Nemet, e-skeud ar c’hleuz, ur roudenn a zisheol,
Heoliet kaer-meurbet oa, mintin mat, an hent holl ;
An dud, a-strolladoù, re vras ha bugale,
Dibreder,  ’hed an hent, ’vel an heol a yoa gae ;
Ur sulvezh oa, mar plij ! deiz ur pardon ouzhpenn ;
Ar merc’hed, gwisket kaer, a zivize laouen,
Ar gwazed, ken kaer all, puret gwenn o botoù,
A gleved o farsal hag o kanañ sonioù,
Hag a bep tu d’an hent al laboused ivez,
Evel ’vit heul o c’han, a save skiltr o mouezh.
Klevet a raed ouzhpenn ar chas stag, oc’h harzal,
An anevaled korn, en draonienn, o vlejal,
Hirvoud an avelig e-lein ar menezioù
Ha klemmadenn an dour a-dreuz mein ar gouerioù*.    (pe gwazhioù)
Kanaouenn, hirvoud, trouz, a-dost koulz hag a-bell,
En aer a save skañv war askell an avel.
Kement a levenez, a reas, evel gwechall,
Da’m c’halon enkrezet, en ur mare tridal.
Evel da c’hwezek vloaz, setu me da ganañ
Ha da farsal kement eget ar re c’haeañ ;
Ne soñjen ket en doa dorn an amzer, siwazh !
War va zal roufennek skrivet an oad, don-bras.
En ur sellet ouzhin, ar re yaouank, moarvat,
A deue da vousc’hoarzhin ha da va goapaat,
O lavaret izel : « Sellit, ar c’haezhig kozh
Ne soñj ket eo ken tost, eus e vuhez berr, an noz ! »
Petra ’ra se, peogwir em boa c’hoazh, un devezh,
En ur vont d’ar pardon, tañvet al levenez,
Rak an amzer didruez, siwazh ! a vale buan,
Hag ar gozhni n’eo ket pell diouzh ar re vihan.
Nemet, e-skeud ar c’hleuz, ur roudenn a zisheol,
An hent a vezo c’hoazh, da bep hañv, heoliet holl,
Ha pa vezin marv, dreizañ e vo gwelet,
O vont gae d’ar pardon, kozh ha yaouank bepred.