daskor - facebook  daskor - css

Daskor
ar C’holonel eus Villebois-Mareuil

Du-hont, en Afrik ar c’hreisteiz,
E veve didrouz, e frankiz,
Ur bobl nerzhus hag a galon,
Warnañ pa gouezhas ar Saozon.

Gant un nerzh vras, unan ouzh dek,
Hep ehan, ar bobl kalonek
Ouzh ar Saozon a gred herzel ;
Frankiz ! emezañ, pe vervel !

En ur welet kement a…

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Saozon digalon

Eizh devezh, noz ha deiz, gant e bevar mil leon,
Al leon KRONJ a zalc’h penn d’hanter kant mil Saozon
En despet d’o niver, ha da galz kanonioù
Pignet gant ar re-mañ e lein ar menezioù,
E-pad ma chome c’hoazh gant ar Boers un tenn
Ar Saozon a gouezhe niverus ’vel kelien.
Met siwazh ! petra ’dalv kement a nerzh kalon,
Pa vez en…

Pierre Pronost (1861-1909)
Bazhad d’ar Saozon

Ur gounnar vras a verv e kof an aneval ;
Bezomp war hon evezh, Breizh-Izel ha Bro-C’hall,
Rak Bro Saoz, a-nevez, a ziskouez he dent lemm,
Ar c’hoant bras d’hol lonkañ zo skrivet war he dremm.

Chomomp atav dihun, Bretoned, noz ha deiz
Rak, evel a ouzomp, ar Saozon a zo treizh,
Ma n’hon eus ket bepred hon…

Pierre Pronost (1861-1909)
I pennad

ARZHUR (16 vloaz), beskonted ROHAN ha LEON, aotrounez GEMENE ha ROSTRENN

ARZHUR
Azezit, aotrounez, mall am eus da glevet
Penaos emañ an traoù dre ar vro n’em gavet ?

BESKONT ROHAN oadet
Deus ho krad, aotroù Duk, e rafomp bremazon.
Hogen, mar omp-ni…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
le Combat des Trente

               Mar ’teuz sec’hed, paotr, ev da wad !
               Si tu as soif, ami, bois ton sang !
                                             Barzhaz-Breizh

               I
Amis, lorsque parfois vos distraites pensées
S’arrêtent un instant aux époques passées,
Quand vous vous souvenez…

Adrien de Carné (1854-1943)
Stourm an Tregont (1)

Ar miz meurzh, gant e vorzholioù,
A zeu da skeiñ war hon norioù ;
Ar gwez a bleg gant glav a-builh ;
An doenn a strak gant ar grizilh.

Hogen n’eo ket e vorzholioù
Hepken, a sko war hon norioù ;
Ned eo ket ar grizilh hepken
A lak da strakal an doenn ;

Ned eo ket hepken ar grizilh ;
N’eo ket ar glav a zarc’h a-builh ;
Gwashoc’h eget…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)