daskor - facebook  daskor - css

Daskor
ar Glañvourez yaouank

O tadig kozh, adeo ! adeo o mamm karet !
Adeo mor islonkus ! mor ha na welin ken.
Aodoù gouez ! reier du ha lannoù alaouret !
Pradeier ! hentoù kleuz, adeo da virviken !

Ar marv en-dro din, ’hed an noz, ’hed an deiz
’Nij atav ha va spont ! ha me ken pur ! ken koant !
N’eus forzh ! barnet ez on da vervel…

Georges Le Rumeur (1882-1942)
ar Glaouer hag an Ankoù

Truek e klemme ur glaouer
Dindan ur mell bec’h koad pounner,
Ar c’hwezenn ’tiver eus e dal
Ha poan d’hen tennañ e hanal.
« A ! emezañ, pegiz herzel
diouzh kement a zroug, a drevell,
Me mac’het ouzhpenn gant an oad
Ha mibien din un tiad ?...»
Neuze, trec’het gant ar glac’har,
Her stlap e samm war an douar,
En…

François Le May (1852-1916)
Bosenn Elliant

’Tre Langolen hag ar Faoued
Ur Barzh santel a vez kavet ;
Hag eñ Tad Rasian anvet.

Lâret en deus d’ar Faouediz :
Lakit un oferenn bep miz,
Un oferenn en hoc’h iliz.

Aet eo ar vosenn a Elliant,
Hogen n’eo ket aet hep forniad*,    [K forniant] 
Aet zo ganti seizh mil…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Gousperoù an Anaon

  I 

Un nozvezh a viz gwengolo 
Oa tan ha kurun en neñvoù, 

Ur gwall amzer, ’vel ’meus gwelet 
En aod Penmarc’h hag e Keoded, 

Ken ’grene log ar pesketaer 
Ha krene mui e wreg e gêr. 

’Kreiz al luc’hed hag ar c’…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Kanaouenn an Anaon

An’ Tad, ar Mab, ar Spered-Glan,
Yec’hed mat deoc’h, tud an ti-mañ,
Yec’hed mat deoc’h war bouez hor penn
Deu’t ’omp d’ho lakaat er bedenn.

Pa sko ar Marv war an nor,
Stok er c’halonoù ar c’hren-mor ;
Da doull an nor pa zeu ’r marv,
Piv gant ar marv a yelo ?

Hogen…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
Karr an Ankoù

  I 

Gwelet hoc’h eus en deñvalijenn 
’Barzh an noz teñval ur sklêrijenn ? 

Al luc’hed didrouz en noz teñval 
Zo un ene kaezh o klask un all. 

Klevet hoc’h eus goude hanternoz, 
Pa n’ ganer nemet er baradoz ; 

Goude…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Karrigell an Ankoù

Laosk aze da besked, eme ar Mestr da Ber,
Me’z tesko da vezañ, ’barzh nebeut bloavezhioù,
Pesketaer eneoù. Ha va den mat seder
Kerkent da zilezel e dammoù rouedoù.

An holl a oar penaos an diskibl a galon
A dapas en un taol war-dro tri mil ene.
Nag a bet kant, a-raok mervel e Babilon
Ne lakeas ket …

Jean Cadiou (1834-1897/)
la Lépreuse

Monna Keryvel met pour aller paître,
Pour aller, aux champs, paître ses brebis,
Avec sa croix d’or qu’a bénite un prêtre,
Monna Keryvel met ses beaux habits.

Un doux cavalier s’en vient d’aventure :
Il a « bonjouré » Monna Keryvel,
C’est un fils de noble, à voir sa monture,
Et son parler fin sent l…

Anatole Le Braz (1859-1926)
Mariannig

Leñvañ a reot, tud vat, o selaou buhez truezus Mariannig, ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al laezh. Ar baourez baezh a zo marv he zad, he mamm hag e c’hoarezed diganti.

Degemeret eo bet gant ur voereb fall ha pizh.

Aet eo kuit he mignon karet, gant e aotroù kozh, da stourmiñ a-enep d’an…

Adrien de Carné (1854-1943)
Noël à bord

    (récit du capitaine)

    À Gustave Larroumel

Nous avions relâché la veille à Ploumanac’h.
Aucun de nous n’avait consulté l’almanach
Et nous ne savions pas que Noël était proche.
Il ventait doux. Le ciel était comme un jardin,
Tant il y fleurissait d’étoiles, quand soudain…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Venjañs an Ankoù (1)

I

E kastell ar Bilo, an itron a oa klañv.
– Kement-mañ ’arruas un noz e-kreiz ar goañv. –

Kerent ha mitizhien a yae hag a deue,
Skuizhet ha penngollet gant eizh noz war vale.

Ar c’houevr hag an arc’hant a lugern er c’hambroù,
Strakal ’ra an derv ’…

Erwan Berthou (1861-1933)
Yann Postig

Pedomp, kristenien, pedomp evit ar re varv. Breizhiz a gar o zud aet d’an Anaon. Pedomp evit o eneoù war an douar m’emañ o c’horfoù keizh o kousket dindanañ. Kannadez ar goañv, da lavaret eo Gouel an holl sent a zegas, dreist-holl, da bep hini, soñj eus an dud tremenet.

E-pad an nozvezh-se kristenien, e-pad an nozvezh-se hepken, an…

Adrien de Carné (1854-1943)