daskor - facebook  daskor - css

Daskor
Amzerioù kentañ ma eontr kozh (1)

Ma eontr kozh, Perig al lakez, a zo kaset gant e dud da zeskiñ e vicher a gere e ti tonton Lan, kere ar Gozker

Arabat eo d’an dud yaouank, petra bennak ma’z eo skañv ha distagellet mat o zeod en o beg, en em lezel da gouezhañ e pec’hed ar merc’hed kozh, ar randonenned-se a ve klevet dalc’hmat o kontañ doareoù an nesañ, hag a…

Yvon Crocq (1885-1930)
an Abardaez en un tiegezh, en hañv

Setu an abardaez ! an heol zo ’vont da guzh,
Diskenn ’ra ’drek ar roz, hag eñ ken ruz, ken ruz !
Tomm ’vo arre warc’hoazh, krazañ a ray ar foenn,
Ha dareviñ an ed ; n’eus ket ur goumoulenn.

Ar yer ’bign war o c’hlud, ha setu ar vatezh
O walc’hiñ ar gaoter : n’vo ket a batatez
Da goan, met yod ed-du : ar…

François-Marie Luzel (1821-1895)
an Dall a Bleren

  E bourc’h Pleren, ez eus un dall
Pehini n’en deus ket e bar ;
Ne vefe ket kavet un all
’Vel Job ar pevar* c’horn eus an douar.    [W puar]

  Job a oar kement tra zo bet
A-c’houde kant vloaz er barrez ;
Piv zo marv ha piv zo ganet
Job hel lâro deoc’h en e aes.

 …

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
an Daou glasker-bara hag ar graonienn

  I 

Un devezh, – daou valeer, 
– Paotred diskuizh ha seder, 
Dantet evel daou gi red, 
Digor o c’halon abred, 
Etrezek ar gêr dostañ 
A gerzh skañv, en ur ganañ. 

  II 

O daou ’oant mignoned vras, 
Pa weljont, ’rez an hent bras, …

Prosper Proux (1811-1873)
an Den dall

Paourkaezh den dall, truezus eo va stad !
Morse n’eo bet digor va daoulagad !...
Morse n’em eus gwelet, war an douar,
An heol o skuilh bannoù sklêr ha klouar ;
     O skediñ al loar alaouret,
     Rouanez gaer an noz ;
     Nag o vousc’hoarzhin ar stered
     E bolz ar Baradoz !

Beuzet ’vel…

Yvon Crocq (1885-1930)
an Hollaika

Disul vintin aba savis mont da gas ma saout er-maez,
Me ’gleve va dous o kanañ hag he ana’s diouzh he mouezh,
Me ’gleve va dous o kanañ, kanañ gae war ar menez,
Ha me mont da sevel ur son da ganañ ganti ivez.

– Ar c’hentañ gwech em eus gwelet Marc’haidig koant, va mestrez,
Oa oc’h ober he fask kentañ e-barzh…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Baourerion da Santez Anna

    Da’m breur

    Ton : Santez Anna

    Pariz, ar 17 a viz Mezheven 1838

    Selaouit-ni, perc’herinerion
A z-a da Santez-Anna :
Ho pet truez diouzh paourerion
’Zo dastumet amañ :
Sellit, gwelit hon treboulioù,
Allaz…

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
ar Beorien

  I 

O tont eus a Sant-Erwan 
Kent distreiñ da Vezou-Bran 
  O tont eus ar pardon, 

’Oa ur paour kozh ’vel tosoù 
Azezet war e votoù 
  E korn ur park melchon ; 

Ha gant ar paourkaezh dall-se 
Ur plac’h he dorn ’astenne
  Ur plac’…

Narcisse Quellien (1848-1902)
ar Botaouer-koad

Ar botaouer-koad ’neus graet e lojenn
Ewar peulioù derv gant brug ha belen*,    [balan, banal] 
E-kreiz ar c’hoad don, e-lec’h na glever
’Met kan an evned hag hiboud ar stêr.

Ar botaouer-koad, ab’oe m’eo ganet,
Bolz an neñv hepken ha fav ’neus gwelet ;
E dadoù, ’raok d’an, oa botaouerien :
Botoioù…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
ar C’hloareg paour

Va botoù koad ’meus kollet, roget va zreidigoù,
O vont da heul va dousig d’ar parkoù, d’ar c’hoadoù ;
Pa ve ar glav, ar grizilh, an erc’h war an douar,
Kement-se n’eo ket un harz da zaou zen a ’n em gar.

Va dousig a zo ur plac’h yaouank-flamm eveldon*,    [T evelden] 
N’he deus ket c’hoazh seitek vloaz, ur…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Falc’hon

Taget ar yar gant ar falc’hon,
Gant ar gouerez lazhet ar c’hont* ;    [K c’hon] 
Lazhet ar c’hont, gwasket an dud,
An dud paour evel loened mut.

Gwasket an dud, mac’het ar vro
Gant alouberien arall-vro,
Gant alouberien Broioù-C’hall,
An Dredernerez* oc’h hengial    [Drederannerez] 

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Paotr bihan kamm

    da Jeanne Kervern, Kerzadioù

Va mamm-gozh, en deiz all ha me war he barlenn,
He deus din displeget ur c’haer a gontadenn ;
Ken don e va spered emañ hi c’hoazh hiriv,
Me ’zan d’he disklêriañ deoc’h-hu ivez da’m zro.

    Gwechall ez oa e Rozegad
    Ur bugel fur hag eus va…

Claude Le Prat (1875-1926)
ar Portezer

Un den evurus betek e zaou veud
Zo dindan roched pep portezer bleud.
’Vel-se oa, pe dost, lavar kozh gwechall,
Mar na blij ket deoc’h… gwiskit-eñ ’hent-all !

Malañ da c’hoant Per, malañ da c’hoant Paol
A zo ur vicher na reer ket dre holl ;
Da vent pep hini skrivañ ha rimal,
Un taol chañs, hennezh…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
ar Rouantelezh imajiner, pe va huñvre

Ma ven roue, klev, Yann, ma n’her gouzout,
Petra, ’me Fañch, a ve dimeus va gout :
Ur marc’h am be gant ur blumajenn wenn,
Gwintet warnañ, me ’ve bepred er penn,
Fier-meurbet, o vesaat va saout,
Rak peadra am be neuze da gaout,
          Ma ven roue.

Ma ven roue, a respont Yann da Fañch,
M’em…

Alexandre Lédan (1777-1855)
He anv

Va Dous muiañ-karet, va c’hentañ karantez, 
Oa ganet, eveldon, war ar maez, e Breizh-Izel ; 
En hon div lojennig n’oa nemet paourentez, 
Met ne glaskemp nemet frankiz ’vit hon divaskell, 
               Ha laouenidigezh. 

Pa vije deuet Annaig er straed gant he deñved, 
E lavared diouzhtu : Per n’eo ket…

Pierre Pronost (1861-1909)
Kazimodo

N’it ket da lakaat en ho penn
E teuan, merc’hed, d’ho kelenn
War goantiri Kazimodo
Ken brudet gant Victor Hugo.
 
Nann ; diwar-benn un draig all
A fell din hiriv kaketal.
Ha ’velkent, merc’hedigoù kaezh,
Pa’z eo ken bras ma vadelezh.
 
Bete-goût e deufe an dour
Da zistrempañ ho pegig flour,

Jean Cadiou (1834-1897/)
Kentel ar Beorien

Sant Per da Jezuz ’lavare :
– Da Vreizh-Izel ’it, va Doue ? –
– Per, da Vreizh-Izel me ned an :
Tid divac’hagn, Per, ha dour skañv. –

Sant Yann ’lavare d’ar Werc’hez :
– Da Vreizh-Izel ’it, itron gaezh ? –
 Da Vreizh-Izel ez an warc’hoazh ;
Pedet ’on gant va mignon bras. –

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Klemmvan Itron Nizon

Allaz ! allaz ! marv itron
Maner ar Genkiz a Nizon !
Me ’wel evel ar c’houmoul du
A guzh an heol a bep tu.

– Hor mammig paour, pa ’n emaoc’h mui,
Piv ’dorro pelloc’h hon naon-ni ?
Piv ’roy deomp dilhad ha louzoù ?
Piv ’bareo hor goulioù ?

A-dal’ ar gêr a Gemperle…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
la Complainte de l’âme bretonne

vers écrits pour la fête de la charité des élèves du lycée de Brest

    A Henry Mauger

Sur la lande et dans les taillis,
Cueillez l’ajonc et la bruyère,
Doux compagnons à l’âme fière,
O jeunes gens de mon pays !

Quand du sein de la mer profonde,…

Charles Le Goffic (1863-1932)
le Chant du pilhaouer

            Le pillawer n’est autre chose qu’un chiffonnier nomade.
                                             E. SOUVESTRE

Il part, le pillawer ; il descend la montagne ;
Il s’en va ramasser, par toute la Bretagne,
Des monceaux de haillons sordides et hideux.
Il quitte enfants et femme ; il retourne à la…

Adrien de Carné (1854-1943)
Marc’harid an nezerez

    I

War gwenodenn ar bourk, bemdez, pa dremenan,
E welan ur plac’hig war he c’harr o nezañ,
Ur plac’hig koant ha fur, lagad du, blev melon*,    [melen] 
Hag en he zi balan ken seder he c’halon !

Atav war dreuz he dor e kan ’vel un eostig,
Ur son nevez bennak, ur werz kozh,…

François-Marie Luzel (1821-1895)
Mona

Un heol gwenn a bare etre targosioù diskourret ar c’hleuz. Ur voualc’h a biklamme dirazomp penn-da-benn gwrimenn ar waremm. An amzer a oa skornet ha difiñv war an uhel.

– Selaou ! eme Alan.

Edo ur c’harr o pignat du-hont gant an hent. Draskadennoù ar rodoù o storlokat er skoaselloù, a zassone en aer…

Jakez Riou (1899-1937)
Noëls de mendiants

D’après divers noëls populaires bretons recueillis par La Villemarqué, N. Quellien, etc., et en usage principalement chez les petits quêteurs ambulants de la « part à Dieu. »

A Léon Durocher

Salut et joie à ceux d’ici !
Congédiez votre souci,
Maîtres, serviteurs et servantes.
Femmes…

Charles Le Goffic (1863-1932)
O pesketa

Avel kuzh-heol deus ar beure,
Broutac’h hon devo c’hoazh hirie :
En ti, er maez gwashañ tommder !
Da besketa gwellañ amzer !

« Yann, prim er prad da vuzhuka !
Fañch, el lanneg da c’hwileta !
Hag, er c’hreiz-se, me a reizho
Glastrenn, linenn hag higennoù. »

Gant…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
Patatezenn Biel

Anavezet hoc’h eus Biel ?
Ya, Biel eus ar C’hozh-Kastell ?
Er skol eo bet chomet pemp bloaz,
Hep n’en defe gallet biskoazh
Ar skolaer lakaat en e benn,
Stag-ouzh-stag, peder lizherenn.
Evel-se pa’z eas d’an arme
Oe truezus-meurbet e zoare.
Rak kaer en doa klask ober mat,
Digeriñ bras e zaoulagad,
E teue da…

Pierre Pronost (1861-1909)
Pedenn en teñvalded (2)

       Bonum est viro si portaverit jugum ab adolescentia sua.
       (Threni, III, 27.)

Me zo ganet e-kreiz ar mor
     Teir lev er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont em eus64,
Ar banal ’gresk e-tal…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Préface

AU PEUPLE

Ce livre a été fait principalement pour vous ; c’est à vous que je l’offre. Puisse-t-il, au milieu de tant de maux qui sont votre partage, de tant de douleurs qui vous affaissent sans presque aucun repos, vous ranimer et vous consoler un peu !

Vous qui portez le poids du jour, je voudrais qu…

Félicité-Robert de Lamennais (1782-1854)
Pried ar barzh

Euredet ’omp bet deiz ma badeziant19 :
Kloc’h an iliz gozh en tour a sone,
Heol mat gourhelen20 en oabl a splanne,
Ar bleuñv a vleunie er geot war an hent,…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Son an tacher

Er vourc’h abaoe ma choman
Morzhol an tacher a glevan.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !

Sellit e zivrec’h noazh ha du
O tistreiñ an houarn a bep tu.

’Hed an deiz, ’hed an noz e sko !
Skeiñ a ra e vorzhol atav !…

Auguste Brizeux (1803-1858)
Sonit, kleier Sant Marzhin

Sonit, sonit klemmus, kleier bras ar Marv :
Unan a zo aet kuit, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar bugelig ken koant ha ken faro
Aet davet an aelez, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar plac’h yaouank, galvet gant an Aotroù
E-kreiz hañv ar vuhez, na deuio ken en-dro.

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Tri neved, teir bedenn (2)

ENEZ AR BAOURION : iliz Itron Varia an Trec’hoù.

Amañ e teu ar re gablus, ar re dinerzh, ar re flastret ;

Amañ e taouliner didrouz hag e oueler hep lâret ger.

Ti ar vamm eo.

Ar vamm a zo He delvenn du-hont, He fenn kerlet en aour a-us…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Yun

Yun a veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. Gwelet e veze o hedañ ar c’hleuzioù, o tastum bodoù sec’h diwar an douar, pe, azezet er gwasked, o tommheoliañ.

Yun a veve pell diouzh an dud. Tremen a rae an diskar-amzer hag ar goañv hep diskenn zoken en draonienn, betek ar stêr. A-wechoù koulskoude, pa…

Jakez Riou (1899-1937)