Liammoù

E Bro-Iwerzhon, lec'hienn Skol-veur Cork a ginnig meur a skrid en iwerzhoneg evel just, ha skridoù all e saozneg, e galleg hag en oksitaneg zoken !

E Bro-Gembre, lec’hienn Skol-veur Cardiff a ginnig ivez meur a skrid e krenngembraeg (yezh plaen hepken), ha kavout a rit ar Mabinogi en o zouez, evel just.

Kavout a rit ivez meur a skrid kozh eus Bro-Gembre (troet ’int bet e saozneg a-wechoù) war ul lec’hienn amerikanek (maryjones) a zo bet savet pell zo dija.

Ma sunit plijadur gant ar c’helc’hiad arzhuriek, deuit d’ar pevar lamm war lec’hienn ar Camelot project a ginnig levrioù arnevez a-zegoù (e saozneg).

Mar kavit gwell ul levr diazez mar bez unan, lec’hienn Skol-veur York (Bro-Kanada) a ginnig an Historia Regum Britanniæ (Istor Rouaned Breizh) gant Geoffrey de Monmouth (troidigezh e saozneg).