daskor - facebook  daskor - css

Daskor
Adsavedigezh Breizh (1)

          d’ar barzh T. Le Garrec

E-tal ur bez digor, o planedenn c’harv !
Ankouezhet gant an holl hon Breizh a hirvoude !
Ha war he jodoù kann e ruilhe an daeroù
          Muioc’h-mui bemdez !...

An Ankoù diouti a selle digalon…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
an Delenn

Dilezet war gerreg ar mor,
Tevel a rae an delenn aour,

He c’horfig hanter zigoret
Hag he c’herdenigoù torret.

O welet un dizeur ken bras
Va c’halon ivez a rannas ;

Me ’gavas ennañ un nervenn,
Hag hi ’stagas ouzh an delenn,

Auguste Brizeux (1803-1858)
an Delenn hag ar barzh

    AN DELENN
Sav alese, barzhig ; tenn din eus va c’halon
Ar veuleudi gaerañ hag al lirzhinañ son.

    AR BARZH
Na perak kanañ ken ? – ’Rafemp ket well ehan
Peogwir den, pa ganomp, na selaou ouzh hon c’han ?
Koulz eo terriñ diouzhtu va fluenn disec’het
Ha mougañ ’vit ur wech da vouezh ankounac’het…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
an Eisteddfod

Hag e voen dreist an noz ha dreist an amzerioù
Rentet ’n ur blaenenn noazh, tud enni a-vernioù,
Hag ’us d’an holl bennoù pemp banniel o krenañ,
Hini ’n Arvor e-kreiz he c’hoarezed henañ :
Re Bro-Gymru, Bro-Skos, Enez Man, Iwerzhon.
Ha tro-dro derv bras o sevel pennoù sonn ;
War un teatr, ’n e sav ’touez bleunioù ha glazur,
An…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
ar Barzh (1)

    I

N’eo ket er skol a ve desket
Kanañ yezh dilenn ar barzhed :
Den na c’hell deskiñ ar yezh-se...
Da neb a gar hen ro Doue !

Ar stêr d’an traoñ a oar redek
Hag ar gwenan kaout ar mel c’hwek,
Koulz hag an evn sevel en aer
Hep bezañ desket hen ober.

François Le May (1852-1916)
ar Barzh hag e vinioù

War ribl an hent, e-skeud an delioù
          Poultrennet eus ur c’harzh,
Mantret ha beuzet en e zaeroù,
          Em eus gwelet ar barzh ;
E dal a yoa teñval ha soublet,
          Ha gant ur vouezh truezus
E roas, hepdale, din da glevet
          Ar c’homzoù-mañ klemmus :

          DISKAN…

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Pal n’e dizher ket

    Levavi oculos meos in montes

                                        I

Ar baleer, o vont dindan heol ar mintin,
A wel ur vougenn c’hlas, koantoc’h ’vit ar bleuñv lin,
O tispak ’vel ur pal burzhudus er pellder,
Hag a vale skañvoc’h e droad, muioc’h seder.
Hepdale, ’kav dezhañ, ’vo tizhet ar pal koant :
Douget gant e gredenn, kennerzhet…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
ar Pardon bras hollgeltiek

          Hag ur vouezh a savas en aer,
          Ur vouezh galloudus ha pounner
’Vel hini an drompilh deiz ar Varn diwezhañ :
« – Ra savo Keltied ar bed holl en o za,
          Ra teredfont gae ha lirzhin
          D’ar pardon bras ’vo e Dublin,
Ma welfont o c’hef kozh o sevel a-nevez
          E benn bleuniek war e venez…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
ar Varzhed

Ar varzhed a zo tud leun a wir galonder
Ha pere ’deus touet un deiz, lipr ha seder,
Dirak an drouized, bout betek ar marv
Difennourien hardizh Keltia o mamm-Bro !

Ne grenont dirak man ! Na stouont dirak den !
Ar Gwir ’enep d’ar Bed ! setu o youc’hadenn !
Kreñv ’int, ha labourat ’reont holl hep…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
Arvest kentañ

Er c’hentañ arvest, Gwenc’hlan, an Drouiz-meur, en deus dastumet Drouized ar vro holl evit en em glevout ganto da lazhañ Tremeur, hervez an doare merket gant an doueoù !

N’eo ket a-walc’h d’ar re-mañ kaout gwad Tremeur ; ar gwad-se ne dalvo netra ma n’eo ket skuilhet gant dorn e dad, ha gant asant an holl Drouized…

Jean Roudot (1871-1921)
Barzh ha bleunienn

Kalon ar barzh hag ar vleunienn
Zo heñvel an eil eus eben :
Dre ar rev, dre ar gwall avel
Ar vleunienn ’ve gweñvet kent pell ;
Ankoun* ha yender hepdale    [pe Ankoua]
A lak ar barzh mouzhet ivez,
Kalon ar barzh ha bleuniennig
A zo setu re gizidik !

Mar teu un devezh nev’-amzer…

François Le May (1852-1916)
Bleuñv nevez

    da’m mignon K. Gourvez

War an douar enor, bennozh,
Peoc’h peurbadus er baradoz,
D’ar re n’espernont ket o foan
Evit sevel yezh ar vro-mañ.

N’helled ket nac’h, e Breizh-Izel,
Ar brezhoneg, gant ar brezel,
A seblante toc’hor-meurbet,
Ha prest da vezañ sebeliet.…

Claude Le Prat (1875-1926)
Citation

Poète, à quoi te sert ta pesante cervelle ?
Dans la poche d’un fat un peu d’or vaut plus qu’elle.

                 L’auteur

Pierre Pronost (1861-1909)
Da’m delenn

A-boan m’oa diskennet va mignonez en douar, 
Ma tirollas warnon noz teñval an enkrez, 
Rak den ne gemere perzh e-barzh em glac’har, 
               Den ouzhin n’en doa truez. 

Ma’z eo doanius gwelet, da bep diskar-amzer, 
An delienn o tiskenn, ar vleunienn o c’hweñviñ, 
Goude bezañ soñjet, prestik e…

Pierre Pronost (1861-1909)
Dihun ar barzh

Koulskoude, tamm-ha-tamm, an Heol ’deu a-nevez
Da laouenaat ar bed. Hag evel p’en defe
Galloud a-walc’h da reiñ buhez d’ar re varv,
Ar Barzh a sav ’n un daol e lagad tro-war-dro.
    Ne wel netra, siwazh ! keit ha ma tap e sell,
’Met labour an Ankoù war an dachenn vrezel :
Korfoù reut ha skornet ’mesk ar fank hag ar gwad ;
Ar…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Dihun Breizh

war don Merzhin (er Barzhaz-Breizh) : « bremañ trizek miz ha teir s’un »

    I

An deiz a darzh, an heol a bar, (bis)
Dispak a ra dremm an douar.

    Diskan

        Sav adarre,
Mamm Breizh, va c’harantez,…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Distro ar barzh

I

Ganet en douar lann ha roz,
War ribl mor gouez an hanternoz,
Pa’z oan e-barzh ma c’hentañ oad,
’N em gwazhied oa ruz ar gwad.

Birvi ’rae dindan aer an aod,
Met bremañ glas eo ma divjod ;
Siwazh ! Mont a ran ’dreuz broioù,
Un huelenn-c’hwerv ’n em genoù.

Erwan Berthou (1861-1933)
D’ar barzhed eus ar C’hreisteiz

  I 

’Us d’ar vro ’vel ur vogedenn
Ar goañv didruez a dremen. 

En oabl hudur heolig Doue 
War Dreger na baro feteiz ; 

Ul liñsel wenn war an douar, 
Erc’h ha skorn, ha kañv ha glac’har. 

Hag an avel war Menez-Bre 
Bemnoz a yud ’vel ar freizher,    [preizher] 

’Vel evn an Ankoù ’pad an noz 
An avel war ar menez kozh. 

Neuze…

Narcisse Quellien (1848-1902)
D’un delenn yaouank

P’eo deut aelig koant ar beure
Da zigeriñ dor an Neñvoù,
Mar teus klevet son telennoù
O tont eus broioù an huñvre ;

Ha, mar ’neus c’hoantaet da ene,
Dispak gantañ e askelloù,
Sevel en e droidelloù
Dreist ar blaenenn, dreist ar menez ;

O ! neuze, barzh, na lezez ket…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Frealziezh d’ar barzh kozh

Adsav ! Korf ha spered, adsav !
Mezh dit da gouezhañ ken izel !
Dont ’ra an heol goude ar glav
Hag ar peoc’h goude ar brezel.

Piv ’ta ’savo uhel e benn ?
Piv ’ta ’roio d’ar bobl skouer vat ?
Piv ’ta ’vago ’n erminig wenn
Ha goude ’n eost ’glenko an had ?

Ar pezh ec…

Erwan Berthou (1861-1933)
Hun ar barzh

    Tost d’ar mor don, e-kreiz peoc’h santel ar vered,
E goueled Breizh-Izel, e vro muiañ-karet,
            Ar barzh zo douaret ;

    Bizied e zaou zorn skoulmet war e varlenn,
O startañ nerzhus c’hoazh kerden aour e delenn
            Tavet da virviken.

    E zaoulagad…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Initiation

          Octobre 1830. 

Courage, élance-toi par delà ces rumeurs ; 
Courage, ô Poésie ! — Ils disaient que tu meurs 
          Dans un siècle de frénésie. 
Toi, mourir !… Oh ! ce choc plutôt t’aiguillonna,
Il te faut comme à Dieu les éclairs du Sina, 
          Ô sainte et grande Poésie ! 

Édouard Turquety (1807-1867)
Kan emglev ar Varzhed

    war don Bro Gozh va Zadoù

    Ni, barzhed a galon, karomp hon Zelenn,
Gant doujañs ha preder stennomp he c’herden,
Diwallomp ne teufe ganeomp da devel,
    Kanomp warni betek mervel.

        Diskan :

            Telenn santel, telenn Arvor,
        Dreist an drouz hag an avel vor
        Son atav da zerc’hel eñvor.

    Evel…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
la Fleur

Qui t’a fait la douleur t’a laissé les remèdes.
    Théophile de Viaud

J’ai vécu. Ce n’est pas que la mort m’épouvante.
Mais en sondant mon cœur j’ai vu qu’à ses parois
La fleur de poésie était toujours vivante,
Dieu bon ! et que jamais sur sa tige mouvante
N’avaient autant germé de boutons à la…

Charles Le Goffic (1863-1932)
l’Âme des Poètes

Ne vous étonnez point, vous que la muse entraîne, 
Vous, dont le cœur fléchit à sa voix souveraine 
     Qui commande toujours ; 
Ne vous étonnez point, créatures divines, 
Que la sève bouillonne et batte vos poitrines 
     Jusqu’à tuer vos jours. 

Ne vous étonnez point, hommes à forte tâche, 
Qu’…

Édouard Turquety (1807-1867)
Ma vijen barzh

Ha ! Perak n’am eus ket 
Ho telenn alaouret, 
Merzhin, Gwenc’hlan, Riwall, 
Barzhed an amzer all ? 
’Veldoc’h, a vouezh uhel, 
Da heklev Breizh-Izel, 
Me a daolje ur c’harm 
Skiltr ’vel hini an ar’m*.    [arem] 

Gant ur vouezh ar skiltrañ, 
E yezh Breizh ar gaerañ, 
Hep ehan, me ’…

Prosper Proux (1811-1873)
Marc’harit Phulup

« Marguerite Philippe (Marc’harit Phulup), écrivait en 1874 F.-M. Luzel dans ses Gwerziou Breiz-Izel, est ma chanteuse et conteuse ordinaire. Pèlerine par procuration de son état, elle parcourt constamment la Basse-Bretagne en tous sens, pour se rendre (toujours à pied) aux places dévotes les plus en renom. Partout où elle passe, elle écoute, elle s’enquiert et…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Marv Taliesin

Hag e voen adarre kaset, n’ouzon penaos,
Dre un hent hag a yae treuz-didreuz ’kreiz an noz,
Ken ’erruis dirak melezour don ur stêr
Hag, ennañ skeudennet, un ti balan dister.

En-dro d’an ti balan ha dre-holl war ar vro
Ne vije ken gwelet nemet koadoù derv,
Gwez bras o tigeriñ o bodoù frank en aer,
’Vel ilizoù uhel war bilieroù pounner.
Daou zen,…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Matilin, ar barzh dall

Paotred, plac’hed yaouank, c’hwi ’lamme o tridal,
Pa glevec’h, dre Gerne, Matilin, ar barzh dall,
O treiñ, gant e vombard, tonioù ’ouie atav
Lakaat fiñv er wazhied, digeriñ jabadao,
Ouelit, n’her c’hlevot mui ! En e vez yen eo mik ;
Marv eo Matilin, dialan hoc’h eostig.

E ene zo nijet da vro an telennoù…

Gabriel Milin (1822-1895)
Mein-bez : Hamonig

Koue’t a-nevez ’barzh ar Gêr-Vras, 
En hon zouez un nozvezh ’deuas : 

– Eus bro ar balan glas ’on-me, 
’Lec’h a glemm d’an noz ar freizher* ;     [preizher] 

Er binioù me ’oar c’hwezhañ 
Ha gwerzioù kozh ’meus da ganañ. – 

Ha goude n’en deus gwelet…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Mennad

O te, ma c’henvreur a vevas
’Tre ar Porzh-Gwenn ha Roc’h-Allaz,
Damdost ’lec’h ez on ma-unan
Ganet d’ar vuhez, o Gwiklan !

Diouganer, barzh ha merzher,
Ro din-me nerzh e pep amzer
’Vit sevel ma mouezh eveldout,
N’eus forzh penaos ’vo ma darvoud.

Goude toullet ma daoulagad,
Na pa ve distanket ma gwad
Gant gwasker milliget ma bro,…

Erwan Berthou (1861-1933)
Merzhin barzh (1)

Ma mamm-gozh baour, em selaouit*    [K silaouet] 
D’ar fest am eus c’hoant da vonet ;

D’ar fest, d’ar rederezh nevez
A zo laket gant ar roue.

– D’ar rederezh na yefec’h ket,
D’ar fest-mañ na da fest ebet ;

Na yefec’h ket d’ar fest nevez,
Gouelañ ’peus graet ’hed an noz-mañ* ;    [K -me] 

Na yefec’h ket, mar dal ganin*,    [K gane] 

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Perak e kanan

Digor eo miz ar bokedoù*,    [W boketeu]
Emañ er bod spern-gwenn e bleuñv* ;    [W bleu]
Met n’en deo ket e vlev gwenn eo
A ra da’m c’halon levenez.

Er c’hoad bras an evned a gan
Kanennoù gaer kenti-kentañ ;
Met n’en deo ket o c’han kaer eo
A ra da’m c’halon levenez.

Jean-Baptiste Oliero (1856-1930)
Rêve de poète

Je voudrais quitter, pour toujours
          La ville
Où rôde aux coins des carrefours
La fille aux mortelles amours,
          Si vile ;
Je voudrais au fond des bois sourds,
          Tranquille,
Approfondir les infinis
          Des rêves,
Surprendre les secrets des nids,
Ouïr les monotones bruits…

Pierre Pronost (1861-1909)
Telenn Arvor

  D’an Aotroù Brizeux, barzh breton ha gall

  Arvor, a-gent bro ar barzhed,
Allaz ! Mui n’he doe barzh ebet !
An eostig, d’an amzer nevez,
Pep bloaz, er c’hoadoù, a gane.
– Ah ! Kan atav, kan dous eostig !
Ar barzhed mui ne sonont grik !
– Da gala-goañv, an aodoù
A hude gant an houlennoù.…

Jean-Marie Le Joubioux (1806-1888)
Ti kaniri Breizh

Ni zo deut da ganañ hirie,
          ’Vel en Amzer Gozh,
Pa’z oa ’us d’ar Vro dorn Doue
          O reiñ e vennozh ;
En amzer ma’z oa Breizh-Izel
Ur vro gaer hag ur vro santel :
          Deu’t a-leizh
’Barzh en Ti Kaniri Breizh.

Ni hon eus savet an ti-mañ
          E-kreiz an dachenn ;
N’eus moger ’bet en-dro dezhañ,…

Erwan Berthou (1861-1933)
Tosenn ar brezel

’Trezek ar Barzh kaner ’kreiz ma taolen va sell,
’Voen douget em huñvre war Dosenn ar Brezel,
Ur menez sonn spontus, hag e rae gwez derv
En-dro de’ gribenn moal seizh kwech seizh ugent tro ;
Pezhioù gwez galloudus ha bodennek-meurbet,
Ken kalet hag ar vein, ken kozh evel ar bed,
Astennet o bodoù gante ’tre d’an douar,
Netra…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
un Huñvre

En noz tremenet
Ez on bet sakret
’Vit ur biken barzh.
Reiñ deoc’h un heklev
Penaos ’voe an traoù
Me na oufen harz.

E-tal un daol-vaen
E oan ’n un draonienn
E-kreiz koadoù don ;
En neñvoù al loar
Gant he sked dispar
A luc’he warnon.

Gaouiad e…

Gabriel Le Febvre (1863-1927)
Va anv barzh

Mataliz ! lesanv va gourdadoù karet,
Lesanv o deus holl douget ’pad o buhez
Gant kement a herder ! hag a zoug c’hoazh hirie
E kêrig Lannuon, va zad-kozh enoret !

Setu em eus ivez da’m zro da gemeret
’Vit bout va anv barzh ! Keit ma ’n devo truez
Dimeus va c’horfig paour an Ankoù mut ha gouez,
Ganin…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
VII Diviz

AN HEVELEP RE, PATRIG

PATRIG da Dremeur
Me ho salud, priñs kalonek Kernev ha Leon. Mar plij ganeoc’h, me ’gano deoc’h ur werz nevez diwar-benn ar gounid hoc’h eus bet a-enep hon enebourien. Me ’gano ar c’han, an holl a-bezh a gano an diskan, mar kirit.

TREMEUR
A galon vat. An…

Adrien de Carné (1854-1943)