daskor - facebook  daskor - css

Daskor
al Luskellerezh

da Vadalen Thomas

ton Ar pilhaouer

Va bugelig koant, kousk aze,
Dindan askell ael Doue ;    (bis)
Kloz da zaoulagadig seder,
Kousk aze, va bugel ker.

diskan

Va bugelig koant, kousk aze,
Dindan askell…

Claude Le Prat (1875-1926)
Anne-Marie

Setu ma teu tre barzh an ti
Mamm Doue, ar Werc’hez Vari.
    F.-M. Luzel

Elle est née un joli dimanche de printemps.
Son père qui croyait en Dieu, comme au bon temps,
Et sa mère, cœur simple et plein de rêverie,
Pieusement l’avaient nommée Anne-Marie,
Du nom, choisi par eux entre les noms d’élus,…

Charles Le Goffic (1863-1932)
ar C’havell

Lakaet hon eus e lizherennoù stouet pezh a gaver en dornskrid hepken.

    war an hevelep ton gant Ar soudard divroet

Ur Breizhad bihan zo ganet
Hag ar c’hleier o deus kanet
Evit degemer er vuhez…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
ar C’havell hag ar bez

          war don Teofilus

C’hoarzhin ’ra ar bugel, nevez deut c’hoazh er bed,
C’hoarzhin ’ra d’e vammig pa ya d’hel luskellat.
Tost d’ar c’havell, ar vamm aliesik a bed :
« Doue, grit d’ar c’hleñved diouzh va bugel pellaat. »

– En-dro d’ar bez dister, e kornig ar vered,…

Yvon Crocq (1885-1930)
Berceuse d’Armorique

Plac’hed an aod a gan ur gan
Hag a zo trist, hag a zo splann.

Dors, petit enfant, dans ton lit bien clos ;
Dieu prenne en pitié les bons matelots !

– Chante ta chanson, chante, bonne vieille !
La lune se lève et la mer s’éveille.

Quand tu…

Anatole Le Braz (1859-1926)
En ul luskellañ

Meur a wech ma’z eus dienez
           En hor stad,
Ec’h eus, en distro, karantez
           Da vamm vat ;
Ma n’ec’h eus ket, va bugelig
           Ken karet,
Gwele ’vel ar re binvidik
           Da gousket,
Da gavellig n’eo ket yen
Ha kempenn eo graet ganen*.    [ganin] 
Gra da gousk, sioulik evel un Ael,…

Pierre Pronost (1861-1909)
Kanaouenn ar c’havell

Kousk aze, ma mabig bihan
— Aelig gwenn, gant e vlev melen*,    [melon]
Kousk aze e kornig an tan,
Aet eo da dad da Lannuon
— Kousk aze, ma mabig bihan.

Kousk aze buan, ma c’halon
— Evit prenañ dit un oanig,
Da dad zo aet da Lannuon,
Un oanig gwenn hag un eostig
— Kousk aze buan, ma c’…

François-Marie Luzel (1821-1895)
Klemmoù ar c’hlañvour yaouank

Laboused koant ar c’hoad, ehanit da ganañ,
Bezit truez ouzh anken hag ouzh glac’har ho mignon,
Kuzhit ho levenez, hiriv da vihanañ,
Va lezit da vervel, hep kreskiñ va rann-galon.
           Rak ned in ket hiviziken,
           Gant levenez, e-skeud an delioù,
           Da c’hourvez e-harz ur wezenn
           Evit klevet ho…

Pierre Pronost (1861-1909)
Kredik ha diskredik

Pa oan-me gwechall krouadurig,
Traoù-Doue ! na me oa kredik !
Krediñ a raen d’ar c’hontennoù,
D’ar mitarded, d’ar bleiz-garv,
D’al lutuned ’rede d’an noz
Etre Pontouar ha Poulfoz,
D’ar ramogner o klask an tu
Da’m fakañ kloz en e sac’h du.

Graet ma studi, da driwec’h vloaz,
E oan, ’meus…

François Le May (1852-1916)
la Chanson de ma nourrice

     Il me souvient d’une ballade
     Que ma nourrice à faible voix
     Me chantait, quand j’étais malade,
          Autrefois.

     C’étaient deux marins du même âge
     Qui s’étaient connus tout petits,
Et qui s’aimaient. Un soir, tous deux étaient partis
     Pour on ne sait plus quel voyage…

Anatole Le Braz (1859-1926)
le Chant de ma mère

Le chant que me chantait naguère
Ma mère douce, au long des nuits,
 dû mourir avec ma mère…
Nul ne me l’a chanté depuis.

Et c’est en vain qu’au seuil des portes
Obstinément je l’ai quêté,
O ma mère, tes lèvres mortes
Dans la tombe l’ont emporté.

En vain, sous les…

Anatole Le Braz (1859-1926)
le Mal du pays

         Ton souvenir est toujours là, 
          O toi qui ne peux plus m’entendre. 
                              Duc de Rohan

Depuis que j’ai quitté ma si douce patrie
Tout rappelle à mon cœur la Bretagne chérie.

Le printemps resplendit, et l’horizon plus…

Adrien de Carné (1854-1943)
Lorsque dans son berceau…

Lorsque dans son berceau loin du bruit il repose,
                Pourquoi vois-je soudain
Passer, comme un rayon, sur sa lèvre de rose
                Un sourire divin ?

Les anges viennent-ils le baiser sur la bouche
                Et, lui montant les cieux,
Entonner tout à coup, rangés près de sa…

Pierre Pronost (1861-1909)
Luskellerezh

          – Biñv ! bañv ! kloc’hoù
          ’Us d’ar maezioù,
          ’Us d’an aodoù,
Kasit d’ar bed holl ar c’heloù…
     – O bugel e vammig !
     Badezet bremaik,
     Bez, un deiz, Lemenig !

          Kousk ’n ez kavell :
          Me da luskell,
          O ma bugel !
Ouzh…

Erwan Berthou (1861-1933)
Marie

               A mon ami E. de P. sur la naissance de sa fille.

               Nous te tendrons avec orgueil 
               Les roses sur nos tiges nées. 
                             N. Martin

Ami, recueille-toi, pour bénir le Seigneur ;
Après t’…

Adrien de Carné (1854-1943)
Pa oan bihan

d’an Aotroù M. an Danteg
va mestr kentañ ha muiañ-karet
hiriv barner e Porzh-Loeiz
(Morbihan)

Ne garen, siwazh din nemet c’hoari gwechall,
Ha bremañ, pa’z on griz setu ur c’hoari all :
Krog ennon an debron da fritañ pezh a raen
          Pa oan bihan.

Raktal, d’ar sul vintin, pa vijen kempennet,
Da di va mammig …

Jean Cadiou (1834-1897/)
Paolig

Tri bloaz en deus Paolig, abaoe miz genver,
Ouzh an daol ec’h azez bremañ, koulz hag ur gwaz,
Met ’vit tizhout ar pod, e vrec’h a zo re verr,
E vamm a vesk eta yod en e skudellad laezh.

N’eo ket figus nemeur ar Paolig, mab da Ber,
Leun al loa veuz ar yod, eus ar skudell er-maez,
A zo stlapet gantañ, a-…

Pierre Pronost (1861-1909)
Soñj a vugaleaj

    da’m c’hoar

    Ton : ne oan nemet daouzek vloaz

  Ha soñj ac’h eus-te, ma c’hoar, eus hor bugaleaj* ?     [W bugaléah] 
Ne’m eus ket me ankouaet an amzer-se biskoazh*.     [W biskoah]

  Ne anavemp tra er bed nemet hon enezenn,
Ha ne ouiemp…

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
Va mamm

En ur soñjal em yaouankiz
Hag em bro gaer ha karet,
E taolan ur sell war va c’hiz,
Gant ur galon glac’haret ;
Gwelet a ran, noz ha beure,
E lojennig ar menez,
Va mamm, evit he bugale,
O pediñ gant karantez.

Pa vez dister ur bugelig
Ez eo diaes bras da sevel,
Me yoa, siwazh ! gwall…

Pierre Pronost (1861-1909)
War vez un aelig

    kinniget da’m mignon ar c’homandant Ollivier-Henry, marvet ’vit ar Frañs

Tinterezh ar c’hleier a glevan tro-war-dro,
Hag e sav em spered eñvor va zud varv,
Aet holl, kozh ha yaouank, bugaligoù zoken,
D’ar broioù dizan’vez diouzh lec’h ne zistro den.

Hag e soñjan : «…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)