daskor - facebook  daskor - css

Daskor
À la bonne duchesse

Sur votre couronne ducale
Vous fîtes fleurir autrefois
Le lis, corolle virginale,
Roi de nos fleurs, fleur de nos rois.

Anne d’Armor ! duchesse et reine,
Salut à votre nom béni !
Vous êtes toujours souveraine,
Votre règne n’est pas fini.

Le peuple breton garde…

Adrien de Carné (1854-1943)
an Dihun keltiek (1)

I

Un ael a zo savet na oar den a belec’h ;
War divaskell nerzhus eo nijet ’us d’ar c’hrec’h ;
E drompilh lugernus a skuilh dre-holl an nec’h.

Petra zo a nevez ? Arru ’ve an diwezh ?
Krenadurezh ar c’houevr a ya da foñs ar bez…
Hag arru ’ve an deiz d’an adc’hanedigezh !

Erwan Berthou (1861-1933)
an Erminig

An delioù ’zigor en derv
Kent evit digeriñ er fav ;
Bleiz a c’hed an tarv...
– Osa ! skes ! skes ! (bis) –
Bleiz a c’hed an tarv :
Deus dek mervel a ray nav.

Yann an tarv ha Gwilhaou ar bleiz
A zo daou gilhenn, war va feiz :
Laou en aod zo ’c’hedal,
– Osa ! skes ! skes ! (

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Barzhoneg pe kanaouenn ar Bretoned

    war don An hini gozh

    I
        Ni zo bepred
            Bretoned,
    Bretoned tud kalet.

    II
O ya ! D’ar brezel paotred taer,
Paotred vat ha seven er gêr.
        Ni zo bepred
            Bretoned,
    Bretoned tud kalet.

Auguste Brizeux (1803-1858)
Breizh divarvel (1)

Bro ar bleunioù melen, bro gozh an telennoù,
Bro sakr Nevenoe, o Breizh-Arvor ! evel
Reier da aodoù glan ha mein-hir da lannoù,
Te a zo, hep arvar na doutañs, divarvel !

Ya, bro ’n emgannoù meur, broad leun a veurder,
Te…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Dihun Breizh

Piv eta na welas, war lein ar menezioù,
Arzhur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ?
Arzhur n’eo ket marv. Lemmomp hon c’hontellioù,
Da droc’hañ ’n hualoù ’zo e treid Breizh-Izel…
Barzhed, dornatit ’ta kerdenn an Delenn dir,
Sonerien, c’hwezhit ’ta en ho sac’h-binioù :
Breizh a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir.
– Arzhur, Roue…

Erwan Berthou (1861-1933)
Dihunomp !

          da Loeiz Herrieu

Dihunomp o Kelted Breizh-Vihan ha Tramor,
Setu an amzerioù diouganet gant Merzhin
O tonet !... Dihunomp ! nag en despet d’ar mor
Unanomp hon daouarn ha kanomp holl lirzhin !

Kanomp ar c’han dispar a gane hon tadoù
A-raok mont d’ar brezel ! ha…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Emgann Sant Kast

Voici un extrait des commentaires que Théodore de La Villemarqué a insérés dans le Barzhaz Breizh :

Au mois de septembre 1758, les Anglais firent une descente à Saint Cast, au nord de la Bretagne. Cette expédition se liait à un vaste plan dont l’objet principal était d’assurer à l’Angleterre la navigation de la Manche, et d’opérer…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Emgann Sant-Kast

Neuze ’teuas an noz en-dro din, un noz du
Evel an nozvezhioù teñvalañ miz Kerdu ;
Ha, goude un dro hir, e voen dre va huñvre
War aod ar mor garv degaset adarre.

Eno e oa, e-kreiz an drompilhoù o son,
Un emgann vras etre Gallaoued ha Saozon.
Strakal ’rae an tennoù, redek a rae ar gwad,
Ar boledoù ’…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Eus holl vroioù ar bed

Eus holl vroioù ar bed, Breizh-Izel da gentañ !
N’he deus arc’hant nag aour, met se na ra netra :
Eno ’mañ ’r baotred vat, ar merc’hed a enor,
Ar feiz er c’halonoù, ha tro-a-dro ar mor.

Eus holl yezhoù ar bed, n’en deus ket a garan
’Vel hini Breizh-Izel, hennezh eo ar c’haerañ ;
N’en deus hini er bed a…

François-Marie Luzel (1821-1895)
Heñvelidigezh

Kalz a Vretoned a zo c’hoazh hirie an deiz,
Ha na ouzont allaz ! man eus ar pezh a sell
Ouzh istor meuleudius ha kaer o Breizh-Izel,
Bet gwechall-gozh ken bras ha ken kaer koulskoude !

Ar re-se pa ra goap oute ar Gall divezh,
Pa lâr dezho n’int ’met gounezidi pennek,
Pe pa dro kein dezho pa gomzont…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Kan brogar

Da lorc’h a zo va lorc’h, da eurvad va hini,
O Breizh ! ha da youloù va youloù me ivez.
Me ’gan pa out joaius, hogen ar velkoni
Hag an daeroù a zo va lod pa c’houzañvez.

Rak em c’horf da ene kizidik ha tener
A zaskren ha da wad em gwazhioù a red,
Ha va c’halon garus, a daolioù gwall bounner,
Em c’…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Karantez ar vro

Va bro garet Trelez, perlezenn gaer Breizh-Izel,
El lec’h ma’z on ganet, el lec’h ma karfen mervel !
En ur goll va frankiz, un devezh em eus, siwazh !
Kimiadet diouzh da’z stêr, da devenn, da vor bras.

Bez ez on kastizet evit ken bras follentez,
Em spered, em c’halon, mui n’ez eus a levenez,
Ha gant keuz…

Pierre Pronost (1861-1909)
Ma c’halon zo e Breizh-Izel

       Ton evit an diskan : Ar Re C’hlas (Barzhaz Breizh)
       Ton evit ar pozioù : E-barzh ar c’hoad (Ernault-Mélusine)

       My heart’s in the Highlands,
       my heart is not here.
                     (R. Burns)

 

       Ma c’halon zo…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Marv Pontkallek Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Me ’gar va Breizh-Izel

    d’an Ao. Loth, dean skol veur e Roazhon

Me ’gar va Breizh-Izel ! va mamm vat, va bro gozh,
He deus e pep amzer kaset d’ar Baradoz
Bugale kalonek, rouaned, sujidi,
Barzhed, menec’h, gwragez, hag a gare pediñ !

Me ’gar va Breizh-Izel ! Mamm-Vro Marzhin, Lez-Breizh,
Arzhur,…

Claude Le Prat (1875-1926)
Paotred Plouie Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Pedenn evit Breizh

       « Et coegerunt illum, dicentes : Mane nobiscum, quoniam ad-vesperascit… »
       (Luc, XXIV, 29.)

Deut ’omp holl d’Ho pediñ, Jezuz, war hon daoulin,
Da glask en Ho kalon konfort ’vit hon anken171 :
Jezuz, C’hwi hor c’hlev, C’hwi hor…

Jean-Pierre Calloc’h (1888-1917)
Pempet pennad

GWENVAR, EVEN, AR MANAC’H, ALAN, DIRLAWEN, FAWTRA, KRABAN ha goude HILLIGERN

KRABAN
Ar barzh kozh Hilligern ’fell dezhañ ganeoc’h-c’hwi,
Kont veur, komz hepdale diwar-benn traoù guzhet.

Ha kuit.

HILLIGERN en un antreal
Demat deoc’h, aotrounez ! Me ho ped, va lezet*    [-zit]
Da zisplegañ diouzhtu pezh ’zo…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Seziz Gwengamp

– Porzhier, digorit an nor-mañ !
An aotroù Rohan zo amañ,
Ha daouzek mil soudard gantañ,
Da lakaat seziz war Wengamp.

– An nor-mañ na vo digoret
Na deoc’h na da zen all ebet,
Ken na lâro dukez Anna,
A zo mestrez war ar gêr-mañ.

– Digoret ’vo ar perzhier-mañ
D…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Stourm an Tregont Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Unvaniezh

          Un ali, Bretoned,
Hag eus ar re wellañ ! – Evit bout difezus*    [?]
Ha doujet e pep lec’h ’vel ar bobloù nerzhus
          Bezomp holl unanet !

          Ya, bezomp unanet !
Ha beuzomp ’kreiz ar mor ar politik euzhus
Pehini a c’hwezh tan ar gasoni mezhus
          E-touez ar vignoned !…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Va c’hoantiz

          D’an aotroù Delafargue « Brazh Tremener »

Biken daoulagad ar merc’hed
Na’m lako da huanadiñ,
Rak da Vreizh-Izel ’meus roet
Va holl garantez, gant dudi.

Chalmoù skedus ar merc’hed kaer
’Vel re ar bleunioù zo marvel,
E-lec’h re Breizh va c’hoantiz ker
A zo…

Georges Le Rumeur (1882-1942)