daskor - facebook  daskor - css

Daskor
À Brizeux

Au début de mon œuvre, en moi-même, ô doux maître,
Je me suis recueilli pensif : j’ai senti naître
               Le trouble qui fait hésiter ;
Je disais : Après toi, si charmant et si tendre,
Quels timides accents pourrai-je faire entendre,
               Comment oserai-je chanter ?

Et cependant j’adore…

Adrien de Carné (1854-1943)
À la Vallée-aux-Loups

Vers dits à la Vallée-aux-Loups, pour le cinquantenaire de Chateaubriand.

    Pour Louis Tiercelin

Vallée-aux-Loups, frais ermitage
Qu’élut un jour Chateaubriand,
Son grand cœur est resté l’otage
De ton décor simple et riant.

Sous les tulles des…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Adtro Brizeug

Ha dont a ray un all ivez war ma menez ?
Evañ ’ray er vammenn ’lec’h e pleg ma muzell ?
Ha tremen a raio ’lec’h ’on bet tremenet ?
                              Brizeug

Ur barzh :

Petra zo ’n ez komzoù ? Lavar, spi pe arvar ?
Petra oa diragout, ar joa pe ar glac’har…

Erwan Berthou (1861-1933)
da Brosper Proux

Setu te savet war ziskenn,
Deut adarre d’ar sklêrijenn,
Prosper ; sell amañ war da dro
Bernioù tud a bep korn ar vro,
O lidañ gouel bras an eñvor
Da wellañ kaner an Arvor.

Distroet ’out da Werliskin,
’Lec’h ma sonas da vouezh lirzhin ;
’Lec’h m’eo garanet peurbadus
Koun ar spered ken…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
da F.-M. an Uc’hel

     dieller an departamant
     e Kemper

Dit, va c’henderv ha mignon,
’Kinnigan a greiz kalon
Va levrig kentañ e yezh
A garas ’vel da vuhez.

A da betore den all
’Oufen-me paourig soñjal ;
Ha n’eo ket te da gentañ
’Deus va lakaet d’her pentañ ?

Jean Cadiou (1834-1897/)
da Fañch an Uc’hel

Gwesklen, an Tour-Alvern, Arzhur Tri ha Gradlon,
Bet gante ’vit o bro stourmet a greiz kalon,
E lintr o skeudennoù dirak an heol melen ;
Ha te, Fañch an Uhel, soudard bras an delenn,
Setu te adsavet evelte divarvel,
          Azganet e-tal da gavell.

Distroet ’out e bev war dachenn Plouared,
E-…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
da Vleimor

                War-lerc’h koan ar vuhez er bez e tiskuizhin.
                     Gwerzenn ar Marv, Bleimor

Diskennet ’out er bez, Bleimor, a-raok an oad,
Evit difenn ar vro skuilhet ganit da wad ;
Ha da gousk a zo don, mab meur an dud a vor,
            Dindan douar Arvor,
Ur groaz…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
da Vrizeug

        E Breizh, meur a gornig distro 
        A guzh dindan e wez derv 
Ur feunteun vurzhudus, un anv sant warni : 
An dour sakr a-wechoù ’gendalc’h da lugerniñ 
        O tegas soñj d’ar Vrezhoned 
Eus kredennoù nerzhus an amzer dremenet ; 
        Met a-wechoù mammenn ar feiz 
Goloet a zouar a gousk ’vel en ur bez. …

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
d’ar Barzh Quellien

    Mallozh dit, kêr Pariz, lonkerez Brezhoned !
Te ’sach ane’ ganit, hag o rent bruzunet.
   Ur mab speredet kaer he devoa Breizh-Izel,
Hag en devoa c’hoantaet, siwazh ! he dilezel.
Perak ? – Doue ’dle goût : me ’gred e ve pep den
Bountet gant un ael du war-zu e blanedenn.
    Darn a lavar ivez ne ve ’met e Pariz
Al…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Gwerz war vuhez hag oberoù an Ao. markiz a Gervarker

    d’an Ao. Ar Garreg
    war don Al labourer (Barzhaz-Breizh)

E tu kuzh-heol da Vro-C’hall ez eus un douar lannek,
Treuzet gant div chadennig menezioù krenn meinek,
Fouetet gant dour ar mor bras, goloet a groazioù,
Chapelioù hag ilizoù, savet gant…

Claude Le Prat (1875-1926)
Kentskrid (Loeiz Herrieu)

Goulennet a zo bet ganin sevel ur vouladenn nevez eus al levr « War an daoulin ».

Asantet em eus, gant plijadur, o soñjal emañ bet « Dihunamb » kavell lennegel Y.-B. Kalloc’h. N’ankounac’han ket eñ en doe kaset din e esaeoù kentañ, ha pa oe studiour e Kloerdi bihan Keranna.

Estroc’h eget ur pezh eus…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Kinnig

     da eñvor
Yann ar Fusteg (Lemenig)
ha da hini Jean REYNAUD
Da sir Ivor HERBERT, arglouizh* Treowen    [eus Kembraeg arglwydd, aotroù] 
(barzh Erer Gwent)
e testeni a anaoudegezh
                         Erwan BERTHOU

Erwan Berthou (1861-1933)
Klemmgan Brizeug

Kañvoù, kañvoù dit, Breizh-Izel !
Hirvoudit ha skuilhit daeroù,
E lez ar mor don, c’hwi, rec’hel,
E-kreiz ar c’hoadoù, c’hwi, derv !

An Ankoù kriz, evel ur bleiz,
Pa deu, er goañv, e-maez ar c’hoad,
A falc’h hep truez e bro Breizh ;
E falc’h a zo ruz gant ar gwad.

François-Marie Luzel (1821-1895)
Klemmvan marv Quellien ar barzh

Sonit, kleier ar Roc’h ha kleier Landreger,
          Sonit ar c’hlaz :
Ur barzh a zo marv, du-hont, ’raok e amzer,
          ’N kreiz ar Gêr-Vras.

Sonit, kleier Plouie ha kleier Sant-Erwan,
          ’Us d’an div stêr ;
Gant mouezhioù glac’harus, kleier, klemmit hon foan,
          War vez, e kêr…

Erwan Berthou (1861-1933)
Mein-bez : Henri Martin

Ar c’hleier e Breizh ’hirvoude, 
An heklev war-dro a lâre : 
« Piv a zo lakaet en e vez ? 

– N’oa ket ur mab a Vreizh-Izel ; 
’Vel ’deue ganeomp, da bep gouel, 
A zo du-mañ ha kañv ha gouel. » 

Ha gant ur sonig a c’hlac’har, 
hon mammig Breizh ouzh an douar 
Oe gwelet, ’n he divrec’h klouar 

O luskellat korfig marv : 
« An hini a…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Mein-bez : Samuel Urrabieta

Kousk da hunig, mignon klouar, 
Da gorf dindan e vec’h douar, 
Da ene paour ouzh skeud al loar. 

Bremañ da viken e gouski 
Er vered, a-raok da gozhni, 
Prim falc’het e giz gwenn lili. 

Kuñvoc’h an huñvre ’barzh ar bez 
’Lec’h a dremen ar vugale, 
Pa sav an avel…

Narcisse Quellien (1848-1902)
War bez Brizeux

Pirc’hirin kaezh, lavar din-me 
Perak er Garnel a gane 
’N noz-mañ an eostig ’us d’ar bez ? 

– D’an hanternoz eostig Karnel 
Koantik a gane da c’hervel 
A-greiz e hun barzh Breizh-Izel. – 

Lavar din-me, touller-bezioù, 
N’eo ket e bered Arzano 
Ur goulmig ’ve…

Narcisse Quellien (1848-1902)