme Gabig, ma stad oa trist-kenañ.
An holl o doa spered, begoù lemm ha lirzhin.
Me, ma lârjen ur ger, ’vije graet goap diouzhin :
« Sell ar balbouzer-se… petra c’hoari gantañ ? »

Un taol avel, setu an traoù war an tu gin.
An dud a serr o beg raktal ma kaozean ;
Kement hini a priz kement tra a lâran ;
Hiriv ’kavfen ar mêr a-du da prestañ…

Jean Cadiou (1834-1897/)
Kentañ pennad

YANNIG, AR VUGALE

Yannig, azezet war un daol, kroazet e zivesker dindanañ, a gan en ur c’hwriat ; darn eus ar vugale a sell outañ o labourat ; ar re all, bodet en ur c’horn eus an ti, a zo o c’hoari ar c’hartoù. Gwennael ar yaouankañ, a zo kousket, war un daol, e-tal ar c’hemener.

YANNIG,…

Joseph-Marie Le Bayon (1876-1935)
Mouezh ar c’hleier

Mouezh ar c’hleier 
kinniget 
da eostig Koad-an-Noz 

Y.M. AR YANN 

Eostig koant, er c’hoad uhel, 
Te ’gan meuleudi Breizh-Izel, 
Me ’gar ivez, ma bro Arvor, 
Gant he sae vrug, he c’houriz vor, 
Min-Du a zo ur c’hi leal, 
Hogen…

Prosper Proux (1811-1873)
Nebeut a dra

Nebeut a dra a vez a-wechoù kiriek d’ar grevusañ traoù ; hag evel-se, daoust hag un ulfenn dan n’eo ket gouest da lakaat an tan gwall a gregiñ en ho ti ? Ha koulskoude un ulfennig tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ta ? 

Lakaomp c’hoazh ho peus droug en ho piz bihan gant un draen pe ur gorig bennak. Ma ! Kement-se zo a-walc’h evit ober…

Yvon Crocq (1885-1930)
Son ar c’hemener

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

Kousket en deus ken eo deut sklêr,
                An aer,
Kousket en deus ken eo deut sklêr ;
Hag ar gouloù-rousin zo ker,
Rak e daoulagad zo tener,
Hag an aotroù zo… kemener.

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Son Nigouden

    D’ar c’houlz ma veve Nigouden 
            Skañv-benn, 
D’ar c’houlz ma veve Nigouden, 
E c’houzañvas gwall blanedenn, 
Tra la la la la la la la, 
E c’houzañvas gwall blanedenn 
Dre ma fazias penn-da-benn. 
 
    Faziañ ’reas o tont gwan, 
            Hep man, 
Faziañ ’reas o tont gwan 
En ur bed ’…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Son va mestrezig

   Me zo ganin o vevañ, o vevañ, o vevañ, 
Me zo ganin o vevañ ur vestrezig flamm ; 
Troet eo war an evañ, an evañ, an evañ, 
Troet eo war an evañ, ne zebr ket un tamm. 
      N’eo ket deus ar re devañ, 
      Na gwisket deus ar bravañ, 
N’eo ket deus ar re devañ, treut eo ’vel ur vazh, 
      N’eo ket deus ar re devañ, …

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
un Dro vale en Ifern

Darn a weler touzet gant ar falz Purgator.
War gement-se ’meus graet ur pennadig istor.
Rak aon ouzh an ifern darn all zo o vougañ ;
Ur gomzig d’ar re-mañ ’meus mall da zisplegañ.

« Petra, ma mabig paour, petra ’maout aze c’hoazh,
Hep bezañ furaet tamm ? Birviken na vi gwaz. »
Biken ! Klevout a rit-hu pezh a lâre an tad,
Hast gantañ da welet e baotr …

Jean Cadiou (1834-1897/)
un Tammig kaozeadenn etrezomp

lenner ha lennerez, kaner ha kanerez 

war don : an hini gozh 

Mar plij deoc’h va sonioù nevez, 
Klaskit de’ tonioù a zoare, 
     Tonioù lirzhin, – Tra, la, la, 
     Tonioù skiltrus, – Tra, la. 

Mar o c’havit re enoeüs 
(Ar pezh a ve din gwall boanius), 
     Rogit al levr, – Tra, la, la, 
     Hep chipotañ, – Tra, la. 

Prosper Proux (1811-1873)
un Taol sell er Baradoz

Bremañ pa ’meus roget e burgator d’ar pap,
Mouget tan e ifern e pehini a stlap,
A-bouez e zivrec’h foll, niver bras a dud kaezh,
Me ’gav din a rin mat hel lakaat el lec’h aes.

Deus ’ta da’m Baradoz, kar pell d’an ebestel.
O ! glac’har ma ene ! me ’wel an Tad Santel
Stouet ’vel un ael plastr dirak ar burzhudoù
A strink dindan e veg war treuzioù an …

Jean Cadiou (1834-1897/)
ur C’haper droch

Ne fell ket din, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz. Nann, nann ! Pell ac’hano ! Krediñ a ran koulskoude ez eus dre eno un amziod, un hanter fur bennak, evel  el lec’hioù all. Ar C’haper a zisplegin deoc’h e zoare, ne oa nag eus Kledenn nag eus Plogoñv ; eus an Enez Sizun e oa genidik.

Gwenole Mellfaout (…

Yvon Crocq (1885-1930)
ur Fentadenn

Gwechall-gozh ’veve, n’on ket p’lec’h,
(Seurt ankoua a zo direbech)
Ur sant ken kuñv, ken hegarat,
Ken karantezus ha ken mat,
Ma ziskampe an aeligoù
’Vel dre laerezh deus an neñvoù
’Vit ar blijadur da spial
Un den ouzh Doue ken hañval*.    [heñvel] 

Arru koulz deiz kentañ ar bloaz,
Da…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
ur Gontadenn eus bro ar C’haperien

Gwechall-gozh (abaoe zo ken pell amzer ma n’eus ket mui war an tamm douar-mañ kalz a dud o kaout eñvor a gement-se), gwechall eta, ar parrezioù tro-war-dro da Veg ar Raz a oa ur vro dispar, ha n’eo ket ur vro dizolo, hep brouskoadoù, hep disheoliennoù, hep laboused evel hiriv, n’eo ket ur vro glac’haret hag heñvel a-walc’h, dindan he oabl peurvuiañ du ha leun a…

Yvon Crocq (1885-1930)
ur Pesketaer

Fañch ar Berr dre e anv
(Hirañ den zo bet er vro)
Disul, da stank Gwig oa aet
Da reiñ o c’hoant d’ar pesked.

Pe ar buzhug a oa fall,
Pe an aotrounez mezv-dall,
Mouzhet, dalc’het marteze
’N eured bennak en deiz-se ;

’Vit sur, nikun anezho
Ne rae min da zont …

Jean Cadiou (1834-1897/)
V diviz

LOULL, YANNIG

LOULL droug ennañ
’Peus ket a vezh, azen gornek, ’peus ket a vezh o tilezel er c’hiz-se ur mignon kozh a ro, dit, evel un tad mat, an hanter eus an traoù a c’hounit o laerezh deiz ha noz ? ’Peus ket a vezh, pezh didalvez, aonik evel ur c’had ? Lavar ’ta ! Perak ec’h eus atav c’hwenn en da leroù. O c’…

Adrien de Carné (1854-1943)
Yannig e c’hwezhigell

war don Marc’harid Fulup : ur plac’h a savas beure mat

Yannig a oa deus e vicher
Soner binioù ha moñcher,
Tra la la la la la la la la ram,
Tra la la la la la la la.

Da son binioù oa ur gwaz,
Da son e gloc’h oa gwelloc’h c’hoazh.

Mat e oa d’…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)