daskor - facebook  daskor - css

Daskor
an Distro eus a Vro-Saoz

Etre parrez Pouldergad ha parrez Plouare
Ez eus tudjentil yaouank o sevel un arme
Evit monet d’ar brezel dindan mab an Dukez,
En deus dastumet kalz tud eus a bep korn a Vreizh ;

Evit monet d’ar brezel dreist ar mor, da Vro-Saoz.
Me ’meus ma mab Silvestig emaint ouzh e c’hortoz ;
Me ’meus ma mab Silvestig…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
an Droug-hirnezh

An eorioù zo savet, setu ar flik-ha-flok ;
Kreñvaat ’ra an avel, mont a reomp kaer a-raok ;
Stennañ ’reer ar gouelioù, an douar a bella :
Va c’halon, siwazh din ! ne ra ’met huanadañ.

Kenavo neb am c’har em parrez* tro-war-dro ;    [sic] 
Kenavo, dousig paour, Linaig, kenavo,
Ar c’himiad-mañ ’ran dit,…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
ar Beorien er c’hêrioù

Koumoul loued ha pounner a zo, leun an Neñvoù,
Eus an holl diez e kêr ez eo gwenn an doennoù,
An amzer a zo yen, hag a-dammoù ledan
An erc’h, gant an avel, a nij evel gwenan.
E-barzh en ur vantell, spilhennet dreist ar penn,
An neb en un tavarn a gar chom a-ziaskren,
Ne ya ket en noz-mañ da redet ar ruioù,
Ha mont a ra d’e…

Pierre Pronost (1861-1909)
Arabat en em faziañ

Eürus ’int kêriz : gwenn o dorn, flamm o fenn !
Gwisket gant dilhad du, ken kaer ha bourc’hisien,
Labourerien ar porzh, labourerien war gaer
Pa’z eont en tu bennak, da sul, a zo dispar,
Heñvel ouzh aotrounez ; rak hervez o doare
E lavarfec’h o deus ur c’hastell a leve.
Mat, tostait un nebeud, sellit pell ha gwelloc’h :
En…

Pierre Pronost (1861-1909)
Bran (1)

Marc’heg Bran a zo bet tizhet ;
Rak e kad Kerloan emañ bet.

E kad Kerloan, e-tal ar mor,
Oe tizhet mab bihan Bran-Veur*.    [L -Vor] 

Daoust d’hor gounid oe kemeret,
Ha glas-meurbet oe kaset.

Ha glas-alaouret pa zeuas,
E-barzh un tour, eñ a…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Bretonne de Paris

Seul un plus ferme accent annonçait le pays,
Mais c’était une grâce encore…

    Brizeux.

Hélas ! tu n’es plus une paysanne ;
Le mal des cités a pâli ton front,
Mais tu peux aller de Paimpol à Vanne,
Les gens du pays te reconnaîtront.

Car ton corps n’a point de…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Chomit en ho klud !

Bretoned, chomit en ho klud !
Labourit parkeier ho tud ;
Er maezioù eus pinvidigezh
Hag er c’hêrioù kalz dienez.

Paotrezed, chomit en ho klud !
Chomit e-kichenik ho tud ;
An dañvad dous pell diouzh he mamm
Na zaleo ket da gaout lamm.

Bugale, chomit en ho klud !…

Claude Le Prat (1875-1926)
Chomomp e Breizh

ERWAN, den kozh ha fur, a gomz
Ha na vefemp-ni ken Breizhiz pennoù kalet ?
Ha na verv ken ennomp gwad ar wir Vretoned ?
E-pad meur a gantved Breizh a zo Breizh chomet,
Ha setu hi raktal, d’he zro disheñvelet !

Saoz na Gall na zeujont a-benn d’hec’h hualiñ
Na da reiñ giz nevez na lezennoù dezhi,
Keit all ’vit he difenn hon gwad en deus ruilhet,

Erwan Berthou (1861-1933)
Disput

    AR C’HERIAD
Lavar din-me, kenvroad kaezh,
Eus an douar petra ’dennez
Nemet c’hwezenn ha dienez ?

    AR MAEZIAD
N’emañ ket va foan ’vit netra :
An douar a ro din bara
Hag ur vuhez deus ar c’haerañ.

    AR C’HERIAD
Da labourioù zo divalav,
E-kreiz ar…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
D’ar pardaez-noz

Pa vez kuzhet an heol a-dreñv d’an torgennoù
Me ’gar mont da bourmen, sioul, a-dreuz hor maezioù.

Klevet ’ran er gwaremm kanaouenn ar grilhed
Da behini, kerkent, ’respontont ar raned.

Un avel fresk a voud a-dreuz ar gwez derv,
Trouz an dourigoù-red a deu din en heklev.

Ar steredenn en Neñv a zo skedus ha koant,
Al loar a skuilh er stêr he sklêrijenn…

Pierre Pronost (1861-1909)
En distro da Vreizh-Izel

Gant ur galon rannet ha kazi displet,
E teuan da’z kaout, va bro gaer Breizh-Izel,
Douar an Arvor em eus un deiz dilezet,
En un taol penn, evit redet a bell ;
Soñjet em boa gounit un devezh, da’m zro,
Un anv bras hag e pep lec’h brudet,
Siwazh ! gwelloc’h e ve bet din chom em bro,
Atav dinamm, eürus ha kuzhet.

Pierre Pronost (1861-1909)
En distro eus an Tonkin

Ne chom mui seurt ebet eus va zi soul Pontlez,
Nag ur pennad moger, nag ur maen en e bezh,
An douar am eus flastret em yaouankiz, diarc’hen,
An oaled, leur an ti, zo bremañ letonenn.
Atav me ’zalc’ho soñj eus an devezh m’oan bet,
O tont eus an Tonkin, da’m bro Trelez distroet ;
A-boan arruet e Brest, hep chom da varc’hata,

Pierre Pronost (1861-1909)
Evel e karer e Breizh

– « Pelec’h ’mañ ho tiv jodig flour ?…
Annaig kaezh, glac’haret ’oc’h,
Ho talig gwenn zo c’hoazh gwennoc’h ;
Ho taoulagad zo leun a dour. »

– « Siwazh ! Yannig kaezh, ma ene
Zo ’n anken betek ar marv.
Ha mar gou[ie]fes ar c’heloù,
Ken bras ’ve da glac’har ivez. »

Erwan Berthou (1861-1933)
Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras

Pell du-hont en dremmwel, ’drek menezioù va bro,
An heol a ya da guzh, echu gantañ e dro :
Prestik ivez, siwazh ! me ’vo graet va hini ;
Va spered, pa soñjan, zo leun a velkoni !

Pa soñjan em buhez gwentet dre bep avel,
En dispriz am eus graet war skouerioù va c’havell,
Pa soñjan em amzer na deuy ken war…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Katellig a deu c’hoant dezhi da vont da Bariz

Setu penaos e tremene deizioù Katellig Kerheol.

Deuet oa en oad da zimeziñ, hel lavaret am eus, hag an tad a lavare ennañ e-unan : « Emaon o vont war an oad ; dizale marteze e teuy ar c’hleñved pe poanioù an izili skuizh gant al labour. A drugarez Doue emañ Katellig aze hag a gavo ur paotr diouzh he doare da labourat va douaroù pa n’…

Claude Le Prat (1875-1926)
Kenavo da’m bro

  Naoned, 28 a viz Eost 1840

  Allaz ! Mont a ran pell !
Kenavo dit, ma bro !
Kenavo, douar santel !
Kenavo, kenavo  (bis)

  Kenavo, ma mamm vat,
’Vit ho mab pedit Doue !
Kenavo, ma c’hozh tad,
’Vidon pedit ivez !  (bis)

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
Kloareg Rohan (1)

Merc’hig koantik eus a Rohan ;
Ne oa merc’h nemet he-unan.

Etre daouzek ha trizek vloaz,
Da oa dezhi kemer ur gwaz,

Da oa dezhi ober dilenn
’Tre baroned ha marc’heien,

’Tre marc’heien ha baroned
Hag a zeue d’he darempred.

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Lizher d’an Aotroù Rieu

Genidik ’out a Vreizh, an douar santel ;
E ti da vamm, miret eo da gavell ;
Gant dour a Vreizh ez out bet badezet,
Hag, war da dal, splann kaer emañ skrivet :
« Me zo ivez me eus an Arvorig,
Tomm a galon ha pennek un tammig. »
– Perak enta chom ken pell diouzh ar vro ?
– Distro d’ar gêr, klev-me, Rieu, distro ;
Distro a…

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
Pell eus Breizh-Izel

    D’an aotroù Born, person Gwiskriv
    Ton : Evit bevañ gant levenez

Pell eus a Vreizh, ma bro garet,
Setu me pell amzer dalc’het ;
Bevañ ’ran e-mesk tud estren
Hep joa na darempred gant den :
O ! pet gwech endeo ma selloù
A sav gant hiraezh d’an neñvoù !
Rak er bed-mañ an divroet…

François Le May (1852-1916)
Prizoniet

Klemmit, klemmit, klemmit, dourigoù stêr Pontlez,
En ur redet a-dreuz ar roz hag ar c’hreson,   
Rak er bloaz-mañ, siwazh ! ned in ket da Drelez ;
E kêr, e-kreiz an trouz, e rank chom ho mignon.

Soñj hoc’h eus, warlene, d’an abardaez ez aen,
Evit gwelloc’h huñvreal, alies e ribl an dour,
Hag e welen va…

Pierre Pronost (1861-1909)
Sur le chemin d’exil

Dieu fasse de longs jours prospères,
mon pays, à tes maisons !
Puissent, auprès de leurs vieux pères,
Y vieillir les jeunes garçons !

J’ai laissé le pays que j’aime
En un rêve calme endormi.
Les marches de l’escalier même
Sous mon départ n’ont point gémi.

Or, voici…

Anatole Le Braz (1859-1926)
Tec’hit diouzh ar c’hêrioù

Hiriv, kalz a labourerien
A lavar adeo d’o zachenn ;
War ar maez eo ken fall an traoù
Ma’z en em daolont er c’hêrioù,
N’ez eus, emezo, war ar maez,
Da zebriñ, nemet yod gant laezh,
Un tamm bara pounner ha fall,
Duoc’h eget ar siminal.
Hogen e kêr, da vihanañ,
Ez eus boued skañv, gwennoc’h bara,
Soubenn zruz…

Pierre Pronost (1861-1909)
Truilhennig ha Gargarenez

Pont e Kroaz a oa d’an amzer-se brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj kozh ha d’e varc’hadoù darempredet bep yaou gant ar C’haperien. Hiziv, siwazh d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zered nebeutoc’h d’ar marc’hadoù, rak ar skolaj kozh a zo serret.

Neuze ’ta, abaoe zo pell, e oa daou vignon o klask prenañ…

Yvon Crocq (1885-1930)